370 M€ evit gwarantiñ nested an treuzdougen hag aesaat ar fiñvusted


E kreiz daeoù Breizh da zont emañ merañ ar monedone : kempouez an tiriadoù, ar beajoù pemdeziek, ar gevatalded sokial ha direizhamant an hin zo kement a zalc’hoù a venn ar Rannvro degas respontoù dezho. Er blegenn-se e tiorroomp kinnigoù mont-dont graet an hollekañ ar gwellañ hag a yafe en tu-hont da vevennoù an douaroniezh pe an ensavadurioù. Diskouez a ra an emglev evit ar vonedusted hag ar fiñvusted, bet sinet e miz C’hwevrer 2019, ar c’hoant a zo gant ar Stad, ar Rannvro hag ar strollegezhioù lec’hel amañ da ziorren ur Vreizh aes mont ha dont enni bemdez. Ur sell ouzh tri ober fetis evit 2020.

  • 65%
    eus an HB 164 terket e 2×2 forzh e 2020
  • 120 euros
    dre vugel bep bloaz : sammad an treziad treuzdougen d’ar skol

Kirri-boutin naetoc’h war hon hentoù

War ar rouedad hentoù etre kêrioù ec’h aozomp treuzdougen pemdeziek miliadoù a dud. Emskiant an tamm ac’hanomp eus skog ekologel tremenerezh stank ar c’harbedoù termek-se hon eus roet lusk, gant hor mererezh rannvroel treuzdougen Illevia, d’un difrae evit kaout kirri-boutin a ya en-dro gant gaz (GNV). E 2020 ez eo hogos 20 karr-boutin a vo urzhiet, d.l.e ouzhpenn an tri c’hard eus parkad ar mererezh-se. An distro skiant-prenet war an implij a-vras eus an doare kefluskañ nevez-se a dalvezo da dermenañ hor strategiezh er bloavezhioù da zont.

Ur skeuliad prizioù nevez kengret, kempoell ha padus

Abaoe m’hon eus kemeret barregezh an treuzdougen a oa e karg an Departamantoù a-raok, hon eus renet ur chanter bras evit keitadur ar prizioù ha pa vefe anv eus an treuzdougen d’ar skol pe etre kêrioù. An dalc’h zo bet termenañ ar rummadoù tud a c’hallfe ober o mad eus ar prizioù-se, kinnig prizioù azas da bep hini eus ar rummadoù-se, d’an niver brasañ da c’hallout mont gant an treuzdougen. Lakaet e vo ar rummadoù prizioù nevez-se da dalvezout a-benn an distro-skol 2020.

Krog eur da vodernaat porzh Sant-Maloù

Evel pennadurezh porzh Sant-Maloù he deus divizet ar Rannvro en modernaat e framm ur politikerezh rannvroel uhelek evit diorren ar porzhioù-mor. Evit harpañ al lañs a zo gant porzh kenwerzh Sant-Maloù e vo adframmet penn-da-benn termenva karrlistri an Nae evit degemer al listri rummad nevez. Peogwir e vo brasoc’h o barr sammañ e vo izeloc’h o skog war an endro. Tri fal zo d’ar chanter-se a grogo e 2022 hag a bado daou vloaz d’an nebeutañ : gwellaat ar mont d’ar mor evit diorren an dremeniri war vor, gwellekaat terkadur al lec’h evit ma vefe pleustrekoc’h, en ur ouzhpennañ ar redioù liammet ouzh ar BREXIT hag ouzh ar reoladoù surentez, hag adneveziñ an danframmoù hag ar staliadurioù a zo koshaet. E 2020 e kendalc’ho ar studioù evit dibab ar raktres gar-vor da zont.

An durc’hadurioù pennañ

  • Diorren ar modoù treuzdougen stroll rannvroel hag harpañ ar fiñvusted padus.
  • Modernaat ar rouedadoù hent-houarn
  • Modernaat an aerborzhioù troet war ar rannvro (Brest, Kemper, Roazhon, Dinarzh-Pleurestud-Sant-Maloù)