Aller au contenu

Kuzul sevenadurel Breizh : ur skipailh nevez evit 2023/2026 !

E 2009 e oa bet krouet an ensavadur-mañ a zo ur c’huzul aliañ evit brudañ sevenadur Breizh. Emañ o paouez envel e brezidantez nevez e-kerzh ur vodadeg lec’h ma oa ivez Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar Rannvro, ha Béatrice Macé, ar vesprezidantez karget eus ar sevenadur.

Membres du Conseil culturel élus en 2023

Bep tri bloaz e vez cheñchet an hanter eus an 70 a izili a ya d’ober Kuzul sevenadurel Breizh. E penn kentañ 2023 eo bet dilennet Rozenn Millin da brezidantez gant 53 mouezh, dirak an daou zen all a oa war ar renk, Yann ar Meur (5 mouezh) ha Rozenn Leroy (10 mouezh). Dont a ra evel-se war-lerc’h Bernez Rouz. Pell zo e vez ar vaouez-se, 62 vloaz anezhi, ganet e Penn-ar-Bed, graet he studi ganti war an istor, kazetennerez ha produerez, o reiñ bec’h evit saveteiñ ha reiñ lañs d’al liesseurted sevenadurel ha yezhel.

D’ober petra Kuzul sevenadurel Breizh ?

Goulennet e vez e ali digant ar C’huzul sevenadurel diwar-benn kement tra hag a sell ouzh identelezh sevenadurel Breizh hag ar mod da vrudañ anezhi, ha gallout a ra ivez divizout ober war-dro kement tra hag a zo stag ouzh e dachenn blediñ, abalamour da studiañ an traoù ha da reiñ erbedoù. Bodet e vez 4 gwech ar bloaz d’an nebeutañ. Meur a vodad-labour zo ennañ hag a labour war bep a dem disheñvel (Yezhoù Breizh, Treuzkas sevenadurel ha krouiñ e Breizh, sport, touristerezh ha glad, gwirioù sevenadurel, gwirioù yezhel hag all).

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ