Aller au contenu

75 Trofe « zero fito » 2022 evit kumunioù Breizh !

75 a gumunioù hag a etrekumunioù nevez zo bet anavezet « zero fito » e 2022, diwar vremañ neuze ez eus ouzhpenn 80% eus ar c’humunioù e Breizh hag a zo krog gant an obererezh youlek-se ! Sellit ouzh kartenn ar c’humunioù « zero fito » e Breizh.

Gros plan sur un jardinier arrosant une plate-bande de fleurs

Gant an Trofeoù « Zero Fito » e vroudomp ar strollegezhioù e Breizh, 14 vloaz zo, da ober kuit a broduioù kimiek evit kempenn an takadoù foran : parkoù ha takadoù glas, beredoù, tachennoù-sport. Evit en ober e roomp arc’hant, da skouer, evit aliañ ha stummañ gwazourien ar strollegezhioù war an teknikoù dilouzaouiñ difer. Gourc’hemennoù d’ar 534 a gumunioù « zero fito » (1,8 M a dud enno), diwar ar 1 208 a gumunioù a zo e Breizh, a zo krog gant an obererezh-se en deus ul levezon a-vat war an endro en hor rannvro lec’h m’emañ al lodenn vrasañ eus an dour war-c’horre ha neket danzouar.

Petra eo ar produioù fito ?

Emañ ar produioù fitoyec’hedel e-touez an diastuzerioù kimiek evel an dilouzaouerioù, an diamprevanerioù, ar fouelazherioù, ar produioù enep man pe an temz nann-organek hag a saotr an dourioù. Gant ar Rannvro e vez sikouret ar strollegezhioù da baouez a ober gant kement produ fitoyec’hedel a vefe (bikontroll, labelaet AB hag all).

An 73 a gumunioù Zero Fito 2022

Aodoù-an-Arvor

  • BENAC’H
  • KREHEN
  • GOUDELIN
  • KERFOD
  • LANRELAZ
  • MAEZ-GERAOD
  • MOUSTERUZ
  • PLEHEDEL
  • PLISTIN
  • PLEUVIHAN
  • PLOUNERIN
  • PLOUNEVEZ-KINTIN
  • PLOURIVOU
  • PLUDUNOU
  • PLUVAODAN
  • PONTREV
  • KINTIN
  • SANT-EGANTON
  • SANT-BRIEG
  • SANT-JULUEN-PENTEVR
  • LOKMIKAEL-AN-TRAEZH
  • SANT-KE-PERROZ
  • TADEN
  • TREDUDER
  • TRELÊVERN
  • TRELIVAN
  • EVIAZ

ll-ha-Gwilen

  • BAEN-VEUR
  • GWIKOMM
  • KAMLEC’HIEG
  • BREDUAL
  • GWERC’H-BREIZH
  • FERRED
  • MESNIL-ROC’H
  • PEMPONT
  • PRESPERIEG
  • PONT-PAGAN
  • SANT-ALBIN-ELVINIEG
  • SANT-GREGOR
  • SANT-SINFORIAN
  • TRAOÑ ANAST

Penn-ar-Bed

  • AN ARZHANAOU
  • KOMMANNA
  • GOURLIZON
  • GWILER-KERNE
  • AR RELEG-KERHUON
  • MELLAG
  • PLONEVEZ-AR-FAOU
  • PLOUZENIEL
  • PLOUZIRI
  • PLEGAD-GWERANN
  • MEILH-AR-WERN
  • REDENE
  • LANNURVAN
  • SANT-IVI
  • TAOLE
  • TREBABU
  • TRÊGAD

Mor-Bihan

  • ARZHAL
  • BERRIG
  • KEMPENIEG
  • KAROZH
  • KOLPOÙ
  • ELVEN
  • GOVELIOÙ-LANNOEZ
  • HELEAN
  • ZINZAG-LOKRIST
  • HEZOÙ
  • NOAL-PONDI
  • PLEGADEG
  • REOZ
  • SANT-GWIOÑVARC’H

An DPKE Zero Fito 2022

Penn-ar-Bed : Kumuniezh Lesneven Aod ar Mojennoù
Mor-Bihan : Ploermael Kumuniezh

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ