Stourm enep ar feulster ouzh ar merc’hed : Breizh o reiñ bec’h
13 Kerzu 2021
5 vunut evit lenn
Ur mare a bouez evit sachañ evezh an dud ha lakaat anezho da reiñ bec’h eo an devezh gouestlet d’ar stourm evit paouez gant ar feulster ouzh ar merc’hed. An deiz-se e vez galvet an holl er bed, koulz merc’hed ha paotred, d’ober traoù. Gwelet a reer splann pegen nec’hus eo bepred, koulz e Frañs hag e Breizh, rak-se e vez kaset oberoù da benn a-hed ar bloaz evit gwellaat ar pezh a sell ouzh dizarbenn, selaou ha sikour ar reuziedezed.
Hevez Aozadur ar broadoù unanet en deus lañset an devezh-se, « tost d’ur vaouez diwar deir zo bet gwalldretet e-kerzh he buhez. Pa vez un enkadenn ez a ar sifroù-se war greskiñ, evel ma’z eus bet gwelet e-pad pandemiezh ar C’HOVID-19 hag e-pad ar brezelioù diwezhañ, an enkadennoù denel hag ar gwallreuzioù liammet ouzh an hin. […]
Hiziv an deiz emañ ar feulster ouzh ar maouezed hag ar merc’hed yaouank e-touez ar gwalloù a vez graet ar stankañ da wirioù an dud. Unan eus ar re a vez disklêriet an nebeutañ dreist-holl abalamour na vez ket kastizet kalz, tavet e vez warnañ ha degaset e vez brud fall ha mezh war ar reuziedezed. »
Pa’z eo nec’hus stad an traoù bepred e vez roet bec’h war an dachenn
E Frañs e weler dre ar sifroù pegen kriz eo an traoù : bep 3 devezh e varv ur vaouez bet gwalldretet gant he fried pe he fried kozh. Gwalldretet e vez ar vugale war ar memes tro : e 2020 e oa bet lazhet 14 bugel.
Evel ma lenner en danevell war an ingalded maouezed gwazed e 2020 savet gant ar Rannvro, « daoust ma weler niver ar merc’hed bet lazhet o tigreskiñ e Frañs evit ar wech kentañ en ur ober 15 vloaz (102 e 2020 e-kichen 146 e 2019), ez eo aet ar feulster etre priedoù war greskiñ evel biskoazh war ar memes tro (+9%). E-kerzh an daou varead kognañ e oa kresket kalz niver an taolioù feulster etre priedoù hag e diabarzh ar familhoù. Ur c’hresk 9% zo bet ha pa oa krog ar feulster-se da vezañ stankoc’h abaoe an hañv 2019 dija ; kresket eo ivez niver an taolioù feulster revel, dreist-holl niver ar gwalladennoù (+12,5% a sell ouzh major∙ez∙ed, +9,8% a sell ouzh minor∙ez∙ed) a zo aet war greskiñ ivez (+3%). «
Evit talañ ouzh kement-se en ur mod pleustrek ez eus deuet ur youl war wel un tamm e pep lec’h e Breizh. E 2020, pa oa ar gwall blegenn yec’hedel en he gwashañ, e oa bet roet bec’h gant ar rouedad Merc’hed Kerne evit sikour ar maouezed da adsevel o c’hein ha da gavout labour. Krouet ez eus bet ostilhoù nevez, evel an arload nevez Qui-vive evit mont enep an harellerezh er straedoù, e Kemper (29), Roazhon (35) ha Ploufragan (22).
Qui Vive, an arload hezoug evit enrollañ an tagadennoù dre gomz
GantUnvaniezh ar c’hevredigezhioù etresevenadurel e Roazhon (UAIR) o deus gallet maouezed, anezho goulennerezed bod en dienez bras hag a c’houzañv feulster a-berzh o c’hompagnuned, chom hep kousket er straedoù dreist-holl gras da sikour ar c’hreizennoù goulenner∙ien∙ezed bod (CADA – Felger), ar c’hreizennoù sokial hag an ospitalioù (CHU – Sant-Maloù). Evit a sell ouzh an dud a vez feuls gant o fried, digoret ez eus ur greizenn gentañ en Oriant evit ober war o zro (CPACA) er Mor-Bihan hag en Il-ha-Gwilen.
Ar Rannvro dorn-ha-dorn, amañ hag e lec’h all
Harpañ a ra ar Rannvro, gant arc’hant dreist-holl, ar re a ro bec’h e pep lec’h e Breizh : ar C’hreizennoù titouriñ war gwirioù ar merc’hed hag ar familhoù (KTGMF), er pevar departamant (kevread rannvroel KTGMF Breizh), a ginnig ur skoazell digoust war ar gwirioù en 81 lec’h degemer, steuñviñ ar genel, a vez o vroudañ an dud a labour war an tachennoù sokial ha yec’hedel d’en em stummañ war an ingalded maouezed-gwazed, pe c’hoazh ar gevredigezh Amicale du nid a stourm enep al louvigezh e Breizh, dreist-holl gant oberoù diskoachañ ha sikour ar reuzied∙ez∙ed.
Amañ evel e lec’h all emañ dorn-ha-dorn ar Rannvro gant ar maouezed e pep lec’h dre ar bed : ezel eo eus ar rouedad ECVF (Dilenn∙idi∙adezed enep ar feulster ouzh ar merc’hed) a c’houlenn gant an holl strollegezhioù e Breizh reiñ bec’h evit maouezed Afghanistan, sinet he deus un emglev kenlabour gant Voivodelezh (rannvro) Wielkopolska e Polonia, ha diwar se he deus gallet kelaouiñ war ar manifestadegoù a oa bet e ouzhpenn 200 kêr e Polonia e fin 2020, evit ar gwir da ziforc’hañ.
Ur gellig d’ar reuzied∙ez∙ed da zisklêriañ ar feulster revel ha revelour el labour
E fin ar bloaz-mañ, 2021, he deus nevez-savet ar Rannvro ur gellig a-ratozh evit gwazour∙ien∙ezed ar strollegezh, dezho da vezañ selaouet.
Pe o defe gouzañvet pe gwelet ha klevet komzoù, jestroù revelour, droukziforc’hadurioù pe feulster revel pe revelour el lec’h m’emaint o labourat, diwar vremañ e c’hallint kavout ul lec’h ma vo selaouet ha tretet ar pezh o do da zisklêriañ, hep na vefe lakaet o anv war wel, evit gwareziñ ar reuzied∙ez∙ed ha kastizañ an dud o deus graet kement-se. Klotañ a ra an diviz-mañ gant ar pezh a oa bet lavaret gant ar Rannvro e 2018 dija ha gant ar redioù nevez diouzh lezenn ar 6 a viz Eost 2019 diwar-benn treuzfurmiñ ar velestradurezh publik.
Gallout a rit lenn programm an abadennoù da-geñver an devezh enep ar feulster ouzh ar merc’hed evit pep departamant.
Rannañ :