Ar brezhoneg a zo unan eus madoù-boutin sevenadurel pennañ Breizh a gaver e pep korn ar vro hag un domani labour eo ivez. Lodenn-vrasañ ar postoù-labour a gaver er c’helenn, koulskoude e kaver muioc’h mui implijoù brezhonek e tachennoù lieseurt : an hanteriñ sevenadurel, ar bugaligoù, ar radioioù, ar c’hleweled hag ivez ar melestradur publik, ar servijoù, h.a.
Deskiñ ha studiañ
A-benn en em stummañ war ar brezhoneg e kaver studioù-skolveuriek, stummerezhioù-hir (6 pe 9 miz) pe damstank ha kentelioù an noz e Breizh a-bezh.
Ar studioù-skolveuriek a vez kinniget e Breizh istorel
Aotreegezh
- Skol-veur Roazhon 2 : Aotreegezh war ar yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurezhioù estren ha rannvroel, hentad brezhoneg ha keltiek
- Skol-veur Breizh Izel (SBI/UBO): Aotreegezh hentad brezhonek hag aotreegezh prientiñ kelennerezh ar skolioù divyezhek (APKS / LPPPE)
Masterioù
- Skol-veur Roazhon 2 : Master war ar yezhoù, al lennegezh ha sevenadurezhioù estren ha rannvroel, hentad brezhoneg ha keltiek
- Skol-veur Breizh Izel (SBI/UBO) : Master war ar sevenadurezhioù estren ha rannvroel, hentad brezhoneg
Opsion war ar brezhoneg
Diplomoù skolveuriek
- Skol-veur Roazhon 2 : Diplom skolveuriek studioù keltiek
- Skol-veur gatolik ar C’hornôg – Gwened (SKK – UCO) : Diplom skolveuriek war ar brezhoneg
Unvez kelenn frank UFK/UEL
CAPES / CAFEP
- INSPE : Master MEEF eil derez ha Master MEEF kentañ derez
Kenstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù divyezhek (KTKS – CRPE)
Agregadur (Kenstrivadeg)
« Kelenn pe enklask eo ma raktres micherel, betek henn. »
✅ Perzhioù mat an aotreegezh
Plijet ‘on bras get an danvezioù a denn deoc’h al lennegezh hag an istor. Pouezus-tre eo bout desket diàr-benn istor al lec’h ma vevomp, e gav din. Ha disachet ‘on bet a viskoazh get al lennegezh hag an istor. Ha lennegezh brav ‘on eus e brezhoneg ! Dianavezet bras eo, ar pezh zo dipitus da vat !
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Plijet bras e vefen ma vefe posubl din labourat e brezhoneg. Ur yezh eo ha ret eo implij anezhi evit ma vevfe. Plijusoc’h e vefe din labourat e brezhoneg eget e galleg zoken, c’hoant am eus implij ar brezhoneg maez ag ar skol ivez. Peotramant e chomo yezh ar skol ha mat pell zo!
👩🎓 An ali d’an danvez studierien·ezed
Krogit ganti alato ! Kelennourion ampart ‘on eus ha kentelioù dedennus !
M’o peus c’hoant kaozeal e brezhoneg ez eo un doare efedus evit deskiñ buan ha mat. Ha ma anavezit dija ar brezhoneg hag o peus c’hoant gouzout hiroc’h diàr-benn ar yezh hag ar vro, an aotregezh a zo un doare dibar d’en ober. Ret eo bout plijet get ar skol memestra, avat. Rak arnodennoù a zo, hag alies !
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
Me a gav ar ger “bobelan” brav spontus 😊
« Sonjal a ran mont pelloc’h war hent an enklask ha diwar benn annyezhouriezh pe mont da vezan kelenner e kentañ derez. »
✅ Perzhioù mat an aotreegezh
Pouezus eo ar gentelioù diwar benn al lennegezh hag ar yezhoniezh (rannyezhouriezh, yezhoniezh, sokioyezhoniezh). An aotreegezh-mañ a zo un digoradur diwar benn bed an enklask ha setu ar pezh talvoudus evidon enni.
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Ret eo deomp lak ar brezhoneg e kreiz ar gevredigezh hag bed al labour evit difenn anezhañ hag evit rein un tamm brud vat dezhañ ivez.
👩🎓 An ali d’an danvez studierien·ezed
Lenn ha selaou traou e brezhoneg hag arabat kaout aon da sevel goulennoù.
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
Hep brezhoneg Breizh ebet.
« Fellout a rafe din mont da vezañ skolaerez divyezhek brezhoneg-galleg. »
✅ Perzhioù mat an aotreegezh
Setu ar pezh a zegas an aotreegezh LPPPE hervezi : « Pebeilañ etre ar c’hentelioù el lise hag er skol-veur a ro tro deomp da virout kentelioù talvoudus evit ar genstrivadeg en ur zeskiñ muioc’h diwar-benn an deskadurezh. Ur c’hlasad bihan hon eus ar pezh a ro tro deomp d’en em skoazellañ ha da gaout un darempred tost gant hor c’helennerien a sikour ac’hanomp kalz.
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
A-drugarez d’ar brezhoneg e c’hellin seveniñ ma micher e Breizh. Ouzhpenn-se eo dedennus-tre ar c’helenn divyezhek peogwir e ro tro deomp da sevel ur bern goulennoù war an doare mat da lakaat ar skolidi da gompren an titouroù. O vezañ heuliet ur skoliata unyezhek e kavan pinvidik-tre ar c’helenn divyezhek evit ar vugale met ivez evit ar c’helenner. Evidon-me, komz ur yezh all a zo un dra ouzhpenn er vuhez !
👩🎓 An ali d’an danvez studierien·ezed
Evit heuliañ an aotreegezh-mañ eo ret bezañ mennet met ma fell deoc’h dont da vezañ skolaer.ez eo ar stummadur peurvat evidoc’h. Ar gelennerien a lak ac’hanomp da vont war-raok hag a fell dezho gwelet ac’hanomp o tont a-benn. Ar brezhoneg a roio tro deoc’h da zizoleiñ un doare nevez da gelenn ha da kompren an deskadurezh.
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
Plijadur !
Labourat e brezhoneg
Evit skeudenniñ gwirvoud micherioù brezhonek, sed amañ testenioù tud a-vicher e tachennoù lieseurt.
Morgane Lincy Fercot a zo sevenourez teulfilmoù. Tremenet eo dre hentadoù divyezhek publik ha Diwan a-raok mont war-zu ar c’hweleled ha fouetañ bro e pennoù all ar bed. He zeulfilm kentañ « Championnes » a gont istor c’hoarierezed mell-droad kentañ e Breizh.
Ma dazont e brezhoneg gant Morgane, teulfilmourez
✅ Ar barregezhioù ret
Bezañ emren, dielfennañ ar mammennoù, bezañ gouest da sevel un atersadenn, anavezout ar stummoù evel rubrik, kronik, atersadenn, abadenn, enklask, reportaj. Merañ un abadenn war-eeun pe get, bezañ gouest da brientiñ anezhi, mestroniañ un diviz etre meur a zen. Bezañ kurius, bezañ gouest da labourat a-stroll, bezañ gouest da gaozeal ouzh ur mikro. Bezañ gouest ivez da frammañ ar son, implij ar binviji radio : son-enroller, mikro, tokarn hag all.
📝 He hentad stummañ
Desket em eus brezhoneg e skol divyezhek Douarnenez ha goude em eus heuliet an hentenn Diwan (skolaj Kemper ha lise Karaez) Goude al lise em eus kendalc’het gant ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2. Goude ar skol-veur em eus graet ur servij keodedel e Radio Kerne, da c’houde em eus graet ar skol kazetenniñ e Lannuon e-pad ur bloavezh hag ar skol Radio e Gwizien.
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Ma servij keodedek e Radio kerne neus lakaet ac’hanon da labourat e bed ar radio hag e brezhoneg evel-just. Goude atav meus bet c’hoant labourat e brezhoneg, pouezus e oa din. Me zo bet desavet en ur familh lec’h ma eo bet desket din e oa pouezus ha talvoudus istor, yezh ha sevenadur ma bro, Breizh evel-just met ivez an holl sevenadurioù all er bed a-bezh.
💁♀️Un ali evit kregiñ ganti ?
Evit ar re hag a zo o teskiñ arabat kaout aoñ da gaozeal. Komzit ha skrivit brezhoneg. Memes ma vefe larêt deoc’h n’eo ket brav ho prezhoneg. Goulennit sikour m’ho peus ezhomm sikour. Met arabat chom mut.
Labourat e brezhoneg a zo kemer perzh e buhezegezh ar yezh. Pouezus eo klevet brezhoneg ‘maez eus ar skolioù hag ar c’hreizennoù stummañ.
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
An holl anvioù loened e brezhoneg a gavan peurliesañ brav-tre ha dreist-holl anvioù al laboused-mor : Direderig, morskoul, morvaout, herlegon, porc’han …
✅ Ar barregezhioù ret
Bezañ ATSEM (gwazour·ez tiriadel arbennik ar skolioù-mamm) a dalvez mont gant bugale ar skol-vamm a-hed an devezh en o obererezhioù liesseurt. Laouen on o sellet ouzh o emdroadur ha dreist-holl ouzh o dedenn evit yezh ha sevenadur Breizh.
📝 He hentad stummañ
Breizhadez on a ganedigezh, ha beuzet on bet a-viskoazh er gumuniezh bev-buhezek-se. E-pad ma bloavezhioù lise em boa divizet lakaat ma anv en opsion war ar brezhoneg evit ar vachelouriezh. E-pad ma studioù BTU / BTS em eus heuliet kentelioù noz war ar brezhoneg ivez.
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Plijout a ra din sevenadur Breizh ha kelenn ar brezhoneg d’ar vugale vihan dre ganaouennoù ha rimadelloù. Un diorroadur speredel burzhudus eo hag ur gwir blijadur klevet ar vugale-se o komz brezhoneg e fin o bloavezh diwezhañ er skol-vamm. War-raok !
💁♀️Un ali evit kregiñ ganti ?
D’am soñj e tlefer kaout ur stummadur war ar brezhoneg hag a zo troet muioc’h war ar micherioù disheñvel a vez kinniget gant ar brezhoneg (kelenn, skoazell troskol, melestradurezh, h.a.).
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
« Plijadur », a zo ger kaerañ ar brezhoneg hervezon-me, ur ger leun a ster eo hag en deus un disklipañ brezhonek-kenañ.
✅ Ar barregezhioù ret
Heñchañ strolladoù tud ha bugale. Krouiñ gweladennoù hag atalieroù. Gouzout meur a yezh.
📝 He hentad stummañ
Aotreegezh war an Istor, stummadur war ar brezhoneg evit an oadourion, kevratoù lies evit pleustriñ war ar vicher.
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Ne weler ket an traoù en un doare heñvel goude bezañ desket ar yezh. Tamm-ha-tamm e tigor gwirionez ar vro dirak hon daoulagad hag e komprener kalz gwelloc’h he istor hag he sevenadur.
💁♀️Un ali evit kregiñ ganti ?
Ret eo bezañ mennet start. Gallout a ra bezañ diaes da zeskiñ ur yezh nevez. Ouzhpenn-se, e Breizh, ez eus kalzik a dud c’hoazh hag a soñj dezho ne servij da netra hag hen lavaro deoc’h dizaon. Bezit kreñv, rak ar gounid en dibenn a vo talvoudusoc’h deoc’h eget un teñzor !
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
Pa ri ti to. To pa ri ti.
Seblantout a ra bezañ polinezianeg, koulskoude ez eo gwir brezhoneg. Talvezout a ra “pa vi o sevel da di, sav un doenn. Sav un doenn pa vi o sevel un ti.” Eleze : Pa savi da di, soñj da sevel un doenn warnañ.
Ar c’helenn : unan eus kalonnoù an treuzkas
Tri rouedad-skol a ginnig ur c’helenn divyezhek pe dre soubidigezh e brezhoneg hiziv an deiz. Setu testenioù kelennerezed ha kelennerien anezho.
Morgan Denes a zo skoalaer ha rener Skol Diwan Roazhon. Bet en deus un DABU gant an UBAPAR, un aotreegezh war ar brezhoneg e Roazhon 2 hag ur master MEEF kentañ derez e kreizenn Kelenn Kemper.
Ma dazont e brezhoneg gant Morgan, kelenner ha rener ur skol Diwan
✅ Ar barregezhioù ret
Skrivañ a komz brezhoneg, bezañ en e vleud gant ar vugale, bezañ gouest da zisplegañ traoù en un doare aes da gompren
📝 He hentad stummañ
Kroget em meus er skolaj e 4re klas, un eurvezh bep sizhun, kendalc’het em meus el lise 1 eurvezh bep sizhun ha graet meus un aotreegezh e brezhoneg e Brest goude-se. Tremenet ‘meus ar genstrivadeg evit mont en IUFM e Sant-Brieg da brientiñ ar genstrivadeg da vezañ skolaerez. Gwellaet em eus ma brezhoneg tamm a tamm oc’h ober stajoù e brezhoneg e-pad an dibennoù-sizhun pe e-pad an hañv gant Roudour pe Studi ha dudi hag oc’h ober teatr e brezhoneg ivez war an hir dermen (graet ‘meus teatr e brezhoneg e-pad 18 bloaz).
🗣️ Perak labourat e brezhoneg ?
Plijadur a zegas din komz e brezhoneg bemdez, ul liamm disheñvel zo gant ar vugale : dre ma ne gomzont ket brezhoneg e-maez ar skol eo ret kavout un doare da zisplegañ an traoù en un doare simpl-tre en ur implij gerioù simpl.
💁♀️Un ali evit kregiñ ganti ?
Ret eo klask ober ul labour a blij deomp da gentañ ha krouiñ e brezhoneg ma n’eus ket deus a vicher-se e brezhoneg c’hoazh.
🗨️ Ur ger pe un droienn muiañ-karet ?
Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann.