Triskell, erminig, Gwenn-ha-du : gouzout pep tra diwar-benn arouezioù Breizh

Deomp d’ober anaoudegezh gant an arouezioù brudet stag ouzh Breizh Er programm : un tamm istor, sonerezh, gizioù dilhad hag ul loen kigdebrer bihan zoken… ! Chomomp a-sav ur pennadig gant hon troiad e lec’hioù mojennel Breizh. Goude Sant C’hireg hag an nadozioù pin en e fri, Breselien hag e c’hevrinoù strobinellus ha misterioù Menez Are, sellomp a-dostoc’h ouzh ardamezioù hag arouezioù Breizh.

Rak estreget he banniel eo stag skeudenn Breizh ouzh kalz merkerioù identelezh all : an triskell, an erminig, ar festoù-noz hag ar c’hoef bigoudenn ivez. An arouezioù-se zo testenioù eus ur sevenadur puilh hag a vez desket a-rumm-da-rumm a-hed ar c’hantvedoù. Hiziv an deiz int pouezus d’an dud d’en em santout Bretonez pe Breton ha kas a reont brud ar rannvro pelloc’h en tu all d’he bevennoù. Daoust hag-eñ ec’h anavezit orin hag istor an arouezioù-se ?

Ar Gwenn-ha-du, un arouez evit an identelezh rannvroel

Piv n’anavez ket banniel Breizh ? Degemeret e oa bet evel arouez Breizh e 1923 da-geñver kendalc’h Unvaniez Arvor ha hiziv an deiz e vez savet gant lorc’h er manifestadegoù ha luc’hskeudennet e vez gant ar Vretoned e pep lec’h dre ar bed. Savet e oa bet ar Gwenn-ha-du war batrom banniel ar Stadoù-Unanet.

Warnañ ez eus nav bandenn, du pe gwenn, hag a dalvez evit ar peder bro e Breizh-Izel hag ar pemp bro e Breizh-Uhel. Ne ouzer ket perak e voe lakaet 11 erminig avat, met al loen bihan-se a ya d’ober arouez Breizh pell-pell zo…

An erminig, un arouez istorel eus Breizh

Purded voral, oueskted, spered ha glanded, sed aze perzhioù stag ouzh al loen bihan-se a zo gwenn e vlev… Pêr Dreux (1187-1250), dug Breizh anezhañ, eo an hini kentañ en doa degaset al loen-se e-barzh ardamez e dad, a-geñver d’ar flourdilizenn eus Frañs. Diwezhatoc’h, hervez unan eus ar mojennoù brudet ar muiañ, eo Anna Vreizh (1477 – 1514) he dije bet truez ouzh al loen e-kerzh ur chaseadenn abalamour ma oa-eñ prest da lezel chas da lazhañ anezhañ kentoc’h eget treuziñ un takad fank.  

Evel-se e vije bet savet ger-stur Breizh : « Kentoc’h mervel eget bezañ saotret ». Met war a seblant e oa eus ar ger-stur-se adalek ren an dug Yann III ar Mad (1286 – 1341), pa oa bet o chaseal e Gwenvenez-Penfaou en il-ha-Gwilen…

An triskell, ur skeudenn arouezel eus an hêrezh kelt

Kalz a douristed a gas ur bravig e stumm un triskell ganto, tro-dro d’o arzorn pe d’o gouzoug, pa’z eont kuit eus o vakañsoù e Breizh. Tri skourr kromm, evel ur poull-tro pe un droellenn (dont a ra eus « drezeg » a dalvez tri gar), a ya d’ober an triskell hag a zo un arouez kelt eus oadvezh an houarn. Engravet e veze war bravigoù, pezhioù moneiz, mein hag armoù.

An triskell a dalvez, diouzh an displegadennoù, evit an amzer a zo o treiñ (tremened, amzer vremañ, dazont). Stag eo ivez ouzh triadoù doueed zo, an doueez kelt Brigit da skouer, a oa barzhez, pareourez ha marichalez war un dro… Lañs a oa bet roet d’an arouez-se gant luskad arzel ar Seizh Brur, a oa bet savet etre an daou vrezel-bed, hag abaoe eo stag mat bepred ouzh Breizh e speredoù an dud.

En images

1 sur 4
Des femmes de dos, coiffées de la coiffe bretonne
Crédit : Michel Le Coz
La coiffe bigoudène, reflet du patrimoine vestimentaire breton
2 sur 4
Des personnes entrain de danser sur une musique traditionnelle bretonne lors d'un événement
Crédit : Charles Crie
Fest-noz, tradition vivante du territoire breton
3 sur 4
Le drapeau breton, le Gwenn ha du
Crédit : DjiggiBodgi.com – Fotolia
Le Gwenn ha du, emblème de la Bretagne
4 sur 4
Une parade bretonne dans les rues de New York, les participants brandissent le Gwenn Ha Du
Le Gwenn ha du, un symbole breton au-delà des frontières

Ar c’hoefoù breton, ur glad rannvroel war dachenn an dilhad

Marteze ho peus soñj c’hoazh eus an tamm bruderezh gant ur merk gounezvouederezh gall ma veze gwelet teir maouez pep a goef bigoudenn ganto o tistagañ al lugan brudet « Pirates ! ». Un arouez eus Breizh eo ar c’hoef bigoudenn brodet a oa brudet-tre e-touez ar maouezed e penn-kentañ an XXvet kantved a-raok bezañ renket tamm-ha-tamm en armelioù. Ar c’hoef brudet ar muiañ eo an hini « bras » a veze gwisket evit al lidoù. Hini Penmarc’h (Penn-ar-Bed) a sav betek 30 pe 40 cm.

Ar ger bigoudenn a veze implijet da gentañ evit komz eus beg uhelañ ar c’hoef ha goude-se e voe implijet evit komz eus ar vro ma veze gwisket an dilhad-se. Hervez al lec’hienn Wikipedia e oa 31 % eus ar merc’hed en tu all eus 47 vloaz e 1977 hag a wiske ar c’hoef war ar pemdez, pa ne chome nemet ur vaouez e 2019… Gwisket e vez bepred evit festoù hag abadennoù bras hag un arouez vev eus Breizh eo bepred.

Ar festoù-noz, un hengoun bev eus glad Breizh

Adlañset e oa bet ar festoù-noz da vat e Breizh e-kreiz ar bloavezhioù 1960. Gwechall en em gave ar beizanted asambles evit al labourioù er parkeier ha da noz e veze kanaouennoù ha dañsoù dorn-ouzh-dorn kaset gant sonerien.

Goude bezañ bet dilaosket etre an daou vrezel e oa deuet ar festoù-noz diouzh ar c’hiz adarre gras d’ar soner ha kelenner Loeiz Ropars, en doa lañset ar fest-noz e Gouelioù Meur Kerne, e-mesk reoù all. Hiziv an deiz e vez aozet etre 1 650 ha 1 900 a festoù-noz hag a festoù-deiz bep bloaz e Breizh ha mont a reont d’ober ul lodenn eus ADN Breizh. Splann eo aze e talvez sevenadur Breizh kalz muioc’h eget ur folklor !

Petra a vez graet gant ar Rannvro evit ar sevenadur ?

Fellout a ra d’ar Rannvro sikour an obererezhioù a laka ar Bretonezed hag ar Vretoned da gemer perzh er vuhez sevenadurel, hag aesaat dezho anavezout an oberennoù hag an arzourien.

Gwriziennet mat eo ar rouedadoù kevredigezhioù hag an arzourien e Breizh, ha lusk zo ganto, gant-se e vez roet bec’h enni gant an dud holl asambles. Diwar-se e vez frammet ha douget oberoù hag abadennoù sevenadurel a bep seurt e Breizh a-bezh war dachenn an arvestoù-bev, an arzoù gwelet, al levrioù hag ar sinema.

Gouzout hiroc’h war hon oberoù evit ar sevenadur

Partager :