Aller au contenu

Lid-digeriñ al lise Diwan nevez e Gwened

Mall e oa gant an holl gwelet digoradur al lise Diwan nevez e Gwened. D’al Lun 20 a viz Gwengolo eo bet dalc’het lid-digeriñ an eil lise brezhonek, goude hini Karaez.

élèves dans une salle du nouveau lycée Diwan de Vannes
Une salle du nouveau lycée Diwan inauguré à Vannes en septembre 2021 © Région Bretagne


E-barzh savadurioù kozh ar skolaj Montaigne, serret abaoe miz Gwengolo 2016, eo staliet al lise publik nevez evit ar c’helenn dre soubidigezh. Emañ tre e-kichen ar skolaj Diwan ha buan-tre e oa bet soñjet e oa al lec’h gwellañ evit kempenn salioù boutin d’ar skolaj ha d’al lise. Prenet eo bet gant ar Rannvro digant Departamant ar Mor-Bihan ha fiziet eo bet al labourioù evit addresañ anezhañ er stal SemBreizh. Diwar vremañ e c’haller degemer skolidi ennañ.

Betek-henn e oa ret d’ar skolidi eus ar 6 skolaj Diwan e Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, er Mor-Bihan hag el Liger-Atlantel, mont da lise Karaez, daoust pegen pell e vefe. Diwar vremañ e c’hallont choaz pa’z eus ul lise nevez e Gwened, e karter Kergadoù

Lakaet ez eus 6,5 M€

Lakaet hon eus 6,5 M€ el lise-mañ abalamour da gaout un endro labour plijus hag aes evit ar skolidi : 3,4 M€ evit prenañ ar font ha 2,5 M€ evit al labourioù niverus (adober an toennoù, naetaat ar mogerioù, chañch pezhioù munuzerezh, kempenn un hall degemer nevez, nevesaat an holl rouedadoù ha staliañ un dommerezh nevez). Ouzhpenn-se ez eus kempennet traoù nevez : gwiskvaoù, ur c’hlañvdi nevez, salioù buhez skol, oaled ar skolidi, salioù studi, salioù klas ha servij ar predoù. Setu m’eo bet adkempennet an diabarzh penn-da-benn.

Ur skolaj-lise ma c’haller degemer 460 a skolidi

Graet eo al lise evit degemer betek 460 skoliad ha 60 kelenner en amzer-da-zont. E distro-skol 2021 ez eus digoret ur c’hlasad Kentañ klas hag a-benn 2022 e vo digoret klasadoù Termen

Ur skoazell kadarnaet adarre da yezhoù Breizh

oïg Chesnais-Girard en deus kemeret tro eus al lid-digeriñ evit adlavaret skoazell ar Rannvro : “Lavaret hon eus e raimp evit suraat ha diorren ar rouedadoù liesseurt a labour evit ar yezhoù rannvro. Ur skouer vat eus ar youl-se eo digoradur al lise Diwan nevez e Gwened. Ha stad zo ennon o welet skolajidi ha liseidi Diwan o vont e-barzh al lojeiz nevesaet ganeomp evito da-geñver distro-skol 2021… Tra m’emaomp o tigeriñ al lise-mañ emañ ar C’hentañ Ministr o tapout krog e teuliad ar yezhoù rannvro hag emichañs e teuy un tamm lañs war an tu mat evit Diwan da-heul ar c’hendivizoù a oa bet dimerc’her etre ar rouedadoù kelenn hag eñ”, a esper ar Prezidant Chesnais-Girard a-hend-all.

Ar raktres dre ar sifroù

5 130 m² a c’horreadoù plañchod nevesaet

KOUST AN TRAOÙ :

6 500 000 €, en o zouez 3,4 M€ evit prenañ ar font ha 2,5 M€ evit al labourioù

PADET EO AR CHANTER :

12 miz

DEGEMER :

460 skoliad

60 kelenne

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ