Aller au contenu

Taolioù-kaer Breizh e 2020

Abaoe 2014 ez eus eus Taolioù-kaer Breizh evit enoriñ ar Bretonezed hag ar Vretoned o deus merket ar rannvro dre o oberoù war veur a dachenn. Grit anaoudegezh gant loreidi ar bloaz-mañ !

Affiche Victoires de la Bretagne 2020

Sevenadur, diorren padus, oberoù keodedel, touristerezh, ekonomiezh… Er bloaz-mañ e oa 9 rummad evit al lid-se na oa bet dalc’het nemet enlinenn abalamour d’ar reolennoù a dalvez a-fet yec’hed.

E 2020 e oa ar Rannvro maeronez Taol-kaer an Touristerezh bet roet da Laëtitia Anger, savet ganti Archi-Kurieux, a ginnig gweladennoù dudius evit ober anaoudegezh gant ar glad e su Penn-ar-Bed en ur mod digustum (titour dindan embargo).

Loreidi Taolioù-kaer Breizh e 2020 :

Taol-kaer an Embregerezh Kannadez Breizh : Familéo (Sant-Maloù-35)
Famileo zo ur «  rouedad familh sokial  », da holl izili ur familh da c’hallout kas kemennadennoù ha skeudennoù an eil d’egile en un doare elektronek, hag a vo kempennet goude-se e stumm un deizlevr paper kaset d’an dud-kozh, pe e vefent er gêr pe en un ti retredidi.

Taol-kaer an Embregerezh : Nous, anti-gaspi (Meled-35)
Stourm a ra ar rouedad-mañ enep ar c’houfoniñ boued o tasparzhañ produioù taolet gant ar stalioù bras (tost ouzh an deiziad termen, pakata sius, ne glotont ket gant ar patromoù boas).

Taol-kaer Krouiñ un Embregerezh : MaPui (Saozon-Sevigneg-35)
Un embregerezh yaouank eo, krouet e 2016, hag zo savet ganti ur savenn d’an apotikerezhioù da lakaat boutin o zitouroù hag o ezhommoù, bep ma vezont anavezet, kuit dezho da vezañ e diouer a louzoù zo, dreist-holl ar re a vez ezhomm da pourchas prim.

Taol-kaer an Embregerezh Nevezus : Medaviz (Gwened-56)
Gant ur c’hinnig servijoù klok war dachenn ar pellguzuliadennoù mezegel emañ an embregerezh-se eus Gwened er penn a-raok war marc’had ar CPTS (kumuniezhoù micherel tiriadel ar yec’hed a zo krog da zont war wel da-geñver ar raktres broadel «  Ma santé 2022 ».

Taol-kaer an Ober Keodedel : ar Gevredigezh Postañ e Kreiz-Breizh (Rostrenenn-22)
255 a implijoù krouet a-drugarez d’ar gevredigezh-mañ ! Emañ e-sell da lakaat krouiñ 250 a implijoù nevez c’hoazh ac’hann da 2022.

Taol-kaer an Ober Publik : Kevelouri ar Maskloù (Gras-22)
Emañ al labouradeg-mañ evit fardañ maskloù da wareziñ an analañ o vont da gregiñ ganti : pemp implij warn-ugent da gentañ, un daou-ugent bennak a zlefe bezañ a-raok an hañv, evit produiñ war-dro 400 tonenn danvez ar bloaz hag a vo implijet evit fardañ etre 30 ha 40 milion a vaskloù dreist-holl.

Taol-kaer an Touristerezh : Les Archi Kurieux (Kemper-29)
a ginnig anaout ar glad lec’hel en un doare dudius : c’hoari klask ar roudenn pe rallioù luc’hskeudenniñ.

Taol-kaer an Diorren Padus : Grain de Sail (Montroulez-29)
Produiñ a ra an embregerezh-mañ kafe ha chokolad, e-barzh ar vro ha gant implijoù er vro (un hanter-kant bennak a dud, en o mesk war-dro ugent den nammet), gant danvezioù degaset dre vor evit teuler an nebeutañ ar gwellañ a garbon.

Taol-kaer Douar & Mor : Panerad ar mor (Ploneour-Lanwern)
Savet eo bet ar c’hevredad kevredigezhioù Paneradoù ar Mor e Ploneour-Lanwern (29) evit dastum ar pesked fresk n’int ket bet gwerzhet er c’hoc’huioù, lakaat prientiñ anezho gant pemp chanter kenemprañ e Sant Wennole, an Oriant, Sant-Maloù, Fécamp ha Boulogne-sur-Mer, ha goude-se dasparzhañ anezho etre ar c’hevredigezhioù da skoazellañ an dud da gavout boued e Frañs a-bezh.

Taol-kaer a enor e bed ar sport : Eugénie Le Sommer (mell-droad)
Ha hi 31 bloaz, setu a-benn ar fin m’eo enoret Eugénie Le Sommer, ar c’hoarierez mell-droad eus an Olympique lyonnais hag a-orin eus ar Mor-Bihan.

Taol-kaer a enor e bed an arz hag ar sevenadur : Françoise Livinec evit Skol ar Merc’hed en Uhelgoad (29)

Taol-kaer Dibar ar juri : Sermeta (Montroulez-29)
An embregerezh Sermeta eus Montroulez, savet e 1993 gant Joseph le Mer, zo er penn a-raok er bed hiziv an deiz evit an eskemmerioù termek inoks. Ar stal vrasañ eo e bro Montroulez e-keñver niver an implijidi.

C’hoant ho peus da c’houzout hiroc’h war al loreidi ?

Gwelet lec’hienn ofisiel Taolioù-kaer Breizh !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ