Aller au contenu

Victor Le Pape eo ar skiper nevez Diwanad Breizh – KKB !

Gourfenn an Daeadeg Diwanad Rannvro Breizh – Kef Kengredit Breizh a oa bet klozet e bae ar Forest er sizhun dremenet. An tri den yaouank dalc’het da-heul ar prantad dibab o deus kevezet an eil ouzh egile da-geñver troiadoù giz « bananez », o-unan-penn war o Figaro Bénéteau 3. Victor Le Pape en deus gounezet pemp redadeg diwar eizh e doareoù amzer a bep seurt. Gantañ eo aet ar maout eta : eñ a yelo da skiper nevez Diwanad Filierenn wellentez ar redadegoù en donvor.

Crédit photo : DR. Victor Le Pape (au milieu) rejoint Chloé Le Bars et Gaston Morvan dans l’équipe Région Bretagne – CMB.

E-kreiz miz Du e oa en em gavet tri gourfennad an Daeadeg Diwanad Breizh – Kef Kengredit Breizh evit kevezañ an eil ouzh egile war bagoù Figaro Bénéteau. A-benn ar fin eo Victor Le Pape a yelo e-pad daou vloaz da skiper Diwanad Filierenn wellentez ar redadegoù en donvor. Pemp gwech eo deuet an trec’h gantañ da-geñver eizh troiad redet e amzerioù a bep doare. Kemer a ra lec’h Gaston Morvan.

Daou briz a ya gantañ. Da gentañ, ur budjed mont en-dro evit gellet kemer perzh diouzh ar gwellañ e troiad Kampionad Frañs Uhelidi ar Redadegoù a-Unanoù en Donvor. Da eil, ur plas e Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en donvor e-lec’h ma c’hello heuliañ ur stummadur micherel sirius ha deskiñ e-mesk gwellañ merdeerien Bro-C’hall.

« D’an trede taol eo deuet ganin ! »

Pevare e kampionad Europa plankenn-dre-lien RS One e 2015, kampion Frañs Open 5.70 e 2017, ha kelenner DKS ouzhpenn se, paotr Fouenant a oa laouen e vefe aet ar maout gantañ. « D’an trede taol eo deuet ganin ! (…) A-benn bremañ eo un hunvre hag a zeu da wir evidon. Daou vloaz zo e oan deuet evel outsider, hag abaoe em eus klasket bezañ an efedusañ ar gwellañ, gant ar pal-se. Me a c’hortoze kalz digant an Daeadeg eus ar c’hentañ-se. Ur chañs dibar eo evit toullañ ma hent micherel e bed ar Redadegoù en donvor. Laouen-bras on pa soñjan e redin dindan livioù Rannvro Breizh ha Kef Kengredit Breizh kerkent ha koulzad 2023. Mall zo warnon stagañ ganti dija. »

Jeanne Grégoire, renerez Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en donvor, he deus lakaet da gentañ ar gaoz war doareoù an amzer war vor, « cheñch-dicheñch a-wechoù, gant avel etre 8 ha 22 skoulm. E-giz-se eo bet diskouezet live teknikel an eil re hag ar re all, ha gwelet ivez o barregezh da badout dindan wask. A-benn ar fin eo aet eo ar maout gant ur merdeer kentañ troc’h, hag heñvel eo evit an eil hag an trede, ar pezh a oa pouezus evidomp. »

Ur filierenn wellentez evit ar redadegoù en donvor

Krouet gant Rannvro Breizh ha Kef Kengredit Breizh (a zo engouestlet o-daou e bed ar bageal abaoe meur a vloaz), filierenn wellentez ar redadegoù en donvor Breizh-Kef Kengredit a ginnig d’ar skiperien yaouank ur stummadur micherel dibar evit ar redadegoù en donvor el live uhelañ, evel skiper Diwanat, skiper Kur ha skiper Meurvor.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ