Setu erruet prantad Mizvezh ar Brezhoneg
4 March 2026
1 minute de lecture
E miz Meurzh e vez Mizvezh ar brezhoneg ! Eus ar c’hentelioù war ar yezh d’an obererezhioù sevenadurel, un digarez-vrav eo evit dizoloiñ an doareoù niverus d’ober gant ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.
Eus ar Sadorn 28 a viz C’hwevrer d’ar Sul 5 a viz Ebrel 2026, an 10vet embannadur-mañ e vo kinniget abadennoù niverus e Breizh istorel a-bezh, evit ar re vihan hag ar re vras. An abadenn-mañ, aozet gant skoazell Rannvro Breizh, a fell dezhi lakaat ar brezhoneg da anavezout dre obererezhioù plijus ha pedagogel, o tigeriñ koulz d’ar re n’int ket boas gant ar yezh ha d’ar re a gomz anezhi bemdez.
Ur programm fonnus ha liesseurt evit deskiñ ha/pe pleustriñ e brezhoneg
Deuit d’ar skignadennoù filmoù, arvestoù c’hoari pezh, sonadegoù rock, prezegennoù, diskouezadegoù ha gweladennoù heñchet. Deut da gaout plijadur e nozvezhioù c’hoarioù-taol, c’hwiz, atalieroù keginañ, pe c’hoazh prantadoù dizoleiñ c’hoarioù video, kement-se e brezhoneg, evel-just !
Ne gomzit ket brezhoneg ? Kudenn ebet, ur bern obererezhioù evit dizoloiñ ar yezh ha tañva anezhi a vez kinniget ivez. Ouzhpenn se e c’heller dont d’an dorioù digor er skolioù divyezhek ha dre soubidigezh (muioc’h a ditouroù war ecoles.bzh).
Prientet e vez Mizvezh ar Brezhoneg gant an Emglevioù-Bro
An Emglevioù Bro a vod, e diabarzh un tiriad termenet splann, ar c’hevredigezhioù pe ar c’hevreadoù a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Kemer a reont perzh e tachennoù evel ar c’helenn hag ar stummañ d’an dud deuet, ar c’hrouiñ sevenadurel, an obererezhioù evit ar re yaouank hag ar sportoù.
👉 Miz ar gallaoueg eo ivez, grit anaoudegezh gant ar gouelioù
👉 Sikour a ra ar Rannvro deskiñ ha skignañ ar brezhoneg
Partager :