Aller au contenu

Sikouret e vezan gant ar Rannvro da arc’hantaouiñ ma bloavezh kentañ Master MKDS (MEEF) divyezhek gant “Skoazell”

Evit talañ ouzh an diouer a emstriverien hag emstriverezed er c’henstrivadegoù ar c’helenn divyezhek hag harpañ ar studierien ha studierezed a faot dezho kaout ur vicher er c’helenn divyezhek e ao bet krouet ur skoazell arc’hant e 2009 gant ar Rannvro hag a sav da 4 000 € evit ar bloavezh kentañ Master MKDS (micherioù ar c’helenn, an deskadurezh hag ar stummañ).

Enseignant de breton avec des enfants dans une classe de primaire en école Diwan à Brest
Franck Betermin

QM’emaoc’h e-sell da gelenn en hentad divyezhek prevez pe publik, pe kevredigezhel (dre soubidigezh), er c’hentañ derez pe en eil, e c’hall ar Rannvro degas  ur skoazell deoc’h evit ho kentañ bloavezh Master MKDS

Ur skoazell dindan divizoù zo

Evit gallout degemer ar skoazell arc’hant 4 000 €-se e rankit bezañ studier·ez en unan eus ar frammoù-mañ : 

– ar greizenn stummañ Kelenn evit ar c’hentañ derez Diwan ;

EUSGeK (ISFEC – ensavadur uhel stummañ ar gelennadurezh katolik) evit ar c’hentañ derez katolik dindan gevrat divyezhek ;

– pe EBUKD (INSPE – ensavadur broadel uhel ar c’helennerezh hag an deskadurezh) evit ar c’hentañ derez publik divyezhek hag an eil derez divyezhek (en holl hentadoù).

Rankout a raio an degemererien gouestlañ mont betek penn ar stummadur m’emaint enskrivet, mont d’ur sizhunvezh stummadur brezhoneg d’an daoulamm dre soubidigezh d’an nebeutañ, kemer perzh er genstrivadeg m’emaint enskrivet (ha tremen un eil gwech ma vez c’hwitet) ha kelenn e-pad 5 bloaz en ur c’hlas divyezhek galleg-brezhoneg.

Ur bodad-barn evit dibab

Dibabet e vo an emstriverien·ezed gant ur bodad-barn ennañ dileuridi ha dileuriadezed eus ar Rannvro, an Akademiezh, Ofis publik ar brezhoneg hag an ensavadurioù skol-veur meneget a-us. Dalc’het e vo ar bodadoù-barn kentañ e Roazhon pe dre videoemvod (d’an emstriverien·ezed da zibab), d’ar 7 a viz Gouere ha d’ar 26 a viz Eost

E brezhoneg e vo dalc’het an abadennoù selaou, ar youl hag ar varregezh war ar yezh dre gomz ha dre skrid a vo priziet dreist-holl. Evit gouzout hiroc’h ha kas an teuliad : bretagne.bzh/aides/fiches/copie-de-langue-bretonne-skoazell/

Taolit evezh ! Ret eo kas an teuliadoù goulenn Skoazell d’an 12 a viz Mezheven 2022 d’an diwezhatañ evit bodad-barn miz Gouere ha d’ar 14 a viz Eost 2022 evit bodad barn miz Eost.

Evit kaout titouroù ouzhpenn e c’hallit mont e darempred gant Servij yezhoù Breizh :

[email protected]  –  02 99 27 43 65

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ