Dalc’h an 28 a viz Mezheven berr-ha-berr
15 Gouere 2024
4 vunut evit lenn
Dilennidi ar rannvro o deus kemeret disentezioù diwar-benn temoù talvoudus-bras evit an amzer-da-zont e Breizh : an arc’hant a vo lakaet evit reiñ lañs d’an doareoù mont-ha-dont meneget er rann gouestlet dezho e-barzh ar Gevrat Steuñv Stad-Rannvro (KSSR), adwelet politikerezh ar Rannvro e-keñver ar c’hinnig stummadur micherel kentañ, hag an oberoù boulc’het evit skoazellañ adneveziñ ar flodilh pesketa breton.
Fiñvusted : tost da 700 M€ evit an danframmoù treuzdougen
Votet e oa bet al lodenn eus ar Gevrat steuñv Stad-Rannvro (KSSR) gouestlet d’ar fiñvusted, goude un hir a labour. E-barzh dasparzh an arc’hantaouiñ e weler e vo lakaet da vat 682 M€ (233 M€ gant ar Stad, 233 M€ gant ar Rannvro, 80 M€ gant ar Rouedad SNCF, 136 M€ gant ar strollegezhioù) ha frammet eo en-dro da 4 hent pennañ :
- Reiñ lañs da implij an tren ha diorren danframmoù an hentoù-houarn evit harpañ cheñchamant ar boazioù implij a-fet modoù treuzdougen,
- Gwellaat an doareoù da vont betek beg Breizh ha Kreiz-Breizh,
- Gwarantiñ un deservij resis ha padus e pep bro,
- Kregiñ e-barzh dalc’h ar fred. An tri c’hard eus an arc’hant postet a vo lakaet evit an treuzdougen a-stroll war an hentoù-houarn hag evit ar roudennoù divrodegoù.
📖 DA LENN IVEZ :
Roazhon – Ar Gerveur ha distreiñ : ober anaoudegezh gant implijerien BreizhGo !
Kartenn nevez ar stummadurioù micherel el liseoù
Dre ar stummañ micherel el lise e c’hall ar re yaouank deskiñ ar barregezhioù hag an troioù micher a zo ezhomm evit kavout buan o flas e bed al labour, ha war un dro bastañ d’an ezhommoù en embregerezhioù hag er gennadoù ekonomikel. Ar stummadurioù-se a sell ouzh 49 000 skoliad diwar 140 500 e-barzh an 240 lise breton, met hiziv an deiz ez eus un diouer a vrud evit filierennoù zo, daoust m’int tachennoù ma kaver labour.
Fellout a ra din kaout un treuzskrivadur eus ar media a-us.Goulenn
Evit diskoulmañ ar gudenn-se e oa bet aprouet, gant ar Rannvro ha pennoù an akademiezh, ur gartenn nevez evit ar stummadurioù micherel kentañ a vez kinniget el liseoù e Breizh, hag a oa bet savet evit brudañ ar filierennoù lakaet da briorek e-barzh Strategiezh rannvroel an treuzkemmoù ekonomikel ha sokial.
Breizh Up Pesketaerezh, ur font postañ evit skoazellañ ar pesketaerezh artizanel e Breizh
“Breizh, da lavaret eo 1 200 bag ha 4 300 martolod-pesketaer. Breizh, da lavaret eo 75% eus ar bigi dindan 12 metr ha 2% brasoc’h eget 33 metr. Breizh, da lavaret eo ur pesketaerezh lec’hel hag a vez o talañ c’hoazh ouzh ar pesketaerezh bedelaet.”
Gant ar c’homzoù-se eo en doa adembannet Loïg Chesnais-Girard e soñj e-kerzh dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro, ha lavaret pegen talvoudus eo ar filierenn-se ha pegen mennet eo-eñ evit kemer perzh en amzer-da-zont ar pesketaerezh hag an dourc’hounezerezh e Breizh. Ur gennad talvoudus-tre eo evit souvereniezh ar boued ha hiziv an deiz e rank an dud ennañ plediñ gant dalc’hoù a bouez bras evit delc’her da vont war-raok.
Ar Rannvro e vo ar c’hevranneg nemetañ evit ar font postañ Breizh Up Pesketaerezh a vo implijet neuze evit skoazellañ an embregerezhioù bihan hag etre er gennad-se, da lavaret eo an embregerezhioù pesketaerezh artizanel a ya d’ober al lodenn vrasañ eus ar flodilh e Breizh. Breizh Up Pesketaerezh a c’hallo postañ arc’hant, gant ur c’heveler prevez bewech, evit skoazellañ ar paramanterezhioù breizhat pa vint e-sell da sevel pe da brenañ bigi ha ne lonkont ket kement a energiezh, abalamour m’emañ an 3/4 eus bigi ar flodilh breizhat en tu all da 20 vloaz.
📖 DA LENN IVEZ :
Pesketaerezh : “Priz an trelosk, priz an ostilhoù : pep tra zo aet war geraat”
Gwelet dalc’h hollek an 28 a viz Mezheven dre ar munud
Rannañ :