Aller au contenu

Kevredigezhioù, stummit an dud a-youl vat a zo ennoc’h !

Gouzout a raec’h kement-mañ ? Gallout a rit kaout ur skoazell arc’hant digant ar Font evit buhez ar c’hevredigezhioù, evit stummañ an dud a-youl vat dilennet pe karget da gas oberoù da benn e-barzh ho kevredigezh. Taolit evezh ! Dav eo deoc’h mont war ar renk evit ar galv da raktresoù a-raok an 22 a viz Meurzh 2021.

Rak evit sikour ar c’hevredigezhioù da vont war-raok e vez skoazellet stummañ an dud a-youl vat gant ar font. War-bouez ar c’hevredigezhioù war dachenn ar sport (a vez arc’hantet gant Ajañs broadel ar sportoù) e c’hall forzh peseurt kevredigezh hervez lezenn 1901 kaout kement sikour a vez evit ur stummadur liammet ouzh he raktres pe ur stummadur teknikel liammet ouzh an oberoù pe ar mont en-dro. Gant ar galv da raktresoù-mañ a-berzh ar Stad hag ar Rannvro e fell d’ar Rannvro (a zo karget eus stummadur an dud a-youl vat adalek ar bloaz-mañ) reiñ tro d’an dud a-youl vat da dapout ar barregezhioù a vez ezhomm evit kas an obererezhioù da benn en o c’hevredigezhioù, dreist-holl evit a sell ouzh ar merañ : merañ gopridi, kontouriezh…

Penaos sevel ur goulenn skoazell ?

Sellit ouzh ar fichenn bleustrek evit gouzout penaos ober evit bezañ skoazellet ha respont d’ar galv da raktresoù, deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h ha kasit ho teuliad a-raok an 22 a viz Meurzh.

Lakait brudañ ho kinnigoù stummadurioù !

Mard oc’h un aozadur stummañ ec’h aliomp ac’hanoc’h da lakaat brudañ ho kinnigoù stummadurioù hag e-giz-se marteze leuniañ ho talc’hoù stummañ ; evit en ober, en un doare digoust, lakait anezho e-barzh porched ar stummañ e Breizh a vez kaset en-dro gant Luskad kevredigezhioù Breizh.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ