Aller au contenu

Un diskouezadeg nevez e gar-vor Kiberen

C’hoant ho peus da c’houzout peseurt stumm a vo gant ar gar-vor da zont e Kiberen ? Kit betek ar gar a vremañ evit gwelet an diskouezadeg nevez ma kinniger, a-hed an hañv, ar savadur da zont.

Région Bretagne

War-lerc’h ur blegfollenn da ginnig ar raktres ha da reiñ titouroù pleustrek d’ar veajourien, ez eus lañset ur c’houlzad kehentiñ nevez adalek an hañv-mañ.

Staliet ez eus bet un diskouezadeg e-barzh hall ar gar-vor a vremañ ma kinniger palioù ar raktres, deiziadur al labourioù ha skeudennoù eus ar gar da zont. Un digarez a-zoare d’ar beajourezed ha d’ar veajourien, hag ivez da dud Kiberen, da empennañ ar savadur a zeu en ur c’hortoz o bag.

Ober anaoudegezh gant raktres ar gar-vor da zont e Kiberen

Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h eget ar pezh a weler en diskouezadeg a zo digor diwar vremañ diwar-benn raktres ar gar-vor a vo savet e deroù 2023 e Kiberen, kit da welet amañ !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ