Hor palioù pennañ e 2020 · Rannvro Breizh

Ar budjed 2020, votet e miz C’hwever, a vo lakaet er pleustr diwar palioù ar Breizh COP. Ar re-se zo aroueziet gant c’hwec’h pennaenn dreuz hag a vo hon ahelioù ober pennañ er mizioù da zont : ar « boued mat evit an holl », ar strategiezhioù niverel atebek, ar monedoneoù kengret ha digarbon, ar strategiezh nevez evit an energiezh hag an hin, gwareziñ ha talvoudekaat ar vevliesseurted hag an danvezioù hag erziwezh kenstagded an tiriadoù.

  • 1 606 M€
    eus ar budjed kentañ evit 2020
  • + 3,6%
    a gresk er budjed etre 2019 ha 2020
  • 216M€
    postet e framm an SRPB (2019-2022)

Ar budjed-se eo ar budjed kentañ goude ar BreizhCOP. Kregiñ a ra da ziskouez hon doare nevez da welet ar politikerezhioù publik, e servij an diorren padus, un diorren atebek, ha kenkoulz all evit un diorren nevezus hag entanus.

Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh

Er  blegenn vroadel kemm-digemm ma c’haller kavout abeg er servij publik hon eus da bal delc’her d’hon engouestloù evit respont da c’hoantoù ar Bretonezed hag ar Vretoned hag obererien an tiriad. Ar striv-se a zisoc’ho e 2020 war ur postadur biskoazh uheloc’h a ouzhpenn 650 milion a euroioù, ur c’hresk 15 % e-keñver 2019. Heverkoc’h a se eo kresk ar postadur m’eo graet en ur budjed gwasket dre vras gant digresk savadoù zo, abalamour d’an adwel war bevennoù hor c’hefridioù. Sklaer eo e c’hall bezañ graet dre ma’z eo meret mat an dispignoù mont en-dro.

  • 3 936
    gwazour·ez er Rannvro d’ar 1añ a viz Genver 2020 (2 432 el liseoù)
  • – 3,2%
    a zigresk en dispignoù mont en-dro e-keñver 2019
  • 15,5%
    a gresk en dispignoù postañ e-keñver 2019

Le budget en chiffres