Aller au contenu

Trec’hioù Breizh : loreidi 2022

Abaoe 2014 ez a Trec’hioù Breizh da c’haredonañ ar Bretonezed hag ar Vretoned o deus merket ar rannvro gant o oberoù war dachennoù a bep seurt. Grit anaoudegezh gant loreidi ar bloaz-mañ !

Lauréats des Victoires de la Bretagne 2022

Sevenadur, diorren padus, obererezh keodedel, touristerezh, ekonomiezh… Er bloaz-mañ e oa bet laket 14 rummad war-wel da-geñver al lid a c’haredona Bretoned hag a zo bet dreist war o zachenn.

Piv eo loreidi 2022 ?

Breizhadez ar bloaz :
Nolwenn Febvre – Les P’tits doudous (Roazhon, 35)

Trec’h an endro (dindan paeroniezh Suez) :
Under the Pole (Konk-Kerne, 29)

Trec’h ar geodedegezh hag ar c’hengred (dindan paeroniezh ar strollad Hellowork) :
Gilles Mobre (Pleurdud, 56)

Trec’h an energiezh hag an hin (dindan paeroniezh Tredan Frañs) :
H2X Ecosystems (Ar Faou, 29)

Trec’h an neveziñ & niverel (dindan paeroniezh Brest Meurgêr) :
Weenat (Naoned, 44)

Sportoù (dindan paeroniezh ar strollad Guéguiner) :
David Gaudu (Landivizio, 29)

Kannadourien Breizh (dindan paeroniezh Merk Breizh) :
Pascal Jaouen (Kemper, 29)

Douar ha Mor (dindan paeroniezh Kemper Kornôg Breizh) :
Polymaris Biotechnologies evit Biosealite (Brest, 29)

Ekonomiezh & Embregerezhioù (dindan paeroniezh Ouest Conseils) :
Claripharm (Saint-Alban, 22)

Arzoù hag arvestoù (dindan paeroniezh Frañs 3 Breizh) :
Vivement lundi, evit ar film bevaat Flee (Roazhon, 35)

Avantur (dindan paeroniezh KD 29) :
Victor Rault – War roudoù Charles Darwin (Konk-Kerne, 29)

Touristerezh & glad (dindan paeroniezh ar Britanny Ferries) :
Arnaud Burel evit Karta ar veajourien e Breizh (Gwened, 56)

Ober publik (dindan paeroniezh Bank an Tiriadoù) :
Kouskva al lise Henri-Avril (Lambal-Arvor, 22) : intrudu Rannvro Breizh da staliañ ur c’houskva evit al labourerien rannvloaziat e Lambal-Arvor.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ