Filtre en cours : Particuliers


  1. Cheñchamant
    An Amoko Cadiz a rank digeriñ un oadvezh nevez

    D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e reas peñse an Amoko Cadiz war aodoù Breizh, ar pezh a zegasas unan eus ar gwashañ lanvioù du en istor. Tro hon eus evel-se da zerc’hel soñj eus ur stourm en deus digoret un oadvezh nevez evit ar surentez war vor, met ivez d’en em dreiñ war-zu an dazont evit buanaat ar cheñchamant e Breizh.

    Lire la suite


  2. Yezhoù Breizh
    Mizvezh ar brezhoneg ha mizvezh ar gallaoueg !

    E miz Meurzh e vo enoret yezhoù Breizh gant « Mizvezh ar Brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du Galo » ! Pe e vefe gant stummadurioù, obererezhioù sevenadurel pe binvioù burevek, digarez a vo roet deoc’h d’ober anaoudegezh gant an doareoù a vil vern zo d’ober, bemdez, gant unan eus hon div yezh, ha perak pas gant an div.

    Langues De Bretagne 

    Lire la suite


  3. An neveziñ hag ar filierennoù
    Lañset eo an eil Galv da raktresoù « arnodiñ an neveziñ niverel »

    Er sizhun-mañ, ar Rannvro a ro lañs ent ofisiel d’hec’h eil gav da raktresoù « arnodiñ an neveziñ niverel ». Gantañ e klask tostaat an EBE o deus diskoulmoù d’ar frammoù a c’hall arnodiñ anezho (embregerezhioù, kevredigezhioù, strollegezhioù) evit ma vo aesoc’h fardañ produioù ha pourchas servijoù niverel nevezus er filierennoù a gonter da vezañ ar...

    filières  Aides Régionales  Innovation 

    Lire la suite


  4. Divizadoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2018

    D’ar 15, 16 ha 17 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2018, 1 538 M€, gant an 83 a guzulierien-rannvro. Kendivizet o doa ivez war ar strategiezh a-fet touristerezh, war ar poent m’eur en em gavet evit ar c’has uhel-kenañ, war adreizhañ ar politikerezh tiriadel… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2018 hag an holl gendivizoù e video e...

    Lire la suite


  5. Krouiñ er c’hleweled
    Ur skoazell gant ar Rannvro d’an amatourien da sevel filmoù

    Sikour lakaat krouerien nevez war wel er sinema hag er c’hleweled : sed aze ar pezh a venner ober gant ar « skoazell d’ar programmoù krouiñ a-gevret » nevez-lañset gant Rannvro Breizh evit ar c’hevredigezhioù a brodu filmoù savet gant amatourien. Un doare skoazell nevez hag a arnoder evit harpañ ar c’hrouidigezhioù a bep seurt.

    Culture  Aides Régionales 

    Lire la suite


  6. Krouiñ klewelet
    « Fin Ar Bed », ur stirad e brezhoneg penn-da-benn

    Sellit ouzh « Fin Ar Bed » er skinwel pe dre ar web : un heuliadenn filmoù web ha skinwel empentet, sevenet, troet ha produet e Breizh gant skoazell ar Rannvro !

    Breton 

    Lire la suite


  7. An divizadoù diwezhañ
    Dalc’h ar 14 hag ar 15 a viz Kerzu 2017 berr-ha-berr

    E-kerzh an dalc’h-se gouestlet da heñchadur ar budjed e 2018 e oa bet termenet perzhioù pennañ ar budjed evit 2018 a vo votet, an eil programm war-lerc’h egile, e miz C’hwevrer da zont. War ar roll labour e oa ivez : ar c’hevratoù broioù adwelet, emdroadur kartenn ar stummadurioù kentañ, perzh Breizh e politikerezhioù Europa pe c’hoazh ar raktresoù...

    Assemblée 

    Lire la suite


  8. Lid
    Trofeoù ar sport e 2017 : al loreidi

    lauréats 2017 des Trophées du sport

    Ur wech ouzhpenn, gant an 28vet Trofeoù ar sport eo bet enoret ar gwellañ sportourien vreizhat o deus degaset brud vat war anv Breizh war ar podiomoù e-kerzh ar bloaz-mañ. Roet e oa bet ar prizioù d’al loreidi d’ar 7 a viz Kerzu gant ar marc’hhouarner Warren Barguil, paeron al lid er bloaz-mañ.

    Sport 

    Lire la suite


  9. Kemm ekologel
    Ajañs ar vevliesseurted e Breizh

    Ac’hann da fin 2017 e tlefe an Ajañs da zont evit ar vevliesseurted e Breizh bezañ lakaet da vont en-dro. Krouet eo da-geñver Cop ar Rannvro a oa bet lusket en nevez-amzer diwezhañ. Kerkent ha lakaet da vont en-dro e ranko reiñ lañs da veur a chanter evit gwareziñ hag adsevel an ekoreizhiadoù.

    Biodiversité  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  10. Bannoù-treset
    « Tintin en Amerika » embannet e brezhoneg

    Image de la couverture de Tintin en breton

    Dimerc’her diwezhañ e oa deuet « Tintin en Amerika » er-maez. Ar wech kentañ eo d’al levr-se da vezañ embannet e brezhoneg. Abadennoù sinañ an embannadur nevez-se e-kerzh Festival al levrioù e Karaez d’ar Sadorn 28 a viz Here adalek 3 eur gm hag er stal-levrioù M’enfin e Roazhon da 6 e d’abardaez d’an 3 a viz Du !

    Arts  Culture  Langues De Bretagne 

    Lire la suite