Ar Prezidant hag e vodad-seveniñ

Crédit photo : Emmanuel Pain

Abaoe 2017 emañ Loïg Chesnais-Girard e penn Rannvro Breizh. A-gevret gant besprezidanted ar Rannvro emañ er bodad-seveniñ.

Goude bezañ bet besprezidant ar C’huzul-rannvro karget eus an ekonomiezh hag an neveziñ adal 2012, e oa bet anvet Loïg Chesnais-Girard da gentañ besprezidant dileuriet evit an ekonomiezh, an neveziñ, an dedennañ, pa oa bet addilennet Jean-Yves Le Drian e penn ar Rannvro e miz Kerzu 2015. Da neuze e voe kenurzhier strollad ar muianniver er Rannvro, ennañ 53 dilennad, rannet etre 4 c’hronn politikel. Da-heul anvadur Jean-Yves Le Drian da vinistr an Aferioù estren e voe dilennet Loïg Chesnais-Girard da brezidant Kuzul-rannvro Breizh d’an 22 a viz Mezheven 2017.

A-gevret gant Loïg Chesnais-Girard ez eus besprezidanted er bodad-seveniñ. Un domani oberiantiz disheñvel zo e karg pep hini anezho. Gwelit piv eo ar 14 besprezidant-se ha petra eo o c’hefridioù.