Aller au contenu

Ur savenn da dostaat ar broduerien ouzh ar brenerien Cheñchet eo ar savenn produioù lec’hel !

Lañset e oa bet ar savenn gant ar Rannvro e miz Ebrel e-pad ar maread kognañ kentañ abalamour da dostaat ar broduerien ouzh ar brenerien. Evel-se, hiziv an deiz, e vez lakaet 1 520 a obererien er rouedadoù nes e darempred gant 52 600 a diegezhioù enskrivet el lec’hienn-se ha n’eo ket unan genwerzhel. Ha pa vefe bet diorroet servijoù all da glokaat ar c’hinnig (kerc’hat dre drive, kas betek ti an dud, klikañ-kerc’hat er feurm…) e talc’h produitslocaux.bzh da respont d’ur goulenn kreñv a-fet servijoù nes : douarlec’hiañ, en ur ober ur c’hlik, ar produioù fresk hag a galite a c’haller kavout tost ouzh ar gêr !

Produerien nevez enskrivet

Abaoe deroù an eil maread kognañ ez eus bet produerien nevez, koulz eus bed an douar hag eus bed ar mor, o lakaat o anv er savenn. Meret ha kaset e vez al lec’hienn en-dro gant ar gevredigezh .bzh evit ar Rannvro he deus degaset cheñchamantoù e neuz hag arc’hweladur ar savenn abalamour da aesaat ober ganti : enklaskoù naouekoc’h, kartennoù resisoc’h, lakaat titouroù nevez war wel, da skouer ar videoioù diwar-benn an obererien er rouedadoù nes. Dav eo menegiñ ivez eo aesaet an doare da verdeiñ gant ur poellgomzer pe un dabletezenn, ar pezh a zo talvoudus da veur a hini.

Servijoù nevez : produioù bio, lec’hioù kerc’hat stroll…

Diwar vremañ e c’hall an obererien lakaat war wel ez eo bio o froduioù. Hag ez int evit 515 anezho, da lavaret eo an drederenn eus ar re a zo enskrivet. Gallout a ra ar brenerien ivez gouzout hiroc’h war al lec’hioù kerc’hat stroll : stalioù ar broduerien, drive er feurm… Hag un dra nevez all : an dud a labour war dachenn ar boued, evel ar stalioù-ispiserezh bihan, zo gouest da gavout eno an obererien a c’hallo degas marc’hadourezh dezho war-eeun. Evit echuiñ, da-geñver ar gouelioù e fin ar bloaz emañ al lec’hienn o vont da lakaat brudañ kinnigoù a-ratozh evit Nedeleg hag a c’hallo bezañ kaset da di an dud pe kerc’het ganto el lec’h-mañ-lec’h.

Penaos ez a en-dro ?

Graet eo ar savenn abalamour d’an dud d’en em zouarlec’hiañ war ur gartenn eus Breizh ma’z eo renablet ar c’hinnigoù produioù, pe e vefent produioù ar mor pe re an douar, ha neuze lakaat ar re an tostañ ouzh ti an dud war wel. Frouezh ha legumaj, evajoù, bara ha pastezerezh, produioù ar mor ha re an dourc’hounezerezh, kig, produioù diwar laezh, vioù, mel, plant ha had… : gant an titouroù enlinenn e vez gouezet hiroc’h war ar produioù lec’hel fresk hag eus ar mare eus ar bloaz a c’haller kavout, dre rummad, hag ivez pelec’h, peseurt deiz ha da bet eur e c’haller tapout anezho, ha penaos : er gêr, en ur stal-voued, un drive, pe mont da gerc’hat anezho d’ar feurm, anez ankouaat doujañ d’ar reolennoù yec’hedel.

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ