Aller au contenu

Tro ar bed al Low Tech gant an Nomade des mers !

Kit e bourzh Arte evit an eil koulzad gant an Nomade des mers : delc’her a ra ar vag-arnodva gant he hent ha dek ehan nevez hag a vo kontet gant dek teulfilm, deomp d’ober anaoudegezh gant al low tech : teknologiezhioù aes ober ganto evit un doare bevañ hag zouj muioc’h hor planedenn !

Er c’hontrol d’an high tech ez eo al low tech pe « teknologiezhioù izel » binvioù, teknikoù pe doareoù ober ekologel hag eeun, graet evit hon ezhommoù pennañ : kaout dour, labourat an douar, keginañ, en em dommañ… Ur sil-dour e pri-poazh, lampoù-heol graet gant danvezioù adimplijet, fitosilañ an dourioù lous, ur mekanik da zisallañ, roteil naouek… : abalamour da anaout, arnodiñ al low tech talvoudus-se, padus hag aes evit an holl, hag evit sachañ evezh an dud warno eo aet an ijinour Corentin de Chatelperron hag e genseurted eus al Low-tech Lab e Konk-Kerne da gregiñ gant an avantur-mañ.

50 low tech aes evit an holl

Ouzhpenn pevar bloaz zo e oa loc’het an Nomade des mers gant e dro ar bed e bourzh evit mont davet krouerien a bep seurt ijin ha birvilh ganto (studierien, embregerien, bitellerien, skiantourien, kevredigezhioù…) hag a vez hiziv an deiz, e pep lec’h war hor planedenn, oc’h empentañ low tech ijinus : renablet ez eus bet dija, gant skipailh al Low Tech Lab, 50 low tech displeget dre ar munud e stumm tutorialoù da vezañ kavet ha skignet e-barzh o lec’hienn, abalamour da c’hallout bevañ gwelloc’h gant nebeutoc’h a zanvez !

Sellit ouzh an eil koulzad war Arte

War-lerc’h ar c’houlzad 1 (a zo adskignet war ar memes tro), sellit war Arte ouzh eil koulzad tro ar bed al low tech : eus Azia betek Mec’hiko, dek teulfilm war an dek ehan nevez merket gant an ijin, gant an Nomade des mers.
War arte.tv eus an 01/02 d’an 19/04/21

Kit e-barzh al Low Tech Lab !

Staliet eo ar gevredigezh Low Tech Lab e Konk-Kerne abaoe 2013. Choazet he deus da gefridi brudañ an diskoulmoù hag an dro-spered low tech war-zu ar muiañ a dud ma c’haller. Fellout a ra dezhi sevel e Breizh ur rouedad arnodvaoù, skolioù, tud, embregerezhioù, melestradurezhioù kontant da arnodiñ ha da skignañ an teknologiezhioù-se. Sikour a reomp al Low Tech Lab da-geñver hon obererezhioù evit an treuzkemmoù ekologel, abalamour da Vreizh da vezañ ur pol anavezet evit an neveziñ war dachenn al Low Tech.

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ