Traoù ho peus da c’houlenn ?

Crédit photo : L’œil de Paco

Tamm-ha-tamm e vez staliet ar wienn optikel e pep lec’h e Breizh, an eil kumun war-lerc’h eben, an eil karter war-lerc’h egile, hag echu e vo an traoù ac’hann da 2026. Evit gouzout pegoulz e vo staliet du-se, sellit ouzh ar gartenn a gaver amañ.

Ur pezh chanter divent eo staliañ gwiennoù optikel evit ouzhpenn 3 milion a dud e Breizh, rak-se ez eus ezhomm da lakaat kalz arc’hant ha binvioù industriel e-barzh ar jeu e-pad pell amzer. Ur gwir glaoustre eo staliañ ar wienn e pep lec’h e Breizh, an eil kumun war-lerc’h eben, an eil straed war-lerc’h eben.

Ne vez ket staliet ar wienn optikel diouzh harzoù ar c’humunioù. Graet e vez diouzh tres ar rouedad pellgomz a oa bet savet meur a zek vloaz zo. Sellit e-barzh lec’hienn korvoer ho rouedad evit gouzout ha gallout a reer kevreañ ho lojeiz ouzh ar wienn. Ma vez mat, it e darempred gant ho pourvezer monedoù Internet. Ma vez un diaezamant bennak, it e darempred gant ar stal THD Breizh kuit a dortañ.

Evit pep kumun eo dav kontañ ur bloavezh labourioù well-wazh. Evel-just e c’hall an traoù padout pell pe belloc’h diouzh al lec’hioù ha diouzh niver al lugelloù. Rak evit staliañ ar wienn e ranker kas ur bern difraeoù da benn, melestradurel, teknik ha gwirel zoken, ober meur a studiadenn, goude-se e vez labourioù ijinerezh sivil ha lakaet e vez aveadurioù war hedoù hir-hir a-benn ar fin.

Sellit ouzh hor c’hartenn evit gouzout peseurt bloaz zo lakaet evit al labourioù. Pa vo deuet ar mare n’ho po nemet sellet ouzh ar gartenn lakaet enlinenn gant korvoer ar rouedad, ar stal THD Breizh.

Alies-tre e tremen al linenn kas uhel-kenañ dre wienn optikel dre ar memes hent evel ar rouedad pellgomz a zo dija. Ne viot kevreet ouzh ar wienn nemet gant ma vo luget ho lojeiz, da lavaret eo ma vez staliet ar rouedad en ho straed dija ha gant m’ho pez kemeret ur c’houmanant digant un oberataer. Da c’hortoz e talc’hot gant ar gevreadenn a zo ganeoc’h betek bremañ.

Termenet e vez priz ar c’houmanant d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel gant ar bourvezerien monedoù da Internet. Heñvel a-walc’h eo ar prizioù evit koumanantiñ d’ar c’has uhel-kenañ ouzh ar pezh a gustumer gwelet evit ar rouedad kouevr.

Gallout a ra an oberataer lakaat paeañ frejoù liammet ouzh juntañ pe mont war ar rouedad. Diouzh politikerezh kenwerzhel an oberataer e c’hall ar frejoù-se bezañ profet deoc’h.

An takadoù (karterioù, kêrioù, kêriadennoù) lec’h m’eo stank an tiegezhioù n’o deus ket a gas uhel a-walc’h a vez graet war o zro da gentañ. E degouezhioù zo e vo gallet modernaat ar rouedad da c’hortoz ma vo staliet ar wienn. Bez’ ez eus diskoulmoù all da c’hortoz ivez (s.o. ar goulenn da-heul).

Ma n’eo ket kreñv a-walc’h ho kevreañ ez eus diskoulmoù evit kaout an uhelgas, evel dre loarell pe ar 4G diloc’h. Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh lec’hiennoù Internet ar bourvezerien monedoù. Megalis Breizh a ali ac’ahnoc’h ivez da sellet ouzh al lec’hienn-mañ.

Mégalis Breizh hag ar strollegezhioù e Breizhn’int ket pourvezien monedoù da Internet. Sevel a reont ar rouedad gwienn optikel a vez implijet gant ar bourvezerien monedoù da Internet. Ho pediñ a reomp neuze da vont e darempred gant ho pourvezer evit kement diaezamant teknikel a vefe liammet ouzh ho kevreadenn.

Adal ma vo bet staliet ar rouedad e-kichen du-se e c’hallot mont e darempred gant ar pourvezer moned choazet ganeoc’h evit koumanantiñ d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel. Ma vez kinniget ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel gant hoc’h oberataer en ho takad ne vo ket ret deoc’h cheñch oberataer.

Ya. Evit gallout kevreañ ouzh ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel e ranker staliañ ul lugell nevez en ho lojeiz ha cheñch an aveadurioù ivez marteze. Kevreet e vo ho lojeiz war-lerc’h m’ho po goulennet koumanantiñ gant ar pourvezer moned a lavaro deoc’h penaos ober diwar neuze.

Roll an oberataerien a labour war rouedad publik ar wenn optikel e Breizh a gaver amañ.

N’ho peus netra d’ober da neuze. Delc’her a rit gant ho koumanant evel m’emañ. Ne vo ket staliet ar wienn optikel en ho lojeiz paneve ma c’houlennit gant un oberataer en ober ha ma paeit ur c’houmanant.

Ya, gallout a rit delc’her gant ho linenn bellgomz kouevr ma ne fell ket deoc’h kevreañ dre ar wienn optikel.