Ur veaj evit startaat ar c’henlabour Breizh-Skos
10 Kerzu 2021
3 vunut evit lenn
Energiezh, pesketa, sevenadur… : kemeret hon eus tro, pa oamp eno da-geñver ar C’hop 26, evit startaat ar c’henlabour etre Breizh ha Bro-Skos war an tachennoù ma c’hall bezañ frouezhus.
Emañ Breizh e-touez ar Rannvroioù a oa bet o kinnig o oberoù evit an hin d’ar C’HOP 26, a oa ur c’hendalc’h gant ar Broadoù Unanet war ar cheñchamantoù hin, dalc’het e Bro-Skos (etre ar 1añ hag an 12 a viz Du 2021). Un digarez da startaat ar c’henlabour etre Breizh ha Skos ivez. Eno e oa prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard, ha c’hwec’h eus e vesprezidanted o kejañ gant o c’henseurted skosat e Dinedin hag e Glasc’ho evit kendivizoutwar sujedoù liammet ouzh ar c’heleier hag a sell ouzh an div vro : an treuzkemmoù ekologel ha diorren an energiezhioù mor hag an hidrogen, ar pesketaerezh, ar c’henlabour etre ar skolioù-meur, an darempredoù sevenadurel etre ar broioù kelt.
Peder zachenn evit startaat ar c’henlabour
Liammoù sevenadurel start zo etre Bro-Skos ha Breizh dija, evel-just, dre Gouelioù Etrekeltiek an Oriant da skouer. Met gallout a reer mont war-zu ur c’henlabour frouezhus war dachennoù all hag a sell ouzh an div vro-mañ a zo hedet gant ar mor. War beder zachenn dreist-holl emañ hon div vro e-sell da sevel raktresoù asambles, daoust d’ar skoilhoù lakaet deomp gant ar Brexit :
- Ar pesketaerezh
- An energiezhioù mor : rodoù-avel er mor ha rodoù-dour
- An deskadurezh uhel : eskemmoù etre skolioù-meur ha monedone ar studierien
- Ar sevenadur
Ur wareg kelt evit ur c’henlabour etre ar broioù kelt
Emaomp e-sell ivez da aozañ un emvod-uhel gant ar broioù kelt e 2022, gant Skos, Kembre, Iwerzhon… Ar pezh a vennomp ober eo sevel ur wareg kelt evit mont war-zu ur c’henlabour etre ar broioù kelt. « N’eo ket ar Brexit a viro ouzhomp a zelc’her da labourat asambles, er memes mod n’eo ket an harzoù a vir ouzhomp a gaout un identelezh voutin », eme Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh. Gant an darempredoù-se etre rannvroioù e c’hallfemp disteraat efedoù ar Brexit evit monedone ar studierien hag an treuzdougen dre vor, da skouer.
Rannvro Breizh er C’hop 26
Un 200 bro bennak a oa o kemer perzh er C’hop 26 evit an hin betek an 12 a viz Du ha miliadoù a obererien all war dachenn an treuzkemmoù, rannvroioù, kêrioù, embregerezhioù pe kevredigezhioù hag a gemer perzh ivez er c’hendivizoù. Etre an 3 hag an 8 a viz Du e oa bet Breizh o reiñ bec’h evit lakaat anaout hec’h oberoù evit an hin :
- Breizh Cop – ar C’HOP rannvroel 1añ,
- Energiezhioù nevezadus, dreist-holl an energiezhioù mor (ar parkad rodoù-avel e Sant-Brieg, rodoù-avel war neuñv e kreisteiz Breizh, rodoù-mor…),
- Labour-douar padus (sikour an treuzkemm el labour-douar, gwareziñ an douaroù gouestlet d’al labour-douar ha liesseurted ar vuhez),
- Ar Steuñv Gwez
- Ar Font Breizh Biodiv evit skoazellañ ar raktresoù glas
- Ur filierenn nevez evit an treuzdougen war vor dre lien,
- Skoazellañ an ergerzherien vreton
- Ur c’huzul uhel da zont evit an hin,
- Divizoù diouzh merkoù eko-sokial,
Rannañ :