Aller au contenu

Roomp bec’h evit hor glad !

Empentit ur raktres evit brudañ, nevesaat ar glad pe lakaat arc’hant evitañ en un doare nevez : betek an 12 a viz Ebrel e c’hallot respont d’ar galv-mañ da raktresoù evit 2021 abalamour da lakaat glad Breizh da vevañ gant un obererezh a-stroll gant tud a-youl vat !


Ledan-tre eo ar seurtoù glad a c’hall bezañ danvez ho raktres, koulz ar savadurioù, an arrebeuri hag ar bigi, al lec’hioù hag an traoù dizanvezel !

Fellout a ra deoc’h da vat sevel ur raktres en ho kornad war-dro ar glad ? An engouestl a-youl vat eo tem hon obererezh war ar glad evit ar mare 2020-2022 : rak fellout a ra deomp reiñ muioc’h a lañs d’an traoù ha broudañ an oberoù youlek ha digustum war-dro anaout, reneveziñ ha lakaat brudañ glad Breizh war an tachennoù sevenadurel ha sokial. Savit ho raktres diwar ur c’hoant a-stroll, pe un ezhomm embannet gant ho skipailh, da sikour saveteiñ pe degas buhez en-dro d’ar glad lec’hel. A bep seurt traoù a c’haller ober : obererezhioù en-dro d’ar glad savadurel, d’an arrebeuri pe d’ar bigi (chapelioù, poulloù-kannañ, feurmioù, milinoù, kestell, kreñvlec’hioù…), d’al lec’hioù kaer (parkoù ha liorzhoù) pe d’ar glad dizanvezel (troioù-micher teknikel, pleustroù sevenadurel evel ar c’han, an dañs…). Broudañ a reomp ar soñjoù nevez hag an oberoù a-stroll evit lakaat hor glad da vevañ ha da vezañ afer an holl !

3 rummad raktresoù gant palioù disheñvel

1- Anaout 
Renabliñ pe studiañ ar glad gant sikour an dud.

2- Reneveziñ
Reneveziñ a-stroll ar glad na vez ket gwarezet evit lakaat anezhañ war wel : labourioù ha chanterioù a-youl vat war un dro gant ar pezh a sell ouzh brudañ ha talvoudekaat.

3- Lakaat brudañ
Lakaat brudañ a-stroll ar glad, koulz ar glad gwarezet hag an hini n’eo ket : obererezhioù digustum, war hir dermen pe evit un darvoud hepken, abalamour da lakaat an dud d’ober anaoudegezh gant ar glad lec’hel, d’aozañ abadennoù dudi war al lec’h pe en-dro d’ar monumant, pe evit lakaat anezho da vezañ lec’hioù bev adarre.

Piv a c’hall kemer perzh ?

  • Ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù e Breizh evit al lodennoù 1 ha 2
  • Ar c’hevredigezhioù e Breizh evit al lodenn 3

Penaos respont d’ar galv da raktresoù ?

Sellit ouzh ar fichenn bleustrek evit gouzout hiroc’h war ar galv da raktresoù evit 2021, deuit e darempred ganeomp ma fell deoc’h bezañ kuzuliet ha kasit ho teuliad a-raok an 12 a viz Ebrel 2021. En ho raktres eo ret deoc’h lakaat tud a-youl vat e-barzh ar jeu (izili kevredigezhioù, annezidi ur c’harter, bugale ur skol, tud yaouank, tud kozh un AHDOD…) evit un obererezh a-stroll douget gant ur gevredigezh pe ur strollegezh.

C’hoariit asambles en-dro da raktresoù digustum !

En images

1 sur 12
benévoles devant une pilotine (bateau du patrimoine) reconstruite à l'identique
Crédit : Luc Madec -Association la Pilotine en Rance
Tous bénévoles, au service d’un projet !
2 sur 12
Débroussailler avant de restaurer (Fort Cézon)
Crédit : Service de l’Inventaire – Région Bretagne
Débroussailler, une étape clef avant de pouvoir restaurer (Fort Cézon)
3 sur 12
Le teillage du lin pour fabriquer les fils de lin
Crédit : Au fil du Queffleuth et de la Penzé
Partager des savoir-faire ancestraux : le teillage du lin
4 sur 12
La broderie au filet
Crédit : Simon Cohen-RégionBretagne
ou la broderie au filet
5 sur 12
chantier de restauration jeunes
Crédit : Service de l’Inventaire-Région Bretagne
Sur le chantier, apprendre et maîtriser des techniques
6 sur 12
baptême d'une barque aux fêtes maritimes de Douarnenez
Crédit : Région Bretagne
Participer et redonner vie : le baptême d’une barque aux fêtes maritimes de Douarnenez
7 sur 12
spectacle « La gardienne, une femme à l’amer » Cie Sumak à Lanvaon
Crédit : Service de l’Inventaire – Région Bretagne
Animer un site en accueillant un spectacle : «La gardienne, une femme à l’amer» (Cie Sumak) à Lanvaon
8 sur 12
chantier international jeunes pour restaurer un four à pain avec l'association compagnons des batisseurs
Crédit : Pascal Perennec
Mettre la main à la pâte, entre jeunes, à Tourc’h (Finistère)
9 sur 12
Fête médievale dans une cité de Bretagne : fêter l’histoire et le patrimoine
Crédit : AlexandreLamoureux-patrimoine- CRT Bretagne
Fêter dignement l’histoire et le patrimoine
10 sur 12
patrimoine scientifique et technique : outils du personnel des voies navigables
Crédit : Service de l’Inventaire- Région Bretagne
Faire connaître le patrimoine scientifique et technique
11 sur 12
découverte du patrimoine : conférences, soirées contées, randonnées… dans une chapelle
Crédit : Région Bretagne
Emmener à la découverte du patrimoine : conférences, soirées contées, randonnées…
12 sur 12
festival artisans Lizio
Crédit : Alexandre Lamoureux- CRT Bretagne
Vivre le patrimoine tous ensemble

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ