Aller au contenu

Sikour an obererezhioù lakaet diaes gant an epidemiezh : ouzhpenn 100 M€ a sikourioù dreistordinal

Dilun e oa bet bodet, gant Loïg Chesnais-Girard, ur bodad-pad dre glevbrezegenn hag he doa aprouet un torkad diarbennoù abalamour da grennañ efedoù fall ar bandemiezh Covid-19 war dachennoù pouezus-kenañ eus an obererezhioù e Breizh. Dav eo aze gwareziñ ar muiañ ar vuhez ekonomikel ha kevredigezhel e Breizh hag an aozadurioù stummañ micherel hag an dud a denn o mad anezho. Se zo kaoz e vo lakaet 103,8 M€ gant ar Rannvro e-barzh an tachennoù a zo en he c’harg, asambles gant ar strollegezhioù all eus Breizh.

gros plan sur une jeune fille travaillant sur la carrosserie d'une voiture
Crédit photo : Frederic de La Mure

Skoazellañ bed ar c’hevredigezhioù, ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh

Un efed fall zo gant an enkadenn yec’hedel er mare-mañ war ur bern frammoù e bed ar c’hevredigezhioù, hini ar sevenadur ha hini ar sport. Evit gwareziñ o obererezh ha sikour anezho da zelc’her ganto, e vez roet bec’h gant ar Rannvro :

  • Krouiñ ur font kenskoazell dreistordinal hag a sav da 5 M€ evit harpañ ar frammoù-se.
  • Delc’her gant ar sikour arc’hant roet gant ar Rannvro d’ar c’hevredigezhioù lakaet diaes a-fet arc’hant abalamour ma’z eus bet nullet abadennoù pe oberoù (war-dro 25 M€).
  • Lakaat ar c’henemglevioù evit arc’hantaouiñ oberoù hag a zo bet ampellet abalamour d’an epidemiezh, da dalvezout pelloc’h.

Skoazellañ oberoù an embregerezhioù

Ar pal eo aesaat d’an embregerezhioù kaout kredadoù anez bezañ koll a-fet teñzorierezh.

  • Ar Rannvro a ro 10,5 M€ evit skoazellañ an embregerezhioù bihan-tre, ar mikroembregerezhioù, an artizaned hag ar genwerzhourien, gant ar Font broadel evit ar genskoazell, ur miliard a euroioù ennañ, savet gant ar gouarnamant.
  • Krouiñ ur « prest adlamm » feur zero, etre 10 000 ha 200 000 € (diwar ur sammad 5 M€ en holl), evit an embregerezhioù bihan hag etre eus Breizh krouet ouzhpenn bloaz zo ha lakaet diaes gant ar blegenn m’emaomp.
  • Implijout ar Font rannvroel gwarantiz (Rannvro ha Bpifrance) evit ledanaat ar c’hredadoù d’an embregerezhioù o deus ezhomm arc’hant, evit 100 M€.
  • Reiñ en a-raok betek 90% eus an astennoù bet votet dija, hag a vo da resteuler ; kement-se a sav da war-dro 50 M€ evit sikour an ekonomiezh, evit kevredigezhioù an ekonomiezh sokial ha kenskoazell, an aozadurioù kelennadurezh uhel hag enklask, al labourerien-douar.
  • Paouez da c’houlenn resteuler an astennoù roet d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù adalek ar 15 a viz Meurzh betek fin miz Gwengolo. Kement-se zo un aezamant teñzorierezh hag a sav da 6,8 M€.
  • Skoazellañ gennad ar pesketaerezh gant ur sikour 150 000 € roet d’an ABAPP (kevredigezh ar brenerien produioù diwar pesketa) evit gallout kretadennañ pe gwarantisañ 10 M€ d’hec’h izili.

Diarbennoù digoll evit an embregerezhioù

Kuit da lakaat an embregerezhioù diaes a-fet teñzorierezh eo bet ampellet ar restaolioù d’ar Rannvro.

  • Resteuler ar rannbaeoù roet d’ar BCI (Breizh Kenwerzh Etrebroadel) evit kemer perzh e saloñsoù da vezañ dalc’het en estrenvro ha nullet abaoe.
  • Lakaat etre 3 ha 6 miz goursez-dle evit resteuler ar prestoù a enor roet gant ar frammoù arc’hantet gant ar Rannvro (meur a vilion a euroioù).
  • Lakaat 6 miz goursez-dle evit feurmoù an embregerezhioù skoazellet gant Breizh Immo (war-dro 750 000 €).
  • Lakaat 6 miz goursez-dle evit disteuler ar skoaziadennoù roet d’an ekonomiezh sokial ha kenskoazell.
  • Lakaat 6 miz goursez-dle evit enkefiañ an interestoù diwar endalc’hennoù amdroadus gant ar c’hevredadoù kevatal-riskl a zo e dalc’h ar Rannvro pe lec’h m’he deus postet arc’hant.

Gouestloù a-fet treuzdougen

Gouestlañ a ra ar Rannvro delc’her gant ar servij e-pad ar bandemiezh ha delc’her gant an obererezh adal ma vo ordinal stad an traoù adarre. Ar pal eo delc’her gant un dremeniri THR, etrekêrel hag evit ar skolioù, hag a gloto gant an ezhommoù.

  • Treuzdougen digoust war ar rouedad Breizh Go evit ar c’hoskor prederiañ
  • Delc’her da baeañ ar stalioù treuzdougen a zalc’h gant ar servij publik Breizh Go (treuzdougen d’ar skol hag etrekêrel), daoust ma’z eus paouezet gant meur a dremeniri.
  • Sikour an aerborzh Kemper-Breizh gant ur sammad 500 000 €, evit digoll an digresk a obererezh pa’z eus paouezet gant ar beajoù pemdez war-zu Pariz-Orly, ha goude-se evit sikour adkregiñ gant an obererezh.

Stummañ micherel

Paouezet ez eus bet a-daol-trumm gant an deskadurezh micherel hag efedoù fall a zeu da-heul evit an dud a denn splet eus se, rak-se e fell da zilennidi ar Rannvro divec’hiañ an dud-se. Se zo kaoz e talc’her da reiñ ar skoazelloù.

  • Delc’her da baeañ an aozadurioù stummañ.
  • Delc’her da reiñ ar skoazelloù arc’hant d’ar stajidi a zo e stummadur dibaouez ha kemer o gwarez sokial e karg.
  • Delc’her da reiñ ar yalc’hadoù d’ar studier.ien.ezed er stummadurioù yec’hedel pe sokial.
  • Delc’her da studiañ ar goulennoù skoazell evit ar pellstummadurioù hini-hag-hini.

Marc’hadoù publik

Peogwir ne c’haller ket, er blegenn m’emaomp, kas ar c’hevratoù publik da benn en un doare reizh, ne fell ket d’ar Rannvro lakaat an traoù da vezañ diaesoc’h c’hoazh evit an obererien hag a rank talañ ouzh diaezamantoù ha n’int ket mestr warno.

  • Kastiz ebet d’ar re a zo fiziet marc’hadoù publik enno evit an dale tapet abalamour d’an enkadenn.
  • Gallet e vo digoll an embregerezhioù a zo koll abalamour ma’z eus paouezet gant an obererezhioù.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ