Priziit ho live brezhoneg gant an Diplom barregezh war ar yezh !
14 December 2021
3 minutes de lecture
Komz a rit brezhoneg, un tammig, gant entan, pe muioc’h c’hoazh ? N’anavezit ket ho live resis dre gomz ha dre skrid met faotañ a rafe deoc’h bezañ priziet en un doare objektivel ha dizanv ? Gallout a rit en ober gant an Diplom barregezh war ar yezh (DBY) e brezhoneg !
Un diplom a-vicher anavezet gant al label kalite Eduform
Reiñ a ra an DBY an dro da briziañ hoc’h holl varregezhioù yezhel e brezhoneg : ho parregezhioù komz ha kompren hag ho parregezhioù lenn ha skrivañ. Ne vo ket a boelladennoù yezhadur en arnodenn. Lakaet e viot en ur saviad micherel ijinet ha gant teulioù skrivet, video pe da selaou, ha ret e vo deoc’h ober un dibab. N’eus ket a zibab mat pe fall ! Ar pep pouezusañ eo kompren an teulioù evit sevel un arguzennerezh ho po da zifenn da vare un emziviz dre bellgomz hag ul lizher micherel. Da skouer, e miz Mezheven 2018 e laboure an emstriverien·ezed en ur gevredigezh deskiñ diouzh ar skeudennoù ha dav e oa dezho dibab etre daou film an hini a vije bet skignet d’ar skolajerien·ezed divyezhek.
Gant bloazdanevelloù an DBY e c’haller kompren gwelloc’h peseurt mod e tremen an arnodenn.
Kentoc’h ur briziadenn eget un arnodenn
Padout a ra an amprouenn 2e30, hag ur wech divizet gant ar juri, un nebeud sizhunioù war-lerc’h, e vo roet ho live deoc’h. En DBY ez eus 6 live disheñvel, termenet hervez ar framm europat boutin dave evit ar yezhoù (FEBDY) : etre al live A2 (live dizoleiñ) hag al live C1 (live emren). Da lavaret eo n’eo ket an DBY un arnodenn hag a daper pe get (nemet ha ne vefe gant an emstriver·ez tamm anaoudegezh ebet eus ar yezh) met kentoc’h un arnodenn hag a destenieka ul live. Abaoe 2010 ez eus bet loreet 3 180 a dud gant an DBY (277 den e 2021). Digoust eo an enskrivadur d’an DBY brezhoneg evit an holl emstriverien·ezed en arbenn d’ur yalc’had roet gant Rannvro Breizh, er c’hontrol d’ar yezhoù all (rusianeg, arabeg, sinaeg, portugaleg, yezh ar sinoù, galleg evel yezh estren…) ma vez ret paeañ 100 € evit en em enskrivañ.
Lakaat e anv ha tremen an DBY evel emstriver·ez frank
An emstriverien·ezed o defe c’hoant da gaout an diplom Stad-mañ e brezhoneg a c’hall lakaat o anv betek an 2 a viz C’hwevrer 2022 evit an dalc’h kentañ a vo d’an 2 a viz Ebrel 2022. E Brest pe e Roazhon e c’hallo an dud kemer perzh en arnodenn.
Un dalc’h all a vo aozet d’ar 15 a viz Mezheven 2022 met digor e vo, evel bep bloaz, d’an dud a zo er stummadurioù d’an daoulamm hepken (enskrivadur a-raok ar 15 a viz Ebrel 2022).
Evit lakaat hoc’h anv en DBY ha kaout an holl ditouroù talvoudus : https://www.education.gouv.fr/le-diplome-de-competence-en-langue-dcl-2978
Partager :