Aller au contenu

War-zu diorren an hidrogen nevezadus

Da-geñver Breizh COP ez eus bet studiet a-dost, gant Rannvro Breizh, penaos diorren an hidrogen pa’z eo un dra a bouez evit ar c’hemmesk energetek da zont, evit produiñ nebeutoc’h a garbon, dreist-holl war dachenn an treuzdougen. Da-heul disoc’hoù ar studiadenn ez eo ar pal bremañ mont pelloc’h gant an oberoù nevezus ha sikour obererien nevez da-heul ul lañs a-stroll

Jeremy Bidon

Gant sikour ar stroll mailhed war an hidrogen, SEIYA, Alca-Torda hag Element Energy, eo bet ar Rannvro, BDI hag an ADEME o studiañ an danvez a zo e Breizh evit produiñ hag ober gant hidrogen « glas » ac’hann da 2050. Ar pal e oa, war ar memes tro, termeniñ ar pezh a vefe d’ober kentañ-wellañ a-fet frammoù ha raktresoù ha renabliñ an obererien er filierenn-se. War-lerc’h 5 mizvezh labour eo bet embannet disoc’h an enklask.

En Europa n’eo ket stank ar rannvroioù a vefe gouest da sevel ur gwir filierenn dija, ha Breizh zo e-touez ar re-se. Peadra hon eus da broduiñ, treuzfurmiñ, stokañ ha skignañ hidrogen diwar energiezhioù naet evel hini ar rodoù-avel“. André Crocq, Kuzulier-rannvro karget eus an treuzkemm energiezh.

190 oberer e Breizh dija

E Gwened, Sant-Maloù, Redon, Maen ar Boudiged (35)… Un tamm e pep lec’h e Breizh ez eus bet kroget gant arnodoù : cheñch kirri gant Morbihan Energies, ijinañ bigi an amzer-da-zont gant Energy Observer, staliañ lec’hioù da broduiñ ha da skignañ hidrogen glas diwar danvezioù nevezadus, ober enklaskoù en industriezh war dachenn ar c’hompozennoù nevez… Gant an oberoù-se e vo gallet sevel ur sturfollenn evit Breizh, ur steuñv oberoù e kenlabour lies etre obererien bublik ha re brevez hag a vo lañset e-kerzh 2020 evit diorren an hidrogen nevezadus.

Petra eo an hidrogen ?

Evel an tredan e c’hall an H² kas energiezh produet gant un danvez all. Betek-henn e oa eus hidrogen « gris » produet dreist-holl diwar tireoul ha gaz naturel ; ne gouste ket ker met deuet fall e oa abalamour ma oa saotrus. A-benn nebeud e vo gallet produiñ hidrogen « glas » dre elektroliz gant energiezhioù nevezadus : rodoù-avel, fotovoltaeg pe biogaz. Ret e vo neuze produiñ ha skignañ a-yoc’h abalamour da zont a-benn da lakaat diskenn priz an energiezh-se a zo uhel bepred. N’eo ket saotrus ha n’eus ket a dermen kargañ, gant se ez eus kalz a berzhioù mat gant an hidrogen hep karbon : gallout a reer stokañ anezhañ ha bezañ mat evit meur a zoare treuzdougen, eus ar c’harrigennoù gorre-gouziz d’ar bigi giz nevez, rak a bep seurt ment eo ar piloù loskant ha gallout a reer moduliñ anezho.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ