Aller au contenu

Debriñ mat el liseoù : aet eo « Priz an aozadur » gant ar Rannvro

Bep bloaz e vez roet « Prizioù an obererien bublik » gant Obererien bublik d’an oberoù gwellañ evit a sell ouzh modernaat an obererezh publik. Er boaz-mañ eo bet loreet Rannvro Breizh evit ar pezh he deus graet war dachenn an debriñ mat el liseoù.

Claudia Rouaux, Conseillère régionale Joël Giraud, Secrétaire d’État à la ruralité
Crédit photo : Vincent Baillais

Er bloaz-mañ e oa bet roet Priz an Aozadur deomp evit hor raktres “Ur steuñv ober evit debriñ gwelloc’h el liseoù” e-kerzh un abadenn dalc’het d’an 3 a viz C’hwevrer 2021 er Vodadenn Vroadel.

Acteurs publics

Al loreidi e 2021

  • Ministrerezh an Armeoù en deus bet Priz an neveziñ evit ar raktres « Waked-co »
  • Rannvro Breizh he deus bet Priz an aozadur evit ar raktres « Ur steuñv ober evit debriñ gwelloc’h el liseoù »
  • Ar POS Grenoble Alpes en deus bet Priz ar servij evit ar raktres « An ospital disheñvel : un ambroug sevenadurel birvilh gantañ »
  • Renerezh-departamant Hérault an tiriadoù hag ar mor en deus bet Priz ar merañ evit ar raktres “Ur youl neveziñ tostoc’h ouzh an dud hag an degouezhioù”
  • Ar rannvro Sarrland he deus bet ar Priz pik-kalon ar skridaozerezh evit ar raktres « Strategiezh Frañs »
  • Ar Polis broadel en deus bet Priz Meur al lennerien evit ar raktres « moncommissariat.fr »

Hon obererezh evit an debriñ mat el liseoù

Da-geñver hon engouestloù evit ur vagadurezh padus hon eus diazezet ur steuñv ober “Debriñ mat el liseoù” abalamour da wellaat ha da warantisañ boued a galite el liseoù e Breizh : prenañ hag implijout, en holl bretioù meret ganeomp, produioù bio, eus ar mare eus ar bloaz ha produet er c’hornad, deskiñ al liseidi war ar boued, stourm enep an dismantr boued… E 2020 e oa bet arnodet kement-se e-barzh 14 lise skouer abalamour da glask ober gant 50 % d’an nebeutañ a broduioù eus ar mare eus ar bloaz, a galite ha produet er c’hornad (en o mesk 20 % a broduioù bio). Evit ul lodenn all eus ar steuñv e oa dav sikour ar brenerien bublik evit ar pretioù stroll da zelc’her kont muioc’h eus an diorren padus pa bourchasont boued.

Gouzout hiroc’h war hor Raktres Meur a sell ouzh an debriñ mat el liseoù

CR BRETAGNE – BIEN MANGER

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ