Treuzkas ha harpañ ar brezhoneg war ar pemdez

Crédit photo : Franck Betermin

Treuzkas ar brezhoneg

Ne vo eus ar brezhoneg en amzer-da-zont nemet ma vez kaset e implij war-raok e-mesk ar rummadoù yaouank. Hor seizh gwellañ a reomp evit ma vo desket ha treuzkaset ar brezhoneg da bep oad, ken evit treuzkas ar yezh d’ar vugaligoù, ken evit stummañ kelennerien pe kelenn d’ar vugale ha d’an oadourien.

Kresk zo war ar goulenn deskiñ brezhoneg adalek an oad tenerañ. Setu perak e roomp skoazell da ziorren ar magourioù e brezhoneg dre ur gefridi fiziet bremañ e Ofis publik ar brezhoneg.

Skoaziadennoù hiniennel Desk bugaligoù a vez roet ivez d’an dud a fell dezho mont war micherioù ar vugaligoù ha mont e brezhoneg outo.

Hiziv an deiz ez eus e Breizh ouzhpenn 19 000 bugel, adalek ar skol-vamm betek al lise, enskrivet en un hentad divyezhek pe dre soubidigezh galleg-brezhoneg (ha diouzh ar programmoù ofisiel).

Tri hentad kelenn zo :

  • Dre soubidigezh gant Diwan: abaoe 1977 e kinnig ar skolioù kevredigezhel-se, laik ha digoust, ur c’helenn e brezhoneg da-gentañ, gant un tamm galleg a nebeud da nebeud adalek ar c’hKD1.
  • Divyezhek publik : abaoe 1983 ez eus kinniget un hentad divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù publik. Kement-ha-kement a eurioù a vez kelennet e pep yezh : danvezioù e brezhoneg hag e galleg. Gouzout hiroc’h e lec’hienn kevread tud ar vugale Div Yezh.
  • Divyezhek prevez : abaoe 1990 ez eus kinniget un hentad divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù prevez katolik ivez, gant kement-ha-kement a eurioù kelenn e pep yezh ivez.

Roet e vez ur skoaziadenn ouzhpenn d’al liseoù a ginnig kentelioù brezhoneg pe un hentad divyezhek.

Kavout ur skol divyezhek evit ma bugel

Dre ma lakaont war-sav stummadurioù evit prientiñ an danvez kelennerien zivyezhek galleg/brezhoneg e skoazellomp skolioù-meur Roazhon 2 ha Kornôg Breizh. Gant ar yalc’had hiniennel Desk/kelenn hon eus divizet sikour ivez an dud a fell dezho labourat evel kelennerien zivyezhek da zeskiñ brezhoneg en ur greizenn grataet.
Skoazell zo ur yalc’had all hag a sikour ar studierien e Master 1 kelenn divyezhek.

Mat da c’houzout : Bep bloaz e vez skignet digoust er skolioù levrioù-skol e brezhoneg – war baper pe en ur mod niverel – gant Ti-embann ar Skolioù, ur servij eus Canopé hag a skoazellomp.

Kentelioù-noz, stajoù berr, kentelioù dre lizher, stajoù fonnus 6 pe 9 miz : meur a zoare zo d’an dud deuet ivez da zeskiñ pe da beurzeskiñ brezhoneg. Sellet ouzh lec’hienn DAO.

Pemp kreizenn stummañ grataet zo e Breizh (Kelenn, Mervent, Roudour, Skol an Emsav et Stumdi) hag a ginnig stummadurioù hir ha fonnus, gant stajoù 3 pe 6 miz. Hervez o saviad e c’hell ar stajidi kaout ur skoaziadenn ha bezañ paeet ul lodenn eus koust o stummadur.

Evit gouzout hiroc’h : Bezañ stummet d’ar brezhoneg

Gouzout brezhoneg mat a rit dija ? Gallout a rit lakaat ar ouiziegezh-se da dalvezout gant an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY).

Penaos lakaat e anv ?

Div wech ar bloaz e vez aozet un arnodenn e meur a gêr eus Breizh hervez al lec’h m’emañ an emstriverien o chom. E miz Meurzh e vez aozet an arnodenn evit an dud o deus bet ur stummadur 6 miz a echu e miz Meurzh, pe ur stummadur ouzhpenn etre miz Gwengolo ha miz Kerzu, hag evit an holl re a fell dezho tapout an diplom, hag e miz Mezheven e vez aozet unan all evit ar re o deus bet ur stummadur betek miz Meurzh hag etre 3 ha 6 miz betek miz Mezheven.

Abalamour da gontrollañ kresk an enskrivadurioù evit an DBY, n’hello ket an emstriverien lakaat o anv ouzhpenn ur wech ar bloaz, nemet e degouezhioù dreistordinal e vefe. Digoust eo an enkrivadur hag emañ d’ober dre ret e lec’hienn an DBY.

Darempred : sekretouriezh enskrivadurioù evit an DBY brezhoneg
Nadine Aubry
02 99 25 11 83
[email protected]

Harpañ ar brezhoneg war ar pemdez

Ur pezh labour eo kas war-raok implij ar brezhoneg er vuhez pemdez ha gant ar pep brasañ. Harpet e vez an holl oberoù, pe e vefe e-maez ar skol, war dachenn ar sevenadur pe er mediaoù… ha skoazellet e vez ar frammoù a gas ar brezhoneg war-raok e Breizh.

An diazezadur publik a genlabour sevenadurel Ofis publik ar brezhoneg zo karget gant e izili (Stad, Rannvro, Departamantoù) da vrudañ ar brezhoneg, da atizañ an obererien publik ha prevez d’ober gantañ evel yezh daremprediñ, hag ivez da sellet a-dost ouzh stad ar yezh er vro.

Fiziet ez eus enni ar c’hefridioù-mañ ivez : pinvidikaat ar yezh ; frammañ ar c’hinnig war dachenn ar c’helenn er skolioù, ar stummañ d’an oadourien, an degemer bugaligoù e brezhoneg ; brudañ ar c’helenn brezhoneg, aozañ Prizioù dazont ar brezhoneg…

Gant an Emglevioù Bro e vez kaset oberoù da benn war an dachenn evit kas implij ar brezhoneg war-raok war ar pemdez. Bep bloaz e vez aozet ganto miz ar brezhoneg ha roet harp dezho evit brudañ o abadennoù.

Evit gouzout hiroc’h : Mizvezh ar Brezhoneg

Dre ma vez muioc’h-mui a obererezhioù e brezhoneg e-maez ar skol (kreizennoù dudi, kreizennoù vakañsoù…) e roomp ur skoazell arc’hant d’ar c’hevredigezhioù ha d’an diazezadurioù a ginnig anezho. Da skouer e vez skoazellet an Ubapar, Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez, d’o c’hevrediñ ha da aozañ stummadur hag arnodenn an DABU hag an DARE e brezhoneg.

Bep bloaz e ouestlomp ouzhpenn 1,5 milion a euroioù da vrudañ ar brezhoneg er mediaoù klewelet : skingomz, skinwel, sinema.

Ar produiñ kleweled diazez, an eilmouezhiañ hag ar produiñ faltazi skingomzet zo skoazellet gant ar Font skoazell d’ar c’hleweled e brezhoneg (FSKB). Ur skoaziadenn hiniennel hon eus lakaet war-sav ivez evit broudañ ar skritur senarioioù stiradoù berr e brezhoneg ha harpañ a reomp ar skignañ programmoù e brezhoneg gant Frañs 3 Breizh hag an tele enlinenn Brezhoweb . Ouzhpenn-se e skoazellomp ar peder radio kevredigezhel a skingas programmoù e brezhoneg hag a c’heller klevet dre ar porched Radio Breizh.

Un soutien pour les radios en Breton !

Dre ma lakaont ar brezhoneg da vevañ, war tachennoù an embann hag an teatr, e skoazellomp obererien ar sevenadur.

Skoazellet eo an embann levrioù a bep seurt : geriadurioù, romantoù, barzhoniezh, levrioù skol-veur, bannoù-treset… Ouzhpenn-se e roomp sikour d’an treiñ oberennoù lennegel e brezhoneg evit bastañ gwelloc’h da ezhommoù al lennerien, ar re yaouank dreist-holl.

War dachenn an arvestoù bev e skoazellomp ar c’hevread teatr e brezhoneg C’hoariva  hag ar strolladoù a vicher, evit al labour a gasont da benn er skolioù ivez. Skoazellañ a reomp ivez ar c’hrouiñ pezhioù brezhonek gant strolladoù teatr amatour.

En pratique