Filtre en cours : Particuliers


  1. Energiezh
    War-zu diorren an hidrogen nevezadus

    Da-geñver Breizh COP ez eus bet studiet a-dost, gant Rannvro Breizh, penaos diorren an hidrogen pa’z eo un dra a bouez evit ar c’hemmesk energetek da zont, evit produiñ nebeutoc’h a garbon, dreist-holl war dachenn an treuzdougen. Da-heul disoc’hoù ar studiadenn ez eo ar pal bremañ mont pelloc’h gant an oberoù nevezus ha sikour obererien nevez da-he...

    Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  2. Stummañ ha Neveziñ
    Galv da raktresoù evit an ijinouriezh war ar stummañ micherel nevezus

    Abalamour da vezañ prest p’en em gav cheñchamantoù bras en ekonomiezh ha broudañ an diorren e Breizh en ur sikour an dud a vicher da greskiñ o barregezh, ez eus lañset ur galv da raktresoù « Ijinouriezh war ar Stummañ Micherel ha kinnigoù a-fet Skoazell Nevezus » gant ar Rannvro, asambles gant Bank an tiriadoù.

    Lire la suite


  3. Ingalded paotred merc’hed
    Breizh a vroud ar merc’hed da embreger

    Femme posant une bouteille sur une étagère.

    Da-geñver ar Saloñs Embreger er C’hornôg eo bet sinet an 3e steuñv ober rannvro evit broudañ ar merc’hed da embreger, gant Breizh hag he c’hevelerien. Ar pal eo gwelet 40% a verc’hed e-touez ar grouerien embregerezhioù ac’hann da 2020.

    Emploi  Économie 

    Lire la suite


  4. Bodadenn
    Dalc’h an 10 a viz Here 2019 berr-ha-berr

    Mirvaoù naturel, endro, steuñv yaouankiz, produioù fitoyec’hed, Skol-veur Niverel Breizh... kaoz a oa bet eus an holl sujedoù-se gant an dilennidi da-geñver an dalc’h a oa bet en Ostel Courcy d’an 10 a viz Here 2019.

    Lire la suite


  5. Lañs gant an tiriadoù
    Degas buhez adarre e kreiz ar bourkoù : al loreidi e 2019

    Kreiz-kêr Malastred

    Da-heul an eil galv da vont war ar renk a oa bet embannet evit degas nerzh adarre e kreiz ar bourkoù e Breizh ez eus bet dibabet 70 raktres nevez. Ar pal eo degas styartijenn adarre e kreiz ar bourkoù gant oberoù hag a sell ouzh al lojeiz, ar c’henwerzh hag ar servijoù. Kit da welet an 70 raktres a zo bet dibabet ar bloaz-mañ.

    Territoire 

    Lire la suite


  6. Treuzdougen ha monedone
    Gar Roazhon o tont war wel

    War-lerc’h pevar bloavezh labourioù emañ ar chanter e gar Roazhon oc’h echuiñ. Graet eo ar pol eskemmoù liesvod-se (PEL) evit un dra : aesaat hag eeunaat d’an holl mont ha dont, forzh peseurt doare treuzdougen e vefe. Emgav a-benn an 3 a viz Gouere evit al lid-digeriñ !

    Lire la suite


  7. Keleier keodedel
    Karr Breizh : ar Rannvro o vont davet merc’hed ha paotred Breizh

    Visuel Karr Breizh

    Mont davet ar geodedourien abalamour da zisplegañ dezho petra eo kefridioù ar Rannvro ha peseurt servijoù hag alioù a c’hall-hi degas dezho : sed aze ar soñj a zo deuet gant ar C’huzul-rannvro a ginnig pevar emgav er pevar departamant a ya d’ober ar rannvro, etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 6 a viz Gouere.

    Lire la suite


  8. Bodadenn
    Dalc’h an 20 hag 21 a viz Mezheven 2019 berr-ha-berr

    Loïg Chensais-Girard en session

    E-kerzh an dalc’h-se e oa bet kendivizet gant an dilennidi diwar-benn Breizh Kas Uhel-kenañ, Ajañs ar vevliesseurted e Breizh, Steuñv energiezh al liseoù, nevesaat glad Breizh, dizarbenn ha merañ al lastez... Sellit amañ ouzh ar c’hendivizoù hag an divizadoù pennañ a oa bet e dalc’h miz Mezheven 2019.

    Lire la suite


  9. Endro
    Copie de Loreidi Trofeoù an diorren padus e Breizh

    Affiche des 13e Trophées bretons du développement durable

    D’an 3 a viz Du e oa bet garedonet pemp raktres skouerius gant 10vet trofeoù an diorren padus e Breizh.

    Agenda 21  Développement durable 

    Lire la suite


  10. Filierenn vicherel
    Micherioù arz : ur bazenn nevez evit frammañ ar filierenn

    Femme travaillant sur un mécanisme d'horlogerie

    Prierezh, arrebeuri ha kinklañ, bizaouierezh, orfeberezh-horolajerezh, gwiaderezh... E Breizh e vez kavet stank ar micherioù arz. Evit frammañ ar filierenn ekonomikel-se en un doare gwelloc’h e talc’h ar Rannvro ha Kambr rannvroel ar micherioù hag an artizanerezh da labourat asambles evit skoazellañ an dud a vicher.

    Arts  Formation 

    Lire la suite