Hon engouestloù evit ar sport e breizh

Souten gwellentez breizh

Labourat a reomp war ar pemdez evit gwellaat live ar sport e Breizh, a zo uhel anezhañ dija. Lakaet hon eus skoazelloù ha stignadoù a bep seurt e plas evit sikour ar sportourien a live uhel aotreet er c’hluboù breton, ar poloù diazezet e Breizh pe c’hoazh ar c’hluboù a zo renket er rummadoù uhelañ en o diskiblezh.

Souten “Sport Breizh”

Ar Strollad a Laz Foran « Sport Breizh » a oa bet krouet gant ar gendivizad diazezañ sinet d’an 30 a viz Here 2010 etre Kuzul-rannvro Breizh, ar Stad ha 17 ezel all (strollegezhioù, skolioù deskadurezh uhel, frammoù ezel eus luskad ar sport e Breizh).

War peder zachenn e labour al laz-mañ :
• Gwellekaat disoc’hoù ha sikour ar sportourien a live uhel ;
• Stummañ war micherioù ar sport ;
• Degemer ar stajoù aozet gant luskad ar sport ha gant ar c’hevredigezhioù yaouankiz ha deskadurezh pobl.

Sikour luskad ar sport da vont war-zu ur pleustr padus

Labourat asambles gant PROS Breizh hag ar c’hevreoù rannvroel, sikour aozañ ar c’hampionadoù e Breizh, souten aozerien ar c’henstrivadegoù sport broadel hag etrebroadel… Skoazellet e vez luskad ar sport e Breizh war pep live. Un harp dibar a vez roet d’ar sport er skolioù dre ur skoazell vras d’ar C’hevreoù rannvroel USSK, UBSS, UHSDP, Sport Skolveuriek, ur skoazell ouzhpenn evit ar frejoù mont-ha-dont d’ar c’hampionadoù skol e Frañs hag evit aozañ kampionadoù a seurt-se e Breizh.

Oberourien ar sport a vez skoazellet gant hor politikerezh war o zachenn. Gantañ e vezont sikouret da vont war-raok gant an treuzkemmoù ha da zelc’her kont en un doare efedusoc’h dalc’hoù an diorren padus en o mont en-dro. Kement-se a vez graet diouzh pennaennoù ar Breizh Cop.

Reneveziñ parkad an dafar sport

N’eo ket nevez-flamm parkad an dafar sport e Breizh : 41% eus ar staliadurioù zo en tu all da 35 bloaz. Ret eo modernaat an aveadurioù, da bep hini da gaout tro d’ober sport, hag evit aozañ matchoù pe darvoudoù a live uhel. Perzh hon eus el labour-se.

Gant hor steuñv war an aveadurioù sport e lakaomp ar pouez war al labourioù reneveziñ, evit ar staliadurioù a zo anezho dija, hag ar sevel dafar nevez, e liamm gant ar c’hluboù breton bet labelaet ganomp.

Aozet ez eus bet ur steuñv da vodernaat an aveadurioù da-geñver ar C’hoarioù olimpek ha paralimpek Pariz 2024 : un degouezh dibar eo evit souten ar C’hreizennoù Prientiñ d’ar C’hoarioù e Pariz 2024, anavezet ent ofisiel gant Poellgor aozañ ar C’hoarioù Olimpek ha Paralimpek.

A-hend-all e kinnigomp ur skoazell d’ar C’hevreoù rannvroel, dezho da brenañ dafar sport ha yec’hed : ur skoazell talvoudus-kenañ eo evit reiñ lañs da bleustr ar sport e Breizh a-bezh.

Aozañ gouarnerezh nevez ar sport e Breizh

Gant Rannvro Breizh e vez bleinet kuzuliadeg rannvroel ar sport, diazezet gant dekred an 20 a viz Here 2020. Se zo kaoz he deus kenurzhiet al labour evit kinnig an teulioù strategel meur a vez goulennet gant Ajañs Vroadel ar Sport : Diagnostik ar c’hinnig sportoù e Breizh hag ar Raktres Sport Tiriadel. Gant ar raktres-se e oa bet lakaet war wel tri chanter da vezañ graet war o zro kentañ-wellañ : « Ar pleustroù korf ha sport, ur benveg evit ar yec’hed foran hag an enframmañ » ; « Sikour lakaat cheñch patrom ar sport » ; « Ar sport, un hent da zesachañ tud ha da vrudañ Breizh »