Aller au contenu

Ar brezhoneg hag ar gallaoueg, div yezh rannvro e-touez ur bern re all en Europa

En Europa ez eus 450 milion a dud hag a ra gant 24 yezh ofisiel ha gant kalz a yezhoù hag a reer yezhoù bihanniver pe rannvro anezho. Gwarezet e vez ar re ziwezhañ-se ouzhpenn 30 vloaz zo gant ur garta ha n’eo ket bet peurwiriekaet gant Frañs gwech ebet. Met gallout a rafe an traoù cheñch…

Thomas Crabot. E Breizh e c’haller deskiñ douaroniezh Europa e brezhoneg.

> Quizz : People, tradition, langues et folklore… Testez vos connaissances sur l’Europe !

« Yezh Europa eo an treiñ », en doa lavaret Umberto Eco. Re wir eo bepred : daoust ma vez komzet globish e pep lec’h e vez implijet gant an ensavadurioù europat miliadoù a jubennourien, hag a dro kantadoù a brezegennoù.

Gant o labour e c’hall ar geodedourien ober gant an holl deulioù troet er 24 « yezh ofisiel » a zo anezho en UE, saozneg hag all c’hoazh peogwir e vez komzet en Iwerzhon hag e Malta.

L’allemand, l’anglais, le bulgare, le croate, le danois, l’espagnol, l’estonien, le finnois, le français, le grec, le hongrois, l’irlandais, l’italien, le letton, le lituanien, le maltais, le néerlandais, le polonais, le portugais, le roumain, le slovaque, le slovène, le suédois et le tchèque.

Ar c’hatalaneg, ur yezh ofisiel en UE un deiz bennak ?

Abaoe 2013 hag abaoe m’emañ Krotia en UE, n’eus bet yezh all ebet oc’h erruout e-touez ar 27. Ha p’en defe c’hoant gouarnamant Spagn, pe ha pa vefe oc’h itrikañ evel ma lavarfe tud zo, d’ober yezhoù ofisiel eus ar c’hatalaneg (9,1M a yezherien), eus ar galizeg (2,6M) hag eus an euskareg (1,1M), ne zlefe cheñch netra en afer-se.

Rak e miz Gwengolo tremenet e oa bet lakaet harz d’ar goulenn-se gant ministred an Aferioù europat evit ur pennad – met hep lakaat ur gwir veto war an dra–se – war-zigarez ma koustfe ker ha ma vefe efedoù da-heul war ar gwir Anez komz eus an aon o soñjal e c’hallfe “kreskiñ tamm-ha-tamm pa’z eus 8 % eus keodedourien an UE hag a zo ezel ur vinorelezh hag a zifenn o yezh dezho, evel ma oa bet skrivet d’ar mare-se gant Le Monde

Da c’houzout 💡 : E 2005 e oa deuet ar gouezeleg da yezh ofisiel en UE daoust m’emañ Iwerzhon enni abaoe 1973. Deroet e oa bet ar statud-se dezhañ daou vloaz diwezhatoc’h gant un disdalc’h liammet ouzh an diouer a dud a ra gantañ. N’eo nemet adalek 2022 e vez troet an holl deulioù en iwerzhoneg, ouzhpenn ar feurioù-emglev

> Lenn ivez – Rannvro Breizh engouestlet evit treuzkas ar brezhoneg ha stummañ yezherien

“Ar galleg eo yezh ar Republik”

Gant Kuzul Europa, a zo disheñvel diouzh UE (46 Stad ezel zo ennañ), e voe savet ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver e 1992.

Elle œuvre pour la “protection et la promotion des langues employées par des minorités traditionnelles”, dont certaines sont en voie d’extinction, ou sérieusement en danger, à l’image du breton et du gallo, selon l’Unesco.

> P’emaomp ganti – Ar gallaoueg, ur yezh evit ar re gozh ? N’eo ket ken sur-se… 

Yezhoù bihanniver pe rannvro : eus petra e vez komzet dre just ?

Degemeret eo bet an div droienn gant Kuzul Europa hep na vefe lakaet kemm etrezo evit respont d’al “liesseurted a sell ouzh hengounioù, gwirvoudoù, termenoù ha dibaboù ideologel he Stadoù ezel”, hervez al levr Identifier et catégoriser les langues minoritaires en Europe.

Renket eo ar yezhoù bihanniver pe rannvro e tri rummad, hervez al lec’hienn vie-publique.fr :

  • Ar yezhoù dibar d’ur vro : euskareg, brezhoneg, katalaneg, frizeg, sardeg,
    kembraeg ha kement zo,
  • Ar yezhoù komzet gant ur bihanniver en ur Stad ezel, hag o deus ur statud ofisiel e Stadoù all : an alamaneg en Danmark, ar sloveneg en Aostria, ar galleg e Traoñienn Aosta, ha kement zo,
  • Yezhoù nann tiriadel ar c’humuniezhioù rom pe yuzev : ar yiddish, ar romanieg.

Hervez Kuzul Europa ez eus war-dro pevar-ugent yezh hag a zo lakaet dindan warez e Garta, anez engouestl furmel ebet a-berzh ar Stadoù na redi ebet evito. En UE, hag enni hepken, e vefe war-dro tri-ugent yezh vihanniver hervez ar mod m’int bet kontet gant ar C’huzul.

Evit gouzout hiroc’h war an danvez-mañ 🧠 : ne gemerer ket na rannyezhoù yezh(où) ofisiel ar Stad, na yezhoù an embroidi e kont met ar yezhoù eus Europa hepken. Da lavaret eo evit Frañs : an euskareg, ar brezhoneg, ar c’hatalaneg, ar c’horseg, an nederlandeg, an alamaneg hag an okitaneg.

Frañs he doa sinet ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro ha bihanniver e 1999, met n’eo ket bet peurwiriekaet gwech ebet ganti, rak kontrol eo da vellad 2 ar Vonreizh m’eo merket ez eo “ar galleg yezh ar Republik”.

> Evit mont pelloc’h – Breton “ar santimant am eus da gaout un identelezh difer, disheñvel diouzh an identelezh c’hall”

Araokadennoù evit ar yezhoù rannvro e Frañs

E 2008, koulskoude, e oa bet lakaet ar yezhoù rannvro da vont e “glad Frañs” gant un daskemmad er Vonreizh. Met e 2015, daoust da bromesaoù François Hollande, e oa bet lakaet harz, ur wech ouzhpenn, da beurwiriekadur ar Garta europat. Bloavezhioù diwezhatoc’h, pa oa bet o kabaliñ evit e respetad kentañ, en doa graet Emmanuel Macron anv eus ar yezhoù rannvro a zle “gallout bevañ er Republik, anez lakaat, e mod ebet, ar galleg en arvar met en ur lakaat hol liesseurted hag hor pinvidigezh da fraoñval.”

Sevel a rae a-du ivez gant peurwierekadur Karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Ha goude se, netra ken… betek miz Gwengolo tremenet. En Aiacciu e oa bet an diskan “war un dro” gant ar Prezidant p’en doa graet anv eus un “emrenerezh evit Korsika hag er Republik”. Ne zisoc’h netra c’hoazh, met gallout a rafe bezañ graet diwar kenofisielaat ar c’horseg hag e-se peurwiriekaat ar Garta europat..

Un digoradur evit ar brezhoneg – goude beaj ar prezidant e Korsika ez eus bet rentet, gant ur strollad labour treuzstrolladoù, un danevell war emrenerezh Breizh – ha war holl yezhoù rannvro Frañs, a c’hall diwar vremañ soñjal kaout ur gwir stadud. Da c’hortoz, ha muioc’h eget biskoazh, e kendalc’h Rannvro Breizh gant hec’h engouestl evit saveteiñ ha treuzkas ar gallaoueg hag ar brezhoneg.

> Lenn ivez – Vous souhaitez trouver ou exercer un travail grâce à la langue bretonne ? Kavout ho stummadur !

13M a eurioù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Gant Rannvro Breizh ez eus bet votet ur steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh, ur steuñv hardizh anezhañ, evit ar maread 2024-2027. 13M€ a vo roet evit treuzkas yezhoù Breizh gant ar c’helenn hag ar stummañ, hag abalamour da lakaat implijout anezho muioc’h er vuhez pemdez. Kaset e vo oberoù a-leizh da benn ivez evit stummañ muioc’h a dud deuet hag a vugale war ar yezhoù-se. Evit ar gallaoueg e fell deomp ivez sachañ evezh 3000 skoliad eus ar 1añ derez ac’hann da 2027, e-skoaz 1250 en deiz hiziv.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ