Yezhoù Breizh

Crédit photo : Franck Betermin

Abaoe 2004 ez eo anavezet ar brezhoneg hag ar gallaoueg da yezhoù Breizh ez ofisiel, evel ar galleg. Mont a reont d’ober hon hêrezh hag a zo pouezus saveteiñ, treuzkas ha kas war-raok. E 2018 e oa bet graet stad an traoù en-dro da-heul an enklask sokioyezhoniel kaset da benn gant TMO Rannvro diwar-benn an ober gant ar brezhoneg hag ar gallaoueg hiziv an deiz. Gant ar roadennoù nevez-mañ hag erbedadennoù Kuzul sevenadurel Breizh e vez maget hor preder evit bastañ muioc’h c’hoazh da ezhommoù ar Vretoned hag ar Bretonezed. E dibenn 2018 e oa bet aprouet durc’hadurioù ur politikerezh yezh nevez evit diorren implij yezhoù Breizh war ar pemdez, ha war bep tachenn eus ar vuhez pemdez.

  • 207 000
    brezhoneger.ez
  • 73%
    eus ar Vretoned a c’houlenn muioc’h a vrezhoneg kelennet er skol
  • 191 000
    gallaoueger.ez