Aller au contenu

Podskignad : digorit frank ho tivskouarn en Inizi ar C’huzh-heol !

Ar wech kentañ ez eus eus an « Trofe BPGO – War hent Inizi ar C’huzh-heol » a laka ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant Inizi ar C’huzh-heol gant ur pemzek podskignad bennak. Digorit frank ho tivskouarn ha kit da greiz !

© Alexis Courcoux

Kemerit tro eus ar redadeg nevez dre lien a-zaouioù e bourzh bigi Figaro aozet gant Ultim Sailing (eus ar 1añ d’ar 5 a viz Mae 2022) evit un achapadenn gaer e 13 enezenn diwar ar 15 a ya d’ober Inizi ar C’huzh-heol. A-hed un droiad 800 milmor dezhi (war-dro 1 300 km) hag a yay eus Konk-Kerne da Gonk-Kerne, en ur chom tost ouzh an aod peurliesañ, e tremeno an 13 bag war ar renk en holl inizi ar C’huzh-heol pe dost. Eus Kalzenez, e Mor Breizh, betek Enez Aix , e-kichen Fort Boyard e Charente-Maritime, en ur dremen dre Enez-Vaz, Eusa, Sun, Groe, ar Gêrveur hag Enez-Euz : ur rummad 13 podskignad, etre 4 ha 5 munut anezho, produet gant an ajañs 6e Sens. Mikrobreserezh, sevel loened el lanneier, fritur… : ur bern traoù ho po da welet war ampartiz an enezidi, kontet ganto o-unan.

Lodek omp en terkañ padus en Inizi ar C’huzh-heol ha keveler omp en Trofe BPGO – War hent Inizi ar C’huzh-heol.

Deiziataer ar redadeg

  • 1añ a viz Mae 2022 : Loc’hañ eus Konk-Kerne
  • 5 a viz Mae 2022 : Dibenn ar redadeg e Konk-Kerne
  • 6 a viz Mae 2022 : Reiñ ar prizioù ha nozvezh ar gevelerien
  • 6 ha 7 a viz Mae 2022 : Priz Meur

Gwelet ar redadeg war lec’hienn an darvoud

Pennad 1 : Denis Palluel a gomz deomp eus Inizi ar C’huzh-heol

Épisode 2 : l’île de Groix

Épisode 3 : Belle-Ile-en-Mer

Épisode 4 : l’île d’Aix

Épisode 5 : l’archipel des Glénan

Épisode 6 : l’association Inizi

Épisode 7 : l’île Chausay

Épisode 8 : l’île d’Hoedic

Épisode 9 : l’île de Houat

Épisode 10 : l’île d’Ouessant

Épisode 11 : l’île d’Yeu

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ