Pevare niverenn hor B, a zo bet prientet e-pad un nebeud sizhunioù, zo bet kaset deoc’h : a-raok pell ec’h erruo du-se en ho poest-lizheroù !
Grit anaoudegezh gantañ !
Reiñ da welet an holl binvidigezhioù a zo e Breizh de la Bretagne
holl binvidigezhioù a zo e Breizh
B evel ? Un titl elipsek zo bet roet d’hor magazin. Pep hini a c’hallo klokaat anezhañ evel ma kar ; hogen al lizherenn-se a zegaso Breizh da soñj deoc’h d’ar c’hentañ sell, kredapl !
Rak a niverenn da niverenn e vo lakaet hor rannvro war wel, gant he zud, hag ivez hec’h embregerezhioù, he dremmvroioù, he glad… an holl binvidigezhioù-se a ya d’ober hon identelezh voutin.
Pennadoù a bep seurt a gaver er B abalamour da ginnig ha da zisplegañ kefridioù ar Rannvro, evit reiñ deoc’h da gompren penaos e labour ar strollegezh evit gwellaat ho puhez pemdez en holl dachennoù a zo fiziet enni : an treuzdougen, ar stummañ micherel, an endro, an ekonomiezh…
Ar B, petra eo ?
-
4niverenn bep bloaz
-
48pajenn
-
1 756 000a skouerennoù skignet en holl diegezhioù e Breizh
E-barzh ar magazin
Er B e kaver meur a rubrikenn, gant sujedoù sirius, poltredoù ha pennadoù skañvoc’h. Traoù a bep seurt eta, evit lakaat ar gaoz war ar sujedoù a vez prederiet Breizhadezed ha Breizhiz ganto, an oberoù a zegas lorc’h d’hor rannvro, hag ivez ar maouezed hag ar baotred a gas anezho war-raok…
Rubrikennoù ar B :
- Ar gador dabutal : ur pennad gant Prezidant ar Rannvro war ur sujed a-vremañ, broadel pe etrebroadel.
- Gwelet alemañ : penaos e respont ar Rannvro en un doare fetis d’ar soursioù pennañ o dez maouezed ha gwazed Breizh.
- An teuliad : dielfennañ ur sujed hag en dez efedoù war buhez pemdez maouezed ha gwazed Breizh, hag ur sell a-dost gant un den gouiziek war ar sujed-se.
- Dre soubidigezh – TEIRYEZHEK : kinnig ur gefridi eus ar Rannvro gant ur pennad dre soubidigezh asambles gant ur gwazour pe gant ur skipailh hag a zo o labourat er strollegezh, pe gant un oberer hag a zo o labourat war e gont.
- Tud entanet : poltred ur Vreizhadez pe ur Breizhad engouestlet hag a vez harpet gant ar Rannvro.
- War ar prim – TEIRYEZHEK : ur gelaouadenn luc’hskeudennoù “war ar prim” hag a laka obererien, gladoù ha lec’hioù war wel, hag a zo liammet holl ouzh kefridioù ar Rannvro, ha nebeut anavezet a-wechoù. Ur sell arzel gant ul luc’hskeudenner.ez disheñvel e pep niverenn.
- An dra nevez : ul lec’h hag/pe un obererezh e Breizh, ha n’eo ket brudet kement-se, a lakaer war wel. Ur sell disheñvel war Vreizh.
- Ar bazar breizhat : brudañ produioù « made in Breizh », tro-dro d’un tem.
- Nag ur c’hliched ! : kompren ur c’hliched stag ouzh Breizh hag ar Vretoned. Ur pennad savet asambles gant Sevenadurioù Breizh (BCD).
- An dresadenn : lakaat un dra a-vremañ pe pe a-gozh war wel, hag a zo ur skouer vat eus identelezh Breizh pe eus an neveziñ e Breizh. E pep niverenn e kaver un dresadenn graet gant un arzour.ez ha diouzh un teknik disheñvel bep taol.
- Breizh hervez … : ober anaoudegezh gant ur c’horn-bro pe gant ur gêr, anavezout o finvidigezhioù, o artizaned, o dremmvroioù, o glad, ha kement-se dre sell un den brudet hag a zo Breizhad pe tomm e galon ouzh ar vro.
- Ar wagenn nevez : kinnig un dra nevez – teknikel, sokial, sevenadurel… – ijinet ha/pe kaset da benn e Breizh, hag harpet gant ar Rannvro.
- Savboentoù politikel : ur bajenn lec’h ma c’hall an 10 strollad politikel a zo e Kuzul-rannvro Breizh embann o savboent.
Gant ar B e tiskouez anat ar Rannvro hec’h engouestl evit yezhoù Breizh hag ar mod ma laka anezho da vevañ. Rak-se ez eus rubrikennoù skrivet e teir yezh, ha livioù disheñvel dezho da vezañ aesoc’h da lenn.
Ur magazin bihan e bouez hag e vent
Skañv eo ar magazin B, a gav deoc’h ? Re wir ! Hag ar choaz-se a gemeromp war hor chouk.
Pa oa bet empennet ar magazin hor boa dalc’het kont eus an endro dija, a-fet paper dreist-holl, evit digreskiñ an dilaoskadennoù karbon. Ur gwir glaoustre e oa evit skipailh ar magazin, en deus prederiet war an dra-se e kement pazenn eus ar produiñ, anez digreskiñ ar c’halite gwech ebet.
- paper Steinsbeis Silk adaozet penn-da-benn
- ur grammad izel (70 gr) evit ur magazin skañv (95g)
- n’eo ket bet gwennet ar paper gant klor
- implijet ez eus bet livioù “gwenn” evit moullañ, hag a zo nebeut a zanvezennoù tireoulus enno, evit gallout adaozañ an neudennoù paper hep harz ebet
- keinet eo bet ar magazin gant peg diwar zour ha ne vir ket ouzh an adaozañ
Dibabet eo bet ar bourchaserien (empennañ, moullañ, skignañ) hervez meur a zezverk. Taolet hon eus evezh, da skouer, ouzh ar pezh a reont evit ma vefe efedoù ar bihanañ ar gwellañ diwar o labour.
Reiñ deomp da c’houzout ma n’ho peus ket resevet ho magazin B
4 gwech ar bloaz e vez kaset ho magazin da bep tiegezh e Breizh : e deroù miz Genver, miz Ebrel, miz Gouere ha miz Here.
Ma n’ho peus ket resevet an niverenn ziwezhañ e pedomp ac’hanoc’h da skrivañ an anv a zo skrivet ouzh ho poest-lizheroù, ho chomlec’h resis hag anv an embannadenn evit kemenn an dra-se da
- servijoù ar Post, dre bellgomz d’an niv. 02 98 11 79 41 a Lun da Wener (etre 9e vintin ha kreisteiz hag etre 2e ha 5e goude merenn) pe dre bostel da : [email protected]
- peotramant skrivañ ur postel deomp : [email protected]