Aller au contenu

Enor d’ar brezhoneg war France 3 Breizh

Etre an 22 hag an 28 a viz Du e kinnig France 3 ur sizhunvezh gouestlet d’ar yezhoù rannvro war he savlec’hioù lec’hel. Ne vo ket lakaet Breizh a-gostez hag ur programmadur puilh, liesseurt hag a-zoare a vo skignet war France 3 Breizh.

Femme assise dans un fauteuil et regardant la télévision, une télécommande à la main
Crédit photo : Martin Boudier

Fin ar bed ha Noz, 2 oberenn faltazi sikouret gant Rannvro Breizh

Evit kregiñ gant ar sizhunvezh e vo skignet evit ar wech kentañ er skinwel ar film hir Noz filmet e brezhoneg ha sevenet gant Soazig Daniellou. Sikouret eo bet gant ar Rannvro dre ar Font skoazell d’ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled (FSKFK) ha skignet eo bet a-raok an holl e kêrioù zo e Breizh (Roazhon, Naoned, Brest, Penmarc’h…) hag e Pariz ivez. Plijet e oa kalz d’an dud o doa kemeret perzh en abadennoù. Ar film-se a c’halloc’h gwelet war France 3 Breizh d’al Lun 22 a viz Du da 11e30 noz.

Eil koulzad ar stirad faltazi Fin ar Bed, hag a oa bet sikouret ivez gant an FSKFK, a vo skignet en-dro da-geñver ar sizhunvezh gouestlet d’ar brezhoneg, d’ar Merc’her 24 a viz Du e trede lodenn an nozvezh da-heul an abadenn Le Grand BaZH.art ma vo pedet Nolwenn Korbell.

Programmoù evit ar re yaouank…e brezhoneg !

Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed yaouank a c’hallo ivez tennañ splet eus ar sizhunvezh gant gant kalzig a brogrammoù evito. D’ar Merc’her 24 ha d’ar Sadorn 27 a viz Du e vo skignet div dresadenn-vev e brezhoneg, Razh an hent bras ha Kornil & Bernez. Gant ar gevredigezh Dizale, ar framm pennañ evit an advouezhiañ e brezhoneg e Breizh, int bet advouezhiet. Gallout a raio ar publik yaouank deskiñ traoù ha bezañ dudiet war un dro gant Na petra ’ta gant Erell ha Tudu.

Sikouret eo bet an holl brogrammoù-se gant ar Rannvro dre ar Font skoazell d’ar c’hleweled e brezhoneg (FSKB) a zo e bal skoazellañ diorren ha skignañ an oberennoù kleweled advouezhiet ha produet e brezhoneg.

Keleier ha liv an amzer

War France 3 e vez keleier ivez ha keleier e brezhoneg evel-just ! Etre al Lun hag ar Gwener, da-heul an 12/13, e vez skignet ar magazin kelaouiñ e brezhoneg An Taol Lagad.

Tro ho po da welet ivez danevelloù an amzer e galleg hag e brezhoneg. Ha bemdez da 10e10 e c’hallo ar sellerien hag ar sellerezed adwelet an abadenn Bali Breizh kinniget gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell, ha gwelet un abadenn nevez e Dinan d’ar Sul 28 a viz Du.

Programm klok sizhunvezh ar brezhoneg war France 3 a c’hallit kavout amañ : https://www.francetvpro.fr/contenu-de-presse/24161531

Ar c’hleweled e brezhoneg harpet gant ar Rannvro

Sikour a ra ar Rannvro bep bloaz lakaat programmiñ, seveniñ ha skignañ abadennoù brezhonek war ar servij publik France 3 Breizh gant 183 500 € skoazell. Lakaet e vez 2 480 000 € bep bloaz gant ar chadenn evit abadennoù-se.

Dre vras e vez skoazellet ar c’hleweled e brezhoneg gant ar strollegezh. E 2020 e oa bet lakaet 667 000 € evit ar produiñ hag an advouezhiañ dre ar Font skoazell d’ar c’hleweled e brezhoneg (FSKB). Programmoù anavezet mat gant ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed zo bet sikouret gant an FSKB, evel da skouer ar c’hoari Foeterien pe ar magazin skiantel evit ar re yaouank 6-12 vloaz Na petra ’ta. Bep bloaz e vez sikouret etre 15 hag 20 obererenn glewelet e brezhoneg dre ar font-mañ.

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter

[sibwp_form id=4]