Aller au contenu

Dalc’h miz Kerzu 2023 war heñchadurioù ar budjed e berr gomzoù

E-kerzh dalc’h an 13, 14 ha 15 a viz Kerzu e oa bet degemeret heñchadurioù ar budjed 2024 gant dilennidi ar rannvro. Kendivizet ha votet e vo diwar-benn ar budjed-se e miz C’hwevrer.

conseil régional en session : vue de haut de l'hémicycle régional de l'hôtel de Courcy à Rennes
Thomas Crabot

Heñchadurioù ar budjed evit 2024

Tra ma n’eo ket sklaer an amzer da zont, na stabil an amzer a vremañ, eo bet degemeret heñchadurioù an 3de budjed evit ar respetad, da vezañ votet d’ar 15, 16 ha 17 a viz C’hwevrer. Daou sujed a dremen a-raok pep tra : plediñ gant an enkadennoù mallus, ha sevel an amzer da zont abalamour d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned da c’hallout bevañ en ur mod dereat ha kaout fiziañs en amzer da zont, ha war un dro labourat evit kas an treuzkemmoù ret betek penn.

Diwar heñchadurioù bras ar budjed e weler splann e talc’ho ar Rannvro da labourat e 2024 war he raktres evit Breizh,a vo klasket gantañ lakaat ar palioù da vont an eil re war un dro gant ar re all :

  1. an diorren padus,
  2. kreñvaat nerzh an ekonomiezh da vezañ souverenoc’h,
  3. mont buanoc’h gant an treuzkemmoù ekologel evit plediñ gant dalc’h an hin, an digarbonañ ha gwarez ar vevliesseurted,
  4. prederiañ en unander sokial.

Evit ar raktres-mañ gant ar Rannvro, evit “Muioc’h a implijoù ha nebeutoc’h a garbon, bevañ mat e pep lec’h e Breizh ha Muioc’h eus Breizh”, e vo ur bazenn nevez e 2024, da-heul ar pezh a zo bet graet er bloazioù tremenet.

Unan eus al labourioù d’ober kentañ-wellañ gant ar Rannvro a sell ouzh amzer da zont al labour-douar e Breizh. Evit suraat an traoù eo ret skoazellañ al labourerien-douar yaouank d’en em staliañ. Fellout a ra d’ar Rannvro lakaat staliañ 1 000 anezho ar bloaz a-benn 2028. Evit ober kemend-all e vo lakaet al liseoù-douar da vezañ dedennusoc’h abalamour da sachañ tud nevez war-zu ar micherioù-se.

 

 

 

En desped da bolitikerezhioù yezhel youlek e tigresk an niver a vrezhonegerien hag a c’hallaouegerien bepred. Evit klask terriñ al lusk fall-se e vo lakaet e pleustr steuñv ar Rannvro evit adperc’hennañ ar yezhoù, unan seurt n’eo bet biskoazh, abalamour da dreuzkas ar yezhoù dre ar c’helenn hag ar stummañ, ha da wellaat o flas er vuhez pemdez. Fellout a ra d’ar Rannvro postañ tost da 13 M€ e 2027 (da lavaret eo 3,6 M€ ouzhpenn e-skoaz 2023).

Evit a sell ouzh treuzkas ar brezhoneg ez eus termenet 23 ober abalamour da stummañ muioc’h a zeskidi ha tud deuet. Evit a sell ouzh ar gallaoueg e fell d’ar Rannvro e vefe lakaet ar re yaouankañ d’ober anaoudegezh gant diazezoù ar yezh, evit gallout kontañ 3000 skoliad o teskiñ gallaoueg er 1añ derez e 2027, pa’z int 1 250 hiziv an deiz.

 

Hiziv e Breizh ne glot ket ken ar c’hinnig gant c’hoantoù nag ezhommoù an dud pe re ar vro. Tenn eo saviad al lojeiz hag abalamour da se e rank kalz familhoù mont da vevañ pell diouzh o lec’h labour, ar pezh a laka kresk bras war an ezhommoù monedone, pe mod-all int rediet d’en em staliañ e tiez marc’hadmatoc’h, hag izeloc’h o c’halite peurliesañ.

Un dalc’h meur eo enkadenn al lojeiz hag ar Rannvro a fell dezhi tapout krog ennañ. Kemer a ray perzh en ur respont stroll peogwir eo ret ijinañ un doare reolenniñ publik nevez abalamour da aesaat d’an dud kavout lojeiz e Breizh.

Evit ober kement-se e fell d’ar Rannvro lakaat ur politikerezh e pleustr war al lojeiz hag an annezañ aozet tro-dro da 4 ahel :

– Luskañ ha kas ur politikerezh rannvroel war-raok gouestlet d’al lojeiz “giz Breizh” ;

– Aesaat gwerzhañ tachennoù publik zo abalamour da ginnig lojeiz nevez kuit a artifisielaat takadoù nevez ;

– Lakaat arc’hant evit skoazellañ politikerezhioù tiriadel an annezañ hag an obererien war dachenn al lojeiz ;

– Kreñvaat chadenn broduiñ al lojeiz ha kas an treuzkemmoù war-raok war an dachenn-se.

Da-heul al lezenn nevez “evit an implij leun” e fell d’ar Rannvro, d’ar Stad, da Bol Implij ha da Departamant Aodoù-an-Arvor aozañ un taol-arnod e bed ar stummañ hag ar c’henurzhiañ e Breizh. Ar pezh a fell deomp ober eo sevel ur rouedad (en Aodoù-an-Arvor) evit an dud vreskañ, evit :

  • kinnig hentoù stummañ hag a glot gwelloc’h c’hoazh gant ezhommoù ar glaskerien-labour ha gant ar pezh a vez gortozet gant an embregerezhioù ;
  • aesaat labour tuta an embregerezhioù gant ur c’hinnig servijoù aesoc’h ober gantañ.

 

5 milion a wez ouzhpenn etre 2024 ha 2028 : ur bazenn nevez tremenet eo evit ar Rannvro hag he Steuñv breton evit ar gwez, a oa bet lañset da gentañ evit plantañ 5 milion a wez a-benn 2025. Ouzhpenn da se e talc’ho ar Rannvro da labourat e-stern ar Steuñv Koad Energiezh Breizh ha postañ a ray arc’hant evit skoazellañ an danvez « koad energiezh » hag aozañ ar rouedadoù pourveziñ lec’hel, abalamour da greskiñ al lodenn eus an energiezh a vez produet gant koad.

En holl eo tost da 31 M€ a vo postet er Steuñv breton evit ar gwez, evit an holl bolitikerezhioù publik, en o zouez Breizh Forêt Bois, Breizh Bocage, ar programmoù enklask, buheziñ ha frammañ ar filierenn, ar skoazelloù evit staliañ kaoterioù, bezañ lodek e kevredadoù publik lec’hel….

An teuliadoù all :

  • Brastres-ren ar savadurioù eus an trede gennad 2023-2028 : stad an araokadur bloaziek niv. 1
  • Adnevezet an debarzhadur hollek evit ar mont en-dro, abalamour da wellaat ar skoazell d’al liseoù publik
  • Ober Rannvro Breizh en estrenvro, nevesaat evit ar mare 2024-2028
  • Sturfollenn evit an treuzdougen war vor dre nerzh an avel
  • Sturfollenn Bageal 2024-2030 – Mont war-zu ur filierenn bageal kenurzhiet, ekologel ha sokial
  • Adkempenn Kartenn ar Stummadurioù Micherel Kentañ a zo dindan ur statud skol a-benn an distro-skol 2024
  • Degemer statudoù ar C’hampus Siber breton
  • Skoazell d’ar filierenn Koad-Energiezh
  • Raktres ar Park Naturel Rannvro Traoñienn ar Renk-Aod an Emrodez : asantiñ da vat raktres ar garta hag emezelañ e-barzh sindikad kemmesk ar merañ
  • Ur politikerezh rannvroel war ar sport evit dougen dalc’hoù nevez ar sport e Breizh
  • Kanolioù Breizh – a-benn 2030, Ur strategiezh diorren adnevezet hag e servij an dud evit tapout krog e-barzh an dalc’hoù
  • Ar steuñv oberoù evit gwellaat ar vevliesseurted e Kanolioù Breizh 2024-2030
  • Lañsañ an traoù evit dileuriañ servij publik treuzdougen foran an hentoù evit departamantoù Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan (rouedad BreizhGo).

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ