Servijoù ar Rannvro

Crédit photo : Région Bretagne

Tost da 4 200 gwazour a labour evit ar Rannvro, da brientiñ ar politikerezhioù foran ha d’o lakaat e pleustr, pe da lakaat al liseoù hag ar porzhioù da vont en-dro.

  • 3 651
    a wazourien bad
  • 56,8%
    anezho a zo merc’hed
  • 63%
    eus ar wazourien bad a labour en diazezadurioù publik lec’hel a zeskadurezh, 37 % er servijoù ha war-dro an hentoù bageal

Melestradurezh ar Rannvro

Ouzhpenn 1 000 gwazour.ez tiriadel a labour er sez hag er servijoù kreiz e Roazhon. Ar velestradurezh rannvroel, dindan aotrouniezh pennrener ar servijoù, a zo enni 17 renerezh o deus karg da brientiñ an divizoù ha studiañ an teuliadoù a vez votet gant an dilennidi, a-raok lakaat ar politikerezhioù rannvroel e pleustr.

Roll ar renerezhioù

Gwazourien ar Rannvro el liseoù hag er porzhioù

Er Rannvroioù e oa bet fiziet gant ar Stad, e 2006, an degemer, an herberc’hiañ, ar c’hempenn hag ar pretiañ el liseoù, ar porzhioù hag an aerborzhioù rannvroel, ar stummadurioù war ar yec’hed hag ar skoazellerezh ha servij renabliñ ar glad. Neuze e implij ar Rannvro :

  • 2 700 gwazour.ez, teknikourien ha micherourien ar servijoù (TMS) el liseoù publik eus ar rannvro a-bezh, un ugent den bennak hag a labour e servij renabliñ ar glad sevenadurel,
  • Un tri-ugent den bennak evit porzhioù-kenwerzh Brest, an Oriant ha Sant-Maloù,
  • Tost da 200 gwazour.ez war-dro an hentoù bageal,
  • Tost da 80 gwazour.ez karget eus an treuzdougen war zouar.

Film institutionnel – Région Bretagne

En pratique