An dilennidi

Crédit photo : © E Pain / Région Bretagne

83 ezel zo e Kuzul-rannvro Breizh. Bodadenn zivizout ar Rannvro eo, gantañ e vez termenet an heñchadurioù pennañ ha gantañ e vez votet budjed ar Rannvro bep bloaz.

E-touez an 83 a guzulier·ien·ezed er C’huzul-rannvro ez eus 40 maouez ha 43 gwaz. Pep kuzulier·ez-rannvro zo e-barzh unan eus ar c’hwec’h bodad-labour war bep a dem. Bodet e vezont a-raok pep dalc’h evit kendivizout abalamour da sikour ar vodadenn, goude-se, da gompren gwelloc’h poentoù resis.

Er bodad pad ez eus 27 kuzulier·ez-rannvro : ar Prezidant, ar 15 Besprezidant·ez hag 11 kuzulier-rannvro eus an tu gounid hag eus an tu enep. 

Evit ar bodad seveniñ, « gouarnamant » ar Rannvro eo. Choazet e vez e izili gant ar Prezidant, asambles e lakaont divizoù ar vodadenn da dalvezout.

Piv zo er bodad seveniñ ? Piv zo er bodad-mañ-bodad war an tem-mañ-tem ? E peseurt gronn politikel emañ an dilennidi ? Pet maouez zo er bodad pad ? Evit gouzout hiroc’h, taolit ur sell war ar berrdresoù bev a gaver uheloc’h !