Aller au contenu

Talvoudus eo deomp klevet ho soñj war arvor Breizh !

Ur gennad pouezus-kaer eo an touristerezh en ekonomiezh Breizh. Se zo kaoz eo rankomp holl asambles soñjal diwar-benn an doare da ziorren anezhañ ha lakaat anezhañ da vont diouzh lusk an treuzkemmoù, pe e vefent sokial, war dachenn an ekonomiezh, an endro pe an hin. Kemerit perzh er c’hendiviz evit reiñ hoc’h ali adalek ar 27 a viz Du.


Tro-vale war ar BH34 a-hed Bae Sant-Brieg – Emmanuel Berthier

Muioc’h-mui e plij d’an dud beajiñ evel ma teu, mont a lec’h da lec’h, ha muioc’h c’hoazh er gwall blegenn m’emaomp, rak-se ez eus fellet d’an obererien war dachenn an touristerezh e Breizh, koulz an obererien bublik hag ar re brevez, reiñ bec’h asambles evit soñjal diwar-benn ar mont-dont en-dro d’ar BH34, ha kement-se n’hall ket bezañ graet panevedoc’h !

Neuze e pedomp an holl dud e Breizh, pe e vefent o chom e kumunioù an arvor pe e vefent sot gant an arvor hag an hentoù-bale eno, tra ken, da lavaret o soñj war o mod da welet ha da zaremprediñ an arvor hag an hent-bale hir breizhat. D’ober petra ? Deomp da gemer hoc’h alioù e kont en doare da empennañ ha da sevel ar raktresoù da zont a lakay pinvidigezhioù puilh an hent brudet kaer-se… a zo anavezet evit bezañ unan eus ar re a blij ar muiañ d’ar Frañsizien.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ