Aller au contenu

Skoazell 360 derez evit ar sinema e Breizh

Skoazellañ ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled, sikour an dougerien raktresoù… emañ ar Rannvro o lakaat war-sav he brastres strategel nevez evit filierenn ar sinema gant ur servij unik : Breizh Sinema.

Crédit : ARD Degeto / Wolfgang Ennenbach – Tournage de la série “Commissaire Dupin
  • 9
    gwazour evit luskañ Breizh Sinema
  • ouzhpenn 200 film
    skoazellet gant Degemer Treiñ Filmoù e Breizh
  • 100 film
    skoazellet gant Font skoazell ar Rannvro evit ar c’hrouiñ

D’an 29 a viz Meurzh 2019, e Melioneg, ez embanne Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, ur steuñv breizhat nevez evit ar sinema hag ar c’hleweled. Bloaz goude, gant al lec’hienn Breizh sinema lakaet enlinenn, e c’haller bodañ an holl skoazelloù kinniget d’ an dougerien raktresoù, ha pa vefe en ur blegennn evel an hini m’emaomp.

« Pedet omp gant an enkadenn m’emaomp bremañ da brederiañ war ar pep pouezusañ, pell diouzh ur bed hag a zo o koll e skiant. Ar pep pouezusañ eo hor buhezioù ! Ar c’hizidig, ar fromoù, ar pazioù a-gostez… zo frankiz da sevel goulennoù. Ar sinema a ginnig an holl draoù-se deomp. Setu perak emañ ar Rannvro, dizehan, e-kichen an dud a labour evit chadenn ar sinema, an druilhad frankizoù-se  »

Jean-Michel Le Boulanger, besprezidant evit ar sevenadur

Breizh Sinema, kendivizer unik ur filierenn a-bezh

Kement obererezh gant ar Rannvro hag a sell ouzh sinema ha kleweled, a dremen dre Breizh Sinema, a ro skoazell d’ar c’hrouiñ a bep seurt war an tachennoù-se ; sikour a ra frammañ ar filierenn rannvroel, aesaat a ra degemer produadurioù ha kenbroduadurioù broadel pe etrebroadel ha teuler a ra kalz a evezh evit ma vo skignet an oberennoù hag evit ma vo desket diouzh ar skeudennoù.

Daou seurt skoazell a vez kinniget : ur font skoazell  evit ar c’hrouiñ filmoù ha klewelet gant ur budjed ouzhpenn 4M € hag a c’hallo bepred sikour ar raktresoù eus ar gwellañ ; ha Degemer an treiñ filmoù, lusket gant ur skipailh merc’hed gouiziek, a sikour an dud a vicher da gas o raktresoù filmoù da benn, kerkent ha pazennoù kentañ ar produiñ, gant ur skoazell personelaet ha digoust, diazezet war un anaoudegezh mat-kentañ eus Breizh.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ