Kemer perzh er genstrivadeg luc’hskeudennoù « Tud a-youl-vat BZH, diskouezit ho skipailh deomp ! »
9 October 2025
2 minutes de lecture
Lañset eo an 3e kenstrivadeg luc’hskeudennoù gouestlet d’ar c’hevredigezhioù ! Ar pal eo reiñ da welet an dud a-youl-vat engouestlet evit lakaat o bro da vevañ war ar pemdez. Deoc’h da c’hoari !

79 000 kevredigezh, 700 000 den a-youl-vat (300 000 en ur mod reoliek) hag ouzhpenn 110 000 goprad zo e Breizh ha gant-se ez eo unan eus ar rannvroioù ar muiañ a lusk ganto e Frañs. Ouzhpenn ur Breton diwar zaou zo ezel eus ur gevredigezh, da lavaret eo emaomp 10 poent uheloc’h eget ar geidenn vroadel.
Estreget bezañ ul liamm sokial eo talvoudus-bras ar c’hevredigezhioù evit an ekonomiezh : 1 € skoazell bublik = 4 € a-fet adc’houniddoù ekonomikel lec’hel, evel ma lenner en ur studiadenn graet e-kerzh Gouel etrekeltiek an Oriant.
Ur skoazell divrall gant ar Rannvro
E 2024 e oa bet lakaet 99 M€ gant Rannvro Breizh evit sikour ar c’hevredigezhioù, war forzh pe tachenn e vefent. Labourat a ra ivez, en tu all d’ar budjed dibar gouestlet da vuhez ar c’hevredigezhioù (730 000 €), en ur mod treuz war tachennoù ar sport, ar sevenadur, ar yaouankiz, an endro hag ar genskoazell.
E-mesk an oberoù pennañ e kaver :
- IMPLIK bénévolat, ur programm evit stummañ tost da 10 000 den a-youl-vat bep bloaz,
- ar stamp « Tud a-youl-vat BZH », un arouez da gaout lorc’h ennomp hag aes da anavezout, hag a weler kalz en abadennoù aozet e Breizh.
Penaos kemer perzh ?
Ar c’hevredigezhioù e Breizh a c’hall kas ul luc’hskeudenn a-raok ar 15 a viz Here da greisteiz, war an tem « Tud a-youl-vat BZH, diskouezit ho skipailh ! ».
👉 Gouzout hiroc’h war ar genstrivadeg !
Ar prizioù da gaout :
- Priz 1añ : 1 000 €
- 2l priz : 800 €
- 3e priz : 600 €
Al loreidi a vo dibabet gant ur juri ennañ dilennidi ha gwazourien eus ar Rannvro, asambles gant izili zo eus KASER, ha roet e vo ar prizioù d’ar 5 a viz Kerzu da-geñver Devezh bedel al labour a-youl-vat
Partager :