Ti Breizh e Brusel

Crédit photo : Francois Genon-Unsplash

Krouiñ un egorenn gouestlet da Vreizh hepken, e-kreiz karter europat Brusel, a verk ur bazenn nevez evit digeriñ muioc’h Breizh war Europa c’hoazh. Gant « Ti Breizh Europa » he deus c’hoant ar Rannvro d’en em ziskouez d’an ensavadurioù europat ha da reiñ an tu d’an obererien vreizhat da doullañ o hent en Europa.

Un dreuzell etre Breizh hag Europa

« Ti Breizh | Europa » a glask tizhout meur a bal :

  • Difenn interestoù Breizh ha displegañ he savboent dirak an ensavadurioù europat (e darempred gant Dileuriadur pad Frañs en Unaniezh Europa),
  • Lakaat anavezout gwelloc’h dibarderioù Breizh ha brudañ an oberoù hag an donezonoù eus hor bro evit aesaat dezhi skediñ war dachenn ar sevenadur hag an ekonomiezh,
  • Diawelet emdroadurioù ar politikerezhioù europat ha bezañ gouest da gavout degouezhioù evit diorren ekonomikel, sokial ha tiriadel Breizh.

Un egorenn e servij an obererien vreizhat

Ti Breizh | Europa, gant div sal-emvod, ur forom hag ur c’horn-labour evit aesaat difraeoù an holl obererien vreizhat e Brusel, a ra dreist-holl war-dro :

  • Degemer ha kelaouiñ an obererien vreizhat (dilennidi, obererien sokioekonomikel, strolladoù skolioù ha studierien)
  • Skoazellañ an dud da brientiñ o gweladennoù pe o emgavioù e Brusel ur wech an amzer
  • Sikour klask kevelerien europat. bruxelles