Stummadurioù puilh ha liesseurt

Crédit photo : L’oeil de Paco

An danvezioù el lise Simone Veil

Dibabet eo ar stummadurioù kinniget el lise Simone Veil abalamour da zelc’her gant an danvezioù a vez kinniget e skolajoù an tolead :

  • Lizhiri klasel
  • Saozneg
  • Alamaneg
  • Spagnoleg

Abalamour da zelc’her bepred gant ar pezh a vez kinniget en tolead, e c’hall ar skolidi mont en ur rann sport er skol, Triatlon pe Karate, adalek an eilvet klas.

An danvezioù da zibab en eilvet klas

En eilvet klas e kaver an danvezioù boutin d’an holl liseidi, hag ivez un danvez pe zaou da choaz etre :

  • Skiantoù an ijinour
  • Reoliñ ha merañ
  • Rann europat saoznek, gant an istor-douaroniezh kelennet e saozneg
  • Japaneg – Yezh vev 3
  • Latin

Danvezioù arbennik

Cheñchet eo koulz mont en-dro al liseoù hollek ha teknologel hag ar programmoù evit prientiñ ar skolidi d’ar vachelouriezh nevez. Hiziv an deiz e c’hall pep lisead sevel e hentad diouzh e c’hoantoù ha diouzh ar pezh a fell dehzañ ober diwezhatoc’h.

El lise Simone Veil e kinniger 9 c’helennadurezh arbennik adalek ar c’hentañ klas :

  • Henlizheroù, lennegezh ha prederouriezh
  • Istor-douaroniezh, geopolitikerezh ha skiantoù politikel
  • Yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurioù estren
  • Matematik
  • Fizik kimiezh
  • Skiantoù ha buhez an Douar
  • Skiantoù ekonomikel ha sokial

Hag ivez :

  • Niverel ha skiantoù stlennegel
  • Skiantoù an ijinour

Ar stummadurioù evit ar filierenn deknologel

E klas termen STRM (Skiantoù teknologel ar reoliñ hag ar merañ) e c’hallo al liseidi dibab ur stummadur ispisial e-touez :

  • Koskor ha kehentiñ
  • Merañ arc’hant
  • Arwerzhouriezh

Gwelet ar c’hinnig stummañ en e bezh e lise Liverieg e-barzh lec’hienn al lise e-unan : https://lycee-simone-veil-liffre.ac-rennes.fr/