Aller au contenu

An tiriadoù er penn a-raok evit degas buhez e kreiz ar c’hêrioù #7 : adstaliañ ar gwazhioù-dour !

E-kerzh nav emgav enlinenn « An tiriadoù er penn a-raok evit degas buhez e kreiz ar c’hêrioù » e vezer lakaet d’en em soñjal, bep miz betek Mezheven 2021, war ar mod da gempenn kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù e Breizh. Da-heul emgavioù diwar-benn lañs ar c’henwerzh, plas an natur e kêr, an ostilhoù kêraozañ ha perzh an annezidi er raktresoù a sell ouzh kreiz o c’hêr, e lakaomp ar gaoz war an emgav #7 : adstaliañ ar gwazhioù-dour e kreiz ar c’hêrioù.

visuel Les territoires innovent pour des centres vivants_territoire

Penaos adstaliañ ar gwazhioù-dour e kreiz ar c’hêrioù ?

Stummet eo hor c’hêrioù hag hor bourkoù en-dro d’ar gwazhioù-dour. A-hed mareoù an istor eo bet aesaet ganto an oberoù a sell ouzh kas-degas marc’hadourezh, pesketa, an touristerezh… e mareoù all e oa bet degaset trubuilhoù ganto ha ranket e oa bet kempenn o zrowardroioù evit talañ ouzh kresk an doureier, an dourioù-beuz, ar riskloù a-fet yec’hed : e berr-gomzoù, ur pouez o deus bet evit diorren hor broioù. Goude bezañ klevet ar gweledvaour-empenter Florentin Guitton o kinnig ar studiadennoù war an darempredoù etre kêrioù ha stêrioù a-hed an istor, ez eus diskouezet meur a skouer eus ar mod m’eo bet adstaliet an dour en un toullad kêrioù ha tolpadoù-kêrioù e Breizh :

  • Kempenn kaeoù al Leger evit liammañ adarre ar gêr ouzh he stêr, abalamour da addegas lañs e kreiz-kêr Lannuon.
  • Ar choaz graet gant Pondi ha Pondi Kumuniezh war dachenn an touristerezh diazezet war soñj « ar gêr war vord ur stêr », p’emañ ti etrekumunel an douristed bremañ e bourzh ur gobar.
  • Strategiezh Redon Tolpad-kêrioù en-dro d’an dour : un tolpad-kêrioù hag en deus divizet en em gempenn hervez ur « gevrat kanol » a ya d’ober kalon e raktres kêraozañ Confluences 2030 troet ouzh an dour. Unan eus ar c’hevratoù kanol kentañ eo, goude hini Roazhon, etre Rannvro Breizh hag un tolpad-kêrioù evit diorren e hentoù-bageal.

3 goulenn ouzh Isabelle Barenthon-Bazelle
Penaos he deus lakaet Redon an dour e-kreiz he strategiezh

3 questions sur Redon Agglomération

Rummad « An tiriadoù er penn a-raok evit degas buhez e kreiz ar c’hêrioù »

Evit degas lañs e kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù hon eus sikouret tost 120 raktres kempenn e Breizh a-bezh (gant hor c’hevelerien : ar Stad, Diazezadur Publik ar Font ha Bank an tiriadoù) : ganto e weler un doare nevez da gempenn en ur zelc’her kont eus an annez, ar c’henwerzh, ar fiñvusted, ar sevenadur, an endro, hag en ur lakaat an dud da gemer perzh. Kinnig a reer, gant ar rummad « An tiriadoù er penn a-raok », 9 emgav diwar-benn nav sujed disheñvel en-dro d’an dedenn war-zu kreiz ar c’hêrioù hag ur rummad 5 emgav war ar font. Peadra da bediñ an dud d’eskemm skiant-prenet hag ostilhoù an eil re gant ar re all, evit kavout soñjoù dre ur rouedad !

Pellgargañ ar programm klok e traoñ ar bajenn-mañ

En pratique

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ