Aller au contenu

Treuzkemmoù : 47 raktres e-kerzh an daou vloaz a zeu

Boued, dour, energiezh : pep hini ac’hanomp a rank kemer perzh en treuzkemmoù d’ober abalamour d’ar cheñchamant hin. Se zo kaoz e vo roet lañs, gant ar galv-mañ da raktresoù, da 47 raktres ac’hann da 2023 hag a lakay maouezed ha gwazed eus Breizh da gemer perzh war ar pemdez.

Les marais de Mousterlin, Fouesnant, Finistere (29)

E miz Gwengolo diwezhañ hon doa lañset, asambles gant AAEME Breizh (ajañs an endro ha mestroniañ an energiezh), Ajañs an dour Liger-Breizh hag Ofis Frañs ar vevliesseurted, ur galv da raktresoù evit broudañ muioc’h-mui a Vretonezed hag a Vretoned da reiñ bec’h evit an treuzkemmoù ekologel. Gallet e vo gant kement-se sikour anezho hag, en tu all d’an dud ha d’ar frammoù a zo e-barzh ar jeu dija, sachañ d’o heul ar re a zo pell diouzh an treuzkemm. Ar pezh a glasker eo lakaat ar geodedourien da vezañ obererien ar cheñchamant, koulz en o-unan hag a-stroll. Diwar 87 raktres lakaet war ar renk ez eus bet dibabet 47. E c’hallit gouzout hiroc’h diwar o fenn !

Kevredigezh ABC (Pondi Kumuniezh)

Krouiñ ha buheziñ ul liorzh pedagogel, ul lec’h evit arnodiñ teknikoù gounit legumaj war zouar bev, eskemm skiant-prenet ha studiañ liesseurted ar vuhez.
39 970 €
Rannvro : 39 970 €

Ajañs Mestroniañ Energiezh Brest SA Rannvro (Brest Meurgêr)
Ar glaoustre “Familh gant o zreuzkemm” evit lakaat an holl dud en un tiegezh d’ober an treuzkemm evel zo dleet e-barzh o c’harter pe o c’humun.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kevredigezh La Part Belle (Mor Bihan – Gwened Tolpad)
Aozañ abadennoù evit sachañ evezh an dud en atantoù, er skolioù, e tiez an douristed pe en embregerezhioù war an treuzkemmoù a sell ouzh an endro, an ekonomiezh, an dachenn sokial.
45 000 €
Rannvro : 45 000 €

Kevredigezh evit broudañ an eztaol dre ar skingomz (Kumuniezh-kumunioù Gourenez Kraozon – Aber ar Stêr-Aon)
Ul labour bedagogel evit lakaat ar skolajidi hag al liseidi, ha selaouerien Radio Evasion d’o heul, d’en em soñjal war dalc’hoù an treuzkemm.
28 173 €
Rannvro : 28 173 €

Atalieroù Fouenant (Kumuniezh-kumunioù bro Fouenant)
Brudañ al “Label d’ober”, ur savenn enluskañ sokial ha micherel diorroet evit stummañ ar geodedourien war doareoù an treuzkemm hag ar pezh a c’haller ober an-unan.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

An Alre Kiberen Douar Atlantel
Krouiñ ur rouedad obererien ha dileuridi er vro evit lakaat an dud da fiñval, dreist-holl gant atalieroù.
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Bevañ mat e Breizh romantel
Diorren ur rouedad keodedourien hag a ro bec’h evit obererezhioù lec’hel ha sikour ar vro da vont war-zu souvereniezh ar boued.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

C2SOL (An Oriant Tolpad-kêrioù)
Aozañ un daeadeg evit broudañ hag aesaat oberoù lec’hel a-berzh embregerezhioù pe keodedourien war dachenn an treuzkemmoù ekologel.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Lambal Douar & Mor
Frammañ ul lusk a genlabour etre strollegezhioù, ar gevredigezh keodedel hag ar geodedourien en-dro d’an treuzkemmoù abalamour da sikour ar cheñchamant boazioù.
50 000 €
AAEME : 50 000

Penn d’an natur (Konk-Kerne Tolpad-kêrioù)
Sikour an dud lec’h m’emaint o vevañ evit ijinañ a-stroll ur mod bevañ hag a zouj lieseurted ar vuhez.
25 000 €
OFB : 20 000 €, Rannvro : 5 000 €

Clim’actions Breizh ar Su (Kistreberzh Kumuniezh)
Sachañ evezh 4 seurt tud (tud yaouank, dilennidi, embregerezhioù, annezidi) war ar pezh a zo e dalc’h gant ar cheñchamant hin.
40 000 €
Rannvro : 40 000 €

Kenstroll labour-douar La Prévalaye (Roazhon Meurgêr)
Diorren ar raktres “La Basse Cour” evit lakaat kornôg Roazhon da vezañ, muioc’h c’hoazh, un takad padus, bevidik ha pedagogel, dre oberoù digor d’an holl.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumuniezh-kumunioù (Aod an Emrodez)
Lakaat ar raktres “Lestrit” e pleustr, ma kinniger d’an dud kemer perzh hervez 3 sujed : annez a-skiant vat, mont muioc’h-mui war velo ha cheñch boazioù e-keñver ar boued.
47 025 €
Rannvro : 34 980 €, ADLB : 12 045 €

Kumuniezh-kumunioù su ar Vro Vigoudenn
Sachañ evezh an dilennidi hag ar wazourien en DPKE hag er c’humunioù, war an dalc’hoù a sell ouzh an natur hag ar sevenadur.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumun Meled
Lakaat lodenn gentañ an Agenda 2030 e pleustr, evit ma vo Meled ur gêr digor d’an holl, sur, gouest da vont dreist ar reuzioù ha padus
18 760 €
Rannvro : 18 760

Konk-Kerne Tolpad-kêrioù
Staliañ un difrae evit ober an treuzkemm o krouiñ gwerjeoù ha ti an treuzkemmoù, ha lañsañ atalieroù perzhek.
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Empreinte (Kumuniezh-kumunioù Traoñ an Il-Elvinieg & Moñforzh Kumuniezh)
Krouiñ enezigoù a freskter savet asambles gant an dud.
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Festival luc’hskeudennoù Gazilieg (Eus an Oud da Vreselien Kumuniezh)
Krouiñ ur festival luc’hskeudennoù bale, gant ur val bedagogel d’e heul war ar 17 pal a-fet diorren padus.
40 000 €
Rannvro : 40 000 €

GAB56 (Mor Bihan – Gwened Tolpad)
Pondi Kumuniezh & Ploermael Kumuniezh
Sachañ evezh implijidi an embregerezhioù war ar cheñchamant boazioù e-keñver ar boued hag en ur mod ledanoc’h war an treuzkemmoù evit an endro hag al labour-douar.
35 291 €
Rannvro : 35 291 €

Kumun Henbont
Arnodiñ diskoulmoù hardizh ha nevezus er c’hêrioù, evit sachañ evezh ar remziadoù yaouank er skolioù war dalc’hoù ar cheñchamant hin.
14 700 €
Rannvro : 14 700 €

Là-haut (Liverieg-Hiliber Kumuniezh)
Lañsañ atalieroù evit sachañ evezh an dud, ur rummad chomadennoù arzel perzhek, ur rouedad obererien eus ar vro hag ul labour enklask-ober ha stummadurioù.
50 000 €
Rannvro : 30 000 € ; OFB : 20 000 €

Koad ar Barzh (Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh)
Kenlabour etre embregerezhioù evit oberoù war dachenn al labour-douar biologel, an degemer tud hag an ekotouristerezh, ar bedagogiezh hag ar stummañ, an neveziñ sokial ha sevenadurel.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Les Prés sur terre (Kistreberzh Kumuniezh)
Kinnig al labour-douar padus (takad naturel gleb, ar peuriñ da ziazez, cheñch doare…) gant tri devezh gweladennoù, prezegennoù hag atalieroù.
11 935 €
ADLB : 11 935 €

Kevre an deskadurezh en Aodoù-an-Arvor (Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù)
Krouiñ daou Dakad Mor Desavadurel asambles gant ar skolioù La Vigie e Binig-Staol ha Porzh Horel e Plerin.
16 448 €
Rannvro : 16 448 €

Mady & Co (An Oriant Tolpad-kêrioù)
Broudañ ar cheñchamantoù boazioù dre ur programm deskiñ an treuzkemmoù e-keñver ar boued, al labour-douar hag an ekologiezh.
38 570 €
Rannvro : 38 570 €

Kumun Kombrid
Krouiñ ur verje gumunel evel ur benveg pedagogel, lañsañ ur glaoustre “energiezh” ha digeriñ ur c’hafe-dresañ.
4 985 €
Rannvro : 4 985 €

Kumun Felger
Lañsañ oberoù evit adskoulmañ liammoù etre an natur bev hag an dud : renabliñ, plantañ, jestroù fur evit espern an dour
50 000 €
Rannvro : 38 000 € ; ADLB : 12 000 €

Kumun Lalieg
Diorren raktresoù evit adreiñ lañs d’ar vuhez liesseurt koulz war zouar hag en dour, gant chanterioù perzhek evel plantañ girzhier, hadañ e-harz ar mogerioù
50 000 €
Rannvro : 28 055 € ; ADLB : 21 945 €

Kumun Lare
Adimplijout tachennoù dilezet, d’ober takadoù distanañ digor d’an holl e meur a lec’h er gumun : eko-peuriñ, gwerjez voutin, takad foran kempennet.
16 780 €
Rannvro : 16 780 €

Kumun Plelann-Veur
Labourat asambles gant bed al labour-douar, ar familhoù (balebus hag espern dour), an dud a zo o chom e lojeiz stroll hag ar genwerzhourien.
50 000 €
ADLB : 25 635 € ; Rannvro : 24 365 €

Kumun Ploufragan
Diorren ur programm oberoù, en o zouez sevel ur bodad-labour keodedel, lañsañ ur budjed perzhek ha chanterioù evit mad an holl.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumun Sant-Senour
Diorren ar raktres “Place au village” evit sikour an treuzkemmoù ekologel ha energiezhel e buhez pemdez tud Sant-Senour.
24 700 €
Rannvro : 24 700 €

Ti ar beveziñ & an endro (MCE) (Roazhon Meurgêr)
Lakaat “Degemer mat en treuzkemm” e pleustr, a zo ur rummad dorioù digor perzhek war meur a dem hag a sell ouzh meurgêr Roazhon.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Moñforzh Kumuniezh
Krouiñ ti ar fiñvusted evit kelaouiñ, sikour hag aliañ an dud war ar fiñvusted.
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Bro Traoñiennoù ar Gwilen
Lañsañ oberoù war an treuzkemmoù ekologek ha kevredigezhel gant un tiriad hag a warez an danvezioù a zo ennañ.
50 000 €
Rannvro : 40 138 €, ADLB : 9 862 €

Pol kenlabour ha neveziñ ekonomikel & sokial e Bro Brest
Diorren ur benveg buheziñ boutin d’an tiriad en ul lec’h gouestlet d’an treuzkemmoù abalamour da sikour ober un treuzkemm reizhiadel ha padus war an tiriad.
43 000 €
Rannvro : 43 000 €

Pol frouezh Breizh (Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Kemperle & Pondi Kumuniezh)
Lañsañ un arsellva perzhek war ar frouezh er vro evit sachañ evezh an dud hag ober traoù fetis evit gwareziñ an ekoreizhiadoù.
22 785 €
OFB : 22 785 €

Maen ar Boudiged Kumuniezh
Lakaat ur raktres e pleustr evit reiñ lañs d’ur rouedad kannaded an hin evit sikour an dud er cheñchamantoù ha degas skiant-prenet war ar pezh a zo e dalc’h gant an treuzkemmoù
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Sindikad departamant an energiezh 35
Seveniñ ur programm pedagogel hag a ginnig abadennoù da sachañ evezh ar skolidi e klasoù etre 1 ha 2 en Il-ha-Gwilen war an dalc’hoù a-fet energiezh hag hin
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Sindikad kemmesk evit merañ Park natur rannvroel ar Mor Bihan
Krouiñ ul lusk gant obererien ar vro en-dro d’an difrae “One Health”.
49 800 €
Rannvro : 49 800 €

Ty Pouce (Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Kemperle)
Krouiñ un trede-lec’h evit bodañ ur feurm vihan hag ur c’hafe-preti kengret.
20 000 €
OFB : 20 000 €

Unvaniezh lec’hel buheziñ Lanneur (Montroulez kumuniezh)
Sikour an dud e bro Montroulez hag e Treger da vont war-zu an treuzkemm sokial hag evit an endro, dreist-holl gant “klaoustre ar familhoù”
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Unvaniezh rannvroel ar C’hreizennoù pad a intrudu evit an endro e Breizh
Lañsañ ur c’houlzad evit sachañ evezh ar valeanterien e Breizh a-bezh war ar jestroù ekologel fur.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Glas warc’hoazh (Kumuniezh-kumunioù bro Landerne-Daoulaz)
Lañsañ an daeadeg “Glas warc’hoazh ” a zo ur c’houlzad evit sachañ, bep bloaz, evezh an dud war dalc’hoù an treuzkemm ekologel hag an oberoù a-stroll, a-hiniennoù pe er familh.
43 600 €
Rannvro : 43 600 €

Vert le jardin (Brest Meurgêr, Roazhon Meurgêr & Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù)
Sikour raktresoù a-stroll a-fet labour-douar e kêr e meur a vro : liorzhoù a-stroll evit produiñ, gwerjezoù pe kludegoù e kêr…
48 000 €
Rannvro : 48 000 €

Wimoov (Poc’hêr kumuniezh)
Lañsañ oberoù nevez gant ar savenn eko-fiñvusted ebarzhus graet evit sikour an dud vresk da dremen dreist ar skoilhoù war hent al labour pe ar stummañ.
10 000 €
Rannvro : 10 000 €

Ystopia (Douarnenez Kumuniezh)
Lañsañ oberoù evit sachañ evezh an dud war gwarez ar morioù ha liesseurted ar vuhez, dreist-holl gant ar plankton.
50 000 €
Rannvro : 32 655 € ; ADLB : 17 335 €

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ