Aller au contenu

Breizh a vroud ar merc’hed da embreger

Da-geñver ar Saloñs Embreger er C’hornôg eo bet sinet an 3e steuñv ober rannvro evit broudañ ar merc’hed da embreger, gant Breizh hag he c’hevelerien. Ar pal eo gwelet 40% a verc’hed e-touez ar grouerien embregerezhioù ac’hann da 2020.

L’oeil de Paco

Hiziv an deiz, e Frañs, n’eus nemet 30% eus an embregerezhioù hag a vez krouet gant maouezed. Ha pa vefe an dregantad-se o kreskiñ (ur c’hresk 50% e Frañs etre 2012 ha 2016) eo digempouez an traoù bepred. Koulskoude e vez sellet an embreger gant un toullad mat a verc’hed e-giz un doare da suraat o implij, da gaout o c’hoant da vezañ dizalc’h, ha war ar memes tro da lakaat o buhez vicherel hag o buhez prevez da gordañ an eil gant eben. Met plas ar maouezed er gevredigezh, ar stereotipoù a-fet genad pe an diaezamantoù evit kavout arc’hant zo skoilhoù ouzh ar pezh a vennont ober, e-mesk skoilhoù all.

Ur steuñv ober evit broudañ ar merc’hed da embreger e Breizh

Broudañ ha diorren an embreger e-touez ar merc’hed zo un dalc’h pouezus evit Rannvro Breizh. Se zo kaoz emañ asambles gant ar Stad, ar C’hef fiziañ ha Bpifrance abaoe 2010 evit kas ur steuñv ober rannvro war-raok. Ur benveg evit sikour ar merc’hed eo ar steuñv-se, hag ivez evit reiñ lañs d’an ekonomiezh ha d’an neveziñ e Breizh. 

Lakaet ez eus 830 000 € en 3e steuñv ober rannvro-se evit tri bloaz, gantañ meur a bal :

  • en em gavout gant 40% a vaouezed e-touez ar grouerien embregerezhioù e Breizh,
  • kreskiñ niver ar re a vez sikouret ur wech krouet o embregerezh ganto,
  • aesaat d’ar maouezed kavout arc’hant, dreist-holl ar c’hredoù a-berzh ar bankoù,
  • anaout gwelloc’h ar stadegoù a sell ouzh ar maouezed a vez krouet pe adkemeret embregerezhioù ganto.

Evit ober kement-se eo diazezet oberoù ar steuñv war 4 zra d’ober kentañ-wellañ :

  • gouzout krouiñ hag adkemer embregerezhioù, eus ober anaoudegezh gant ar bed-se betek sikour an embregerezhioù ur wech m’int krouet ;
  • brudañ an ostilhoù a c’haller kaout ha degas sikour evit kavout arc’hant ;
  • aozañ muioc’h a oberoù en takadoù breskañ (takadoù war ar maez, ar c’harterioù a sell politikerezh ar c’hêrioù outo da gentañ…) hag e-touez ar re yaouank ;
  • lakaat an embreger a-berzh maouezed war wel dre ar stummañ hag ar brudañ.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ