Kefridioù

Crédit photo : Simon Cohen

Gwir strollegezhioù eo ar Rannvroioù. Hiziv an deiz ez eus trizek anezho e pennvro Frañs. A-hed ar bloavezhioù eo bet kadarnaet ha sklaeraet o c’hefridioù a sell ouzh peder zachenn dreist-holl : an diorren ekonomikel, ar stummañ kentañ ha dibaouez, kempenn an tiriad, an treuzdougen. Gallout a ra ar Rannvroioù ivez kemer kefridioù all « dre zibab » hag ober war-dro ar sevenadur, ar sport hag ar yezhoù rannvro asambles gant ar strollegezhioù all.

Roll ar Rannvroioù en ho puhez pemdez

Un emdroadur gant 12 deiziad

Gant al lezennoù digreizennañ e 1982 ha 1983 eo deuet ar Rannvro da vezañ ur strollegezh da vat, hep aotrouniezh ar Stad. Kresket eo he roll hag he c’hefridioù bep ma veze votet lezennoù digreizennañ, betek an hini diwezhañ hag a laka kreskiñ barregezhioù an etrekumuniezhoù ha re ar Rannvroioù : un daouad hag a sach muioc’h-mui a draoù d’e heul !

Aller plus loin

Participez à une visite – découverte de la Région dans l’hémicycle des assemblées (groupes)
Un kit pédagogique pour comprendre la Région

En pratique