Aller au contenu

Penaos e labour Rannvro Breizh evidoc’h

Stummañ, endro, ekonomiezh, terkañ an tiriad pe gwareziñ glad an natur… daoust d’ar c’hefridioù lies a zo fiziet enni ne oar ket mat an dud petra a vez graet gant ar Rannvro. Abalamour deoc’h da gompren gwelloc’h he labour ez eus bet graet ur renabl a-vras eus ar sikourioù hag ar servijoù degaset ganti hag a zo pouezus en ho puhez pemdez.

Film institutionnel – Région Bretagne

Hiziv emaomp oc’h adwelet an traoù. Ur pennad a-ratozh Ar Rannvro evit al loulled ma renabler dre ar munud kefridioù ur strollegezh hag a labour evit an dud war an holl dachennoù, a-hed an amzer, kement ha lavaret an traoù berr-ha-berr.

  • 1,72
    miliard eo ar budjed e 2022
  • 3 616
    a wazourien bad
  • 83
    a zilenn·idi·adezed e Kuzul-rannvro Breizh

En holl ez eus fiziet c’hwec’h kefridi vras e Rannvro Breizh :

  • terkerezh,
  • treuzdougen,
  • implij,
  • deskadurezh,
  • glad an natur,
  • sevenadurioù ha sport.

Pep a strobad programmoù youlek a vez lusket evito, e servij tud Breizh. Setu amañ un toullad anezho omp krog ganto…

Ar c’has uhel-kenañ evit an holl, a-drugarez d’ar Rannvro

Ma c’hallit mont da seurfiñ war Internet ha c’hwi o pellabourat, o vakañsiñ pe oc’h astenn ho tibenn-sizhun e bord ar mor, kuit da fuloriñ abalamour n’oc’h ket kevreet mat, ez eo un tamm a-drugarez d’ar Rannvro. Ar wienn evit an holl zo un obererezh kaset da benn gant an holl strollegezhioù : Rannvro Breizh, ar pevar c’huzul-departamant hag an etrekumuniezhoù. Ur pezh mell chanter eo – 50 000 km gwiennoù optikel a rank bezañ staliet e Breizh –, a gousto war-dro à 1,66 miliard a euroioù hag a lakay krouiñ 5 000 post labour keit ha ma pado al labourioù betek 2026.

> Gwelet pegoulz en em gavo ar wienn optikel du-se ?

LaFibrePourTous-SousTitres.mp4

Mont gant an tren, ar bus pe ar vag, a-drugarez d’ar Rannvro bepred

Marteze ne ouzit ket e vez meret ar rouedad treuzdougen publik Breizhgo gant Rannvro Breizh. Tost da 150 000 Breizhad a vez o vont hag o tont bemdez gant ar rouedad-se e Breizh. Dleout a rafe an niver-se kreskiñ c’hoazh. A-benn bremañ eo krog ar Rannvro da lakaat arc’hant evit respont d’an ezhommoù da zont e-keñver monedone pa ne baouezo ket ar boblañs da greskiñ e Breizh. Da skouer he deus prenet ar Rannvro 26 tren daou estaj dezho hag ur vag evit al linenn etre Groe hag an douar bras, ha digoret ez eus ur gar-vor nevez e Kiberen n’eus ket pell zo.

> Gwelet an holl oberoù evit an treuzdougen gant Rannvro Breizh

En em stummañ a c’haller ober, a-drugarez d’ar Rannvro !

Un dachenn varregezh all a bouez : an implij hag ar stummañ. Stummet e vez implijerien varrek gant ar Rannvro evit skoazellañ an embregerezhioù, war an tachennoù ma vank tud dreist-holl, abalamour da harpañ an ekonomiezh e Breizh. Ha gant an daou stignad pennañ – QUALIF ha PRÉPA – e c’hall 27 000 a stajidi bezañ stummet bep bloaz. Arc’hantaouet e vez ar stummadurioù-se evit ul lodenn pe penn-da-benn, diouzh hentad pep hini.

Bretagne formation – Vous accompagner vers l’emploi

> Gant PRÉPA ha QUALIF e roomp arc’hant evit ho hentad stummañ war-zu al labour !

Bageal war ar c’hanolioù e Breizh, ur gefridi ouzhpenn evit ar Rannvro

War-dro 3 800 a vigi a vez o vont bep bloaz war ar 500km kanolioù a zo e Breizh. Ouzhpenn 10 vloaz zo e vez meret domani publik ar stêrioù hag ar c’hanolioù, a zo 238 a skluzioù ennañ, a-hed pevar hent-dour : ar Blavezh, ar ganol eus Naoned da Vrest, kanol Il-ha-Renk hag ar Gwilen. Kempennet e vez an domani-se hag an hentoù-halaj gant ar Rannvro a fell dezhi diorren un doare touristerezh a-skiant-vat hag a zouj an endro. An digarez eo ivez da gemer perzh el lañs a vez el lec’h-mañ-lec’h diwar adkempenn tiez ar skluzierien, da lakaat anezho da vont da bodoù-lojañ pe lec’hioù evit diskouezadegoù.

> Bageal war ar c’hanolioù e Breizh !

Debriñ mat el liseoù : ur youl kreñv gant ar Rannvro

10 milion a bredoù a vez servijet bemdez el liseoù publik e Breizh. Arc’hantaouet e vezont gant ar Rannvro evit ul lodenn, e-se ne vez paeet nemet etre 2,70 € ha 4,60 € gant ar familhoù ha pa goustont 8 € en holl. Un nevezenti a bouez zo : diwar vremañ eo lakaet ar memes priz evit ar predoù el liseoù e pep lec’h e Breizh. Evit Frañs n’eus nemet e Breizh ma kinniger prizioù sokial ha kengred hag a gemer ar rannadoù tiegezhel e kont. > Debriñ mat el liseoù e Breizh : sekredoù ar c’heginerezed hag ar geginerien #2

Bien-manger dans les lycées bretons : les chef.f.es présentent leurs recettes

> Debriñ mat el liseoù e Breizh : sekredoù ar c’heginerezed hag ar geginerien #2

Treuzkas yezhoù Breizh, ur gefridi a bouez evit ar Rannvro

Pinvidik eo Istor Breizh ha pell zo e oa bet divizet gant ar Rannvro saveteiñ, treuzkas ha reiñ lañs d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg. Sikour a ra ar Rannvro an divyezhegezh peogwir e fell dezhi lakaat niver ar skolidi divyezhek galleg-brezhoneg da vont eus 19 000 da 30 000. Glad Breizh eo ivez an dañsoù hag ar sonerezh a vez roet da bleustriñ, da welet ha da glevet er festivalioù hag er festoù-noz a zo stank er vro. Evit lakaat ar sevenadur-se da chom bev e vez roet sikour d’ar c’hevredigezhioù gant ar Rannvro, ha reiñ a ra arc’hant d’ar c’hevreadoù a vez o kelenn an oberoù hengounel-se.

> 350 festival, kantadoù a salioù sonadegoù, kantadoù a salioù sinema dizalc’h, miliadoù a vonumantoù… birvilh zo e Breizh evit ar sevenadur !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ