Aller au contenu

Dalc’h ar 7 hag 8 a viz Ebrel 2022 e berr gomzoù

Goude bezañ votet ar budjed evit 2022 (1,72 Md€) e oa bodet an 83 a guzulier·ien·ezed-rannvro adarre d’ar 7 hag 8 a viz Ebrel. Lakaat prizioù marc’had-mat ha kengred evit ar predoù hag al lojeiz el liseoù publik e Breizh, sikour ar filierenn koad energiezh, modernaat termenva listri-treizh an Nae e Sant-Maloù… : an divizadoù pennañ hag ar c’hendivizoù war videoioù a gaver e-barzh bretagne.bzh.

Kendiviz diwar-benn Ukraina

Er mareoù-mañ eo merket hor buhez gant ar brezel en Ukraina, rak-se en doa lezet Loïg Chesnais-Girard ar gaoz war-eeun gant gant Tetiana Yehorava-Lutsenko (Prezidantez oblast Kharkiv) kement ha digeriñ ar c’hendiviz a oa war ar roll labour, ha goude-se gant Marek Wozniak (marechal Rannvro Wielkopolska e Polonia, a zo liammet ouzh Breizh dre un emglev kenlabourat). Tro a voe neuze da gomz en ur mod fromus eus ar pezh a zo e dalc’h er c’houlz-mañ en ur vro kar deomp ha stok da Unaniezh Europa, hag ivez da zegas da soñj eus al liammoù kreñv a zo etre Breizh ha Polonia, hag Europa a-bezh.

Liseoù publik : prizioù marc’had-mat ha kengred

Bezañ digor d’an holl en ur mod kevatal e pep lec’h e Breizh ha reizhded e-keñver ar familhoù paourañ : gant an daou soñj pennañ-se e oa broudet ar Rannvro, a zo karget eus ar predoù hag eus al lojeiz er 115 lise publik a zo e Breizh, pa oa fellet dezhi lakaat fin d’an diforc’hioù etre al liseoù evit a sell ouzh ar prizioù.Adalek miz Gwengolo 2022 e vo ar memes prizioù neuze er c’hantinoù emservij en holl liseoù e Breizh hag er 85 a skolioù-lojañ. E-pad an dalc’h-mañ e oa bet votet ar stignad-se hag a ginnig ivez prizioù sokial difer, diouzh gounidigezh ar familhoù.

Sikour ar filierenn Koad-Energiezh

E Breizh e vez produet 51 % eus an energiezh gant koad, rak-se eo an danvez-se an energiezh nevezadus kentañ enni. Kement-se zo kaoz hon eus divizet, evit delc’her d’ober muioc’h c’hoazh evit talañ ouzh direizhamant an hin, kemer perzh e kevala ar C’hevredad Publik Lec’hel Koad Energiezh nevezadus a oa bet krouet e 2018 gant 18 strollegezh e Kreisteiz Breizh : an Oriant Tolpad-kêrioù, Kemperle Kumuniezh ha kumunioù an Oriant, Lannarstêr, an Ignel, Bubri, Lokmikaelig, Plañvour, Ploue, Porzh-Loeiz, Kewenn, Zinzag-Lokrist, Langedig, an Arzhanaou, Rieg, Banaleg ha Gwelegouarc’h. Graet eo an aozadur-se evit diorren an tommder nevezadus ha merañ ar c’hoadoù en ur mod padus en 18 strollegezh ezel.

Treuzfurmiñ ar porzhioù

Ar bennadurezh evit 22 borzh e Breizh eo Rannvro Breizh, ober a ra war-dro merañ, kempenn ha delc’her anezho e ratre. En dalc’h-mañ ez eus bet tro da welet e peseurt stad e oamp en em gavet evit ar programm labourioù e porzh Sant-Maloù, ma vez lakaet arc’hant ganeomp evit enframmadurioù nevez abalamour da vodernaat termenva listri-treizh an Nae (budjed 150 M). Votet ez eus bet ivez evit ur sturfollenn nevez evit kempenn porzh Konk-Kerne. Ar pal : delc’her, diorren ha talvoudekaat an holl oberoù liammet ouzh ar mor eno : pesketa, sevel ha dresañ bigi, merdeerezh, redadegoù en donvor, bevdeknologiezhioù hag ergerzherezh ar mor.

Hag ivez

  • Ar programm LEADER 2023-2027 : kaier ar c’hargoù ha galv da vont war ar renk
  • En-dro da Vreizh Up, kreñvaat ur mont en-dro eus an arc’hantaouiñ hag a lakay startupoù da zont war wel ha da ziorren, evit sikour al lañs a zo gant an ekonomiezh e Breizh
  • Cheñch statudoù ar meradur Illevia (treuzdougen publik rannvroel)

Yezhoù Breizh ha yezh ar sinoù er vodadenn
E-kerzh an dalc’h-mañ o doa gallet ar c’huzulierezed hag ar guzulierien-rannvro, evit ar wech kentañ, komz brezhoneg pe gallaoueg, gant un droidigezh c’hallek war ar prim. Diwar vremañ e vez troet ivez ar prezegennoù politikerezh hollek, a vez lavaret e penn kentañ dalc’hoù ar C’huzul-rannvro, e yezh ar sinoù.

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter

[sibwp_form id=4]