Ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez zo krog ganti

Ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez (ABB) krouet en diskar-amzer a vo staliet e Brest. Emañ o paouez votiñ ar budjed kentañ, dezhi da c’hallout kas he c’hefridi da benn : luskat kalz muioc’h a obererezhioù gwareziñ-reneveziñ an endro e Breizh a-bezh !

3
metoù naturel (douar, dour, mor)
21%
eus ar plant hag al loened e riskl da vont da get (334 spesad en arvar)
600k€
eo ar budjed evit bloavezh kentañ ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez

Plant ha loened a-leizh hag a bep seurt, evel na vez ket pep lec’h, a gaver e Breizh met 21% eus ar spesadoù-se zo e riskl da vont da get, ha mennet eo Breizh pa’z eo mall bras gwareziñ anezho : emañ e-touez ar Rannvroioù o deus graet o mad eus an digarez da grouiñ un ajañs rannvroel evit liesseurted ar vuhez gant ar Stad hag Ofis Frañs evit liesseurted ar vuhez. Lañset eo an traoù ! Da-heul ur c’houlz arnodiñ e-pad daou vloaz, kaset da benn asambles gant an holl obererien a gaver e Breizh (kevredigezhioù hag a labour war dachenn an endro, strollegezhioù, pleustrerien…), e oa bet bodet an Ajañs d’ar 14 a viz Genver evit he c’huzul-merañ kentañ.

Ur programm resis en-dro da 3 c’hefridi

Votet e oa bet he budjed kentañ ganti eno (600 k€) : peadra zo aze gant he skipailh, a zo 9 den ennañ, da seveniñ ur programm obererezhioù evit buanaat ar pezh a sell ouzh gwareziñ-reneveziñ ar meteier naturel, en-dro da deir c’hefridi pennañ :

  • Kreñvaat ar c’henlabour abalamour da lakaat raktresoù nevez da zont war wel en tiriadoù,
  • Broudañ ar pezh a sell ouzh diorren programmoù gwareziñ-reneveziñ youlek
  • Kreñvaat al lañs evit liesseurted ar vuhez.

Daou benn

Dilennet he deus an Ajañs he frezidant Thierry Burlot, a-hend-all besprezidant Rannvro Breizh evit an endro ha liesseurted ar vuhez, hag he besprezidantez Sylvie Detoc, renerez rannvroel Ofis Frañs evit liesseurted ar vuhez

VIDEO : SIKOUR AR RAKTRESOÙ

Une agence de la biodiversité pour démultiplier l’action en Bretagne

Penaos e vo kreñvaet, gant Ajañs Breizh, ar c’henlabour etre obererien liesseurted ar vuhez hag ar sikour da raktresoù an tiriadoù ? Ar respont zo er video, gant div skouer fetis eus an oberoù a c’hallo bezañ sikouret ganti e lec’h all e Breizh : ar steuñvenn douar ha dour gant Traoñ an Il-Elvinieg e garzhaoueg Breizh (Il-ha-Gwilen) hag an takad mor desavadurel e Tregon evit an arvor (Su Penn-ar-Bed).